Trevnad a zo e amkan darvanañ. Diforc'hiñ a reer an darvanerioù studi , kevaraezus da zivrazañ an anaout monedigezh ar reizhiadoù skiantel, kalvezel, armerzhel, kevredadel, h.a., hag an darvanerioù gourdonañ a dalvez da stummañ blenierion ar strammoù bras (kreizennoù derc'hanel, nijerezed).
An darvanerioù memor sonn zo trevnadoù o tarvanañ ur vemor sonn da geñver lankadoù ar c'hevrikaat hag ar prouadiñ a-raok ar sonnaat anezhi.
Goulev a zo e amkan kevrikaat war un urzhiataer A goulevioù skrivet evit un urzhiataer B.
An hini a ra van da vezañ klañv, da c'houzañv diwar un diaez.
Goulev a zo e amkan, a-raok kas da benn un arload, gwiriañ an ezhommoù loazioù pe an amzerioù erounit.
Goulev o kevaraezañ, e par an dezrann arc'hwelel, gwiriañ kevanlen ar stlennadoù.