“Boud heñvel tre ouzh an hini a reer pa c'hwezher en ur garafenn pe en ur picher” (Laennec), a glever dre selaouennañ ar bruskaezhad pe kavennoù aezhel bras ar skevent.
Darvoudoù dec'hanet gant fuc'h ur bloskad, anezho anafoù strewek ar benvegad analañ (dasfregadoù, gwadfennadoù strewek, gwatoñvoù), rogadur an daboulin, gloazadoù e kavenn ar brusk, er gouzoug hag er c'hof, anoksiezh, marvus a-wechoù .
Trouz diwar dremen an aer dre faout an tarzh, merzhet ent reol e-kefin ar vriant hag ar pennvronkez ; ent kleñvedel e c'hell treledañ betek parenkim ar skevent.
Sourr garv holosistolek gant ur c'hreñvder uc'hek e par an trede tachad etre-kostoù kleiz, o saezhenniñ ent emprennek, arouez ur c'hehentad etre-kofigoù.
Sourr kalon ec'hanafel, sistolek ar peurliesañ, a vez klevet gant gouziviaded an amwad, forzh pe arbenn a ve dezhañ.
Sourr sistolek klevadus en ur poent diforzh eus ar gorread argalonel, gant ur gouzrec'h hep ezreolder kalon ebet.
Sourr ec'hanafel avaezkalon, dec'hanet e lavnenn ar skevent loet dirak ar galon, diwar an didenn anezhi e mare ar sistol.
Sourr diastal kreñv kenan, a nerzhadur dibenn-sistol, sezet er parzh lez-klerenn eus an eil hag an trede tachad etrekostoù dehou hag o saezhenniñ etrezek ar gazel dehou dreist holl. Ditouret eo bet gant gouzrec'hioù tizhet gant an aortennfo pe gant ar poullkreizfo. Devoudet e ve gant amwask ar wazhienn gav uhelañ.
Sourr sistolek devoudet gant un isvoll eus ar gwask aortek pe a-skevent. Stumm ul lankell zo dezhañ war ar galonstendresenn (a se an anv sourr lankellek). A-gevenep dezhañ emañ sourr ar gousilhañ.
Sourr sistolek devoudet gant ezvountañ endalc'had ar c'hofig war un tu diforc'h diouzh tu bonan red ar gwad, a-dreuz d'un igorenn gleñvedel. Da skouer : ar sourr sistolek a skorted vintrek-tribroudek ha hini ar c'hehentad etre-kofigoù. Holosistolek eo ar sourr-se, o teraouiñ gant trouz kentañ ar galon hag oc'h echuiñ gant an eil ; alies e vezont masklet gantañ. War ar galonstendresenn ez eus ur stumm reizhkornek (sourr reizhkornek). A-gevenep dezhañ emañ sourr an diflistrañ.
Sourr o saezhenniñ eus ar gern war-du an nec'h e degouezh a ensiladur arteriosklerozek anisvollus eus gwask an aortenn.
Sourr kreñv ha garv an hangren anezhañ damheñvel mui pe vui an trouz graet o c'hwezhañ en ur gorzenn, merzhet o selaouennañ ar skevent e par un annon douesadennoù skevent.
Sourr diastal o testiñ dreistpad ar san dalmerel (sl. canal artériel : persistance du ∼ ).
Sourr flour, goubred da lamm kalon ar vamm, merzhet o selaouennañ ar grozh e mizvezhioù diwezhañ ar vec'hiegi, devoudet gant tremen ar gwad e talmerennoù ar grozh.
Sourr mez- pe deroù- ha mezsistol froumel ec'hanafel, merzhet gant ar vugel a-hed lodenn izelañ ribl kleiz ar glerenn.