Brizhenn glasruz ganedigel, o koll he liv p'he gwasker, andedroüs, anvezegadus.
Saneller o ren an treuzdougen stlenn etre an unvez kreiz hag un drobarzhell hepken, herrek peurliesañ.
Gouliez laurus, linus dec'hanet gant bazhell Ducrey.
Ikter dibad a stader d'ar c'hanedigezh gant ar rakkoulzeion ha gant an hanter eus an hegoulzeion, e dianlen ezvezañs tremeniat un enzim rekis da dreuzfurmiñ ar bilirubin ameeun (ankeveil) e bilirubin eeun (keveilet) dre ma n'he deus ket ar gellig avu gounezet he holl varregezhioù arc'hwelel.
Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, o c'hoarvezout a resmiadoù seizi naouus dre dri azon : 1) treuz- pe pevarseizi gwak hebiat d'ar c'higennoù e diazalc'h an nervennoù a-glopenn, 2) steuz klok an damougoù a-stirenn en izili, 3) anvroudadusted faradek ha galvaniek ar c'higennoù seizet, hep strafuilh kefredel, santadel pe kelc'hstrishaerel ; deraouiñ a ra ar resmiadoù d'ar gaezouregezh hag anadiñ e dibenn an noz pe goude ur pred paot ennañ ar glukid, o padout un nebeut eurvezhioù pe devezhioù hag o tistreiñ goude entremezioù kemmus kenan ma ne stader azon nervel ebet ; e-doug ar resmiadoù, e vez kaliomisvec'h er gwad hag en troazh hag -usvec'h er c'helligoù (sl. adynamie épisodique héréditaire) ; deskrivet ez eus bet seizioù mareadek anhêrezhel eilvedel da anaezioù o tevoudañ gwadus- pe gwadisvec'h kaliom : skoedusvorc'hegezh, uc'haldo-steronegezh, skorted lounezh hag uslounezhenn, koma akidozel, h.a.
Resister diraezet dre arverañ derc'hennoù memor o chom e par endalc'h ur ger.
la conception de Freud est critiquable en ce qu’il prétend expliquer le complexe (la perception) par le simple (la représentation), arzaeladus eo meizadur Freud pa venn displegañ ar c’hemplezh (ar merzout) dre an eeun (an derc’hañ) (sl. ÉPREUVE DE RÉALITÉ).
Anaez o c'hoarvezout ent neuziadurel eus ur c'holl danvez don pe zonoc'h e glaourgenn ar stomok ha naouus ent klinikel dre laurioù argreuzel o tarvezout un nebeut eurvezhioù war-lerc'h ar predoù, dre wadc'hweladoù, dre un usklorhidregezh hogos bewech ha dre un dedro a-frapadoù. Emañ en ervez da zedreiñ etrezek an treloezad ha bezañ ivez e par an treizher hag e darn gentañ an daouzegenn, eleze en holl barzhioù eus ar glaourgenn koazhadel e diraez ar sug kreuz treñkek. Angreizh ar stomok hepken zo en ervez da zic'henezhañ e kankr (angreizkkankr). Kevaraezet e vez dreist holl gant ar poreadur lec'hiek gant Helicobacter pylori ha gant an enepfoeier ansteroidel (sl. antiulcéreux, pompe à protons, Helicobacter pylori, ulcère calleux, ulcère de stress).