Furmadur sonnidik kreizer diahed loet e nant izelañ korfoù keviaouek ar c'halc'h, o kaenañ ar c'han troazh, e c'hourfenn araok o vont d'ober ar vezenn, e c'hourfenn adreñv d'ober ognonenn ar c'halc'h.
Dreistpad, dibaot kaer, eus stad rizhellel ar c'haher kalon stadet war ar bugel, o tec'han un naoued usvollus dezhañ un dedro arvarus ; ar stenwereañ a ziskouez ur c'hofig kleiz kourzadekaet hag ar c'hofigluniñ bolc'hadennoù gwazhiedel kehent gant kavenn ar c'hofig, anezho ar skeudenn eus lennoù gwad e-barzh speur ar galon.
Gwiad askorn, ouzh e ober ur rouedad a dilhennoù etrezo kavennoù munut kehent kenetrezo leun gant ar mel eskern. Bezant e vez e-barzh talpennoù an eskern hir hag etre kaenennoù an eskern berr ha plat.