Preder
(sommeil) hiber­nalgoañvorel (kousk —) ― Gerva an drevoniezh
apnée : syndrome des ∼s du sommeilsleep apnoea syndromeazoniad harzanaloù kousked ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm strafuilhoù ar gwenterezh o c'hoarvezout er c'housked : anal trovezhiek, astaloù analañ, harzanaloù marvus, a-wechoù a zevouderezh nervel, peurliesañ dre steviadur (drekkouezh an teod) ; pennañ elfenn azoniad Pickwick eo an harzanaloù kousked.

narcothérapie, cure de sommeilnarcotherapy, continuous sleep therapy, sleep treatmenthungurañ, hungur b., kur b. gousked ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn yac'haat ar gouvidoù enkrezel, bet kentradet er bloavezhioù 1920, anezhi derc'hel kousket ar gouziviad diwar-bouez hunwezherioù etre 15 hag 20 eurvezh diwar 24 e-doug 10 pe 15 devezh ; kalvezder hogos dilezet abaoe donedigezh ar bredwezherioù.

paralysie du sommeilsleep paralysishunbeluz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Peluz bloc'hel berrbad a erdeb kuñv o tarvezout da goulz an enhuniñ pe an ec'huniñ ; a-geñver emañ gant un defroù war zislank, ha kevret e vez alies gant an darsouz hag an hunfell (sl.   cataplexie, éveil : réaction d', hypna-gogique, hypnopompique, narcolepsie, hypna-gogique, hypnopompique, narcolepsie).

paralysie du sommeilsleep paralysishunbeluz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Peluz bloc'hel berrbad a erdeb kuñv o tarvezout da goulz an enhuniñ pe an ec'huniñ ; a-geñver emañ gant dislank an defroù, ha kevret e vez alies gant an darsouz hag an hunfell (sl.   cataplexie, éveil : réaction d', hypna-gogique, hypnopompique, narcolepsie, hypna-gogique, hypnopompique, narcolepsie).

sommeilsleephuniñ, kousket ; hun g., kousk g., kousked g. ― Geriadur ar vezekniezh

Stad vonan oberiat a assav, naouus dre spanaenn, trovezhiek hag eiltroüs, eus ar genskiant hag eus ar gedvuhez, evit erwezhiañ ouzh un ezhomm diskuizhañ a-berzh ar bevedeg. En ur ser ez eus ur steuz bras pe vrasoc'h eus an eraeziñ hag ur gorrekadur eus an darn vrasañ eus arc'hwelioù ar beved. An empennvarrwezañ a gevaraez dinoiñ lankadoù a gousked gorrek, o naouiñ dre ur gorrekadur hag ur goubredadur eus ar gwagennoù, ha lankadoù a gousked herrek (pe diac'hinek), enno un disgoubredadur eus an dresenn gant gwagennoù herrek, un istant kaherel muiek, fiñvoù herrek eus an daoulagad ha hunvreoù.

sommeil : cure de ∼sleep therapykur b. gousked, hungur b. ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder yac'hadel amkanet da zevoudañ an hun dre ziounit hunwezherioù e-pad un amzer etre dek hag ugent devezh, ar c'housked o padout eus 15 da 18 eurvezh bemdez, troc'het gant predoù boued, prantadoù yec'hedouriezh ha dalc'hoù bredkurañ.

sommeil : maladie du ∼african tryponosomiasiskleñved g. ar c'housk ― Geriadur ar vezekniezh

Pore broreuziat en Afrika gehederel diwar enkoradur gant ar gelienenn Glossina palpalis eus Trypanosoma gambiense. Anvet ivez morgoñv Afrika (Gl. léthargie d'Afrique) pe tripanosomiaz denel (Gl. trypanosomiase africaine ) e tedro ar c'hleñved e daou lankad ; emañ an hini kentañ o naouiñ dre resmiadoù terzhienn direoliek, usvent ar felc'h hag ar gwerblennoù, eritemoù, debron ha strafuilhoù bred, leteñvel ouzh re deroù an envedi beluzel ; dibaot ha diheverzh eo tizhad ar galon ; imbourc'h ar gwad a araez dinoiñ bezañs an arvevaded, ha hini al liñvenn benn-kein a ziskouez ul limfokitoz. D'an eil lankad ez anad ar c'hlopennost, an ankewant ha, dreist holl, ar barradoù kousked hir ouzh hir a zisoc'h gant ar marv.