Preder
affect, état affectif, sentimentGefühlfeelingkantaezad ― Gerva an brederouriezh
affection, sympathie, bienveillance, sentimentkarusted ― Gerva an brederouriezh
émotion, sentimenttrivliad ― Gerva an brederouriezh
éprouver, ressentir, état affectif, sentimentfühlen, Gefühlfeel, feelingkantaezañ ― Gerva an brederouriezh
étrangeté : sentiment d'∼, impression d'∼far-away feelingsantad g. an dirgended, dirgenvan b. ― Geriadur ar vezekniezh

Arvez an distreüniñ, anezhañ dec'havaelañ ar bed evel estren, espar, hep gwerc'hegezh, anglevet gant gouziviaded an neurozioù enkrez, an droukfell ividig, pistriadurioù 'zo ha dreist holl ar skizofreniezh.

identité, sentiment d'identitéhevelebiezh ― Gerva an brederouriezh
infériorité : “complexe” ou sentiment d'∼inferiority “complex”, sense or feeling of inferiority“kemplezh” b. pe santad g. an tru pe an istalvoudegezh ― Geriadur ar vezekniezh

Hervez Adler, kentrader an termenoù-se, santad soliet en ur gwander organel gwerc'hel a strivfe an den d'e gempouezañ, gwikefre a ve en orin an holl neurozioù ; Freud a ziorzhas tezennoù ar raklenad organel hag an dianlenad hollek dre loañ santad an tru e-touez an azonoù neuroz.

opinion, sentimentmeno ― Gerva an brederouriezh
relatif au sentiment amoureuxserc'honiel ― Gerva an brederouriezh
sentimentGefühlfeelingaskread ― Gerva an brederouriezh
sentimentaskre ― Gerva an brederouriezh
sentimentGefühlfeelingsantad ― Gerva an brederouriezh
sentimentkantaezenn ― Gerva an brederouriezh
Sentiment de culpabilité.Schuldgefühl.sense of guilt, guilt feeling.santad kablusted. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen boaziet er bredelfennerezh gant ur c’hemeradur ledan-tre. Aroueziñ a ra ar stad kantaezel da heul ur real sellet gant ar gouzrec’h evel tamalladus, an abeg diskleriet o hañvalout bezañ kantreizh (morc’hed an torfedour) pe get (emrebechoù amoet), pe c’hoazh ur santad dispis a andellezegezh hep keñver gant ur real resis a ve da damall.

Ar bredelfennerezh a ra meiz war ar gablusted o lakaat e penn-kont ur reizhiad luskedoù diemouez a ve dindan an ersavioù-c’hwitañ, ar realoù felladennek, an droug a ra ar gouzrec’h dezhañ e-unan, h.a. En degouezh-mañ ez eo diaes ober gant ar ger “santad” e kement ma n’en em sant ket ar gouzrec’h kablus en e vuhezadur emouiziek.

Studi elfennadel ar velankoliezh a roas tro da glokaat arlakadenn ar santad kablusted. Da azonoù d’ar c’hleñved-se emañ an emdamall, an emzibriziañ, an tued d’an emgastiz o tegouezhout betek gant an emlazh. Freud a ziskouezas ez eus un disfaout eus ar me etre tamaller (an dreistme) ha tamalled, disfaout o tisoc’hañ e-unan dre un argerzh-diabarzhiñ diouzh un darempred etregouzrec’hel ; “an emrebechoù zo rebechoù ouzh un ergerc’henn garantez, bet eiltroet diwarni ouzh ar me.” E-se e tispleger ar santad kablusted dre un darempred etrereizhiadel e diabarzh ar benvegad bred : ar varn hag ar c’hastiz douget gant an dreistme war ar me. Seurt darempred etre dreistme ha me a c’hell bezañ diemouez ha reiñ er buhezadur gweredoù ma’z eo ezvezant ar santad kablusted. E-se, fellerion ’zo zo enno ur gablusted kreñv diemouez, bezant a-raok ar felladenn, houmañ o vezañ an heuliad ha n’eo ket an abeg, — ar gouzrec’h o kavout disamm diwar ma c’hell daveiñ e “santad” diemouez a gablusted d’un abeg gwerc’hek.

sentiment du réel (Philo.)santad ar gwerc'hel ― Gerva an brederouriezh
Sentiment d’infériorité.Minderwertigkeitsgefühl.sense of inferiority, feeling of inferiority.santad an istalvoudegezh, santad an tru. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Evit Adler, santad soliet en ur gwander organel gwerc’hel. Er gemplezh istalvoudegezh, e klask an den kempouezañ, gant berzh pe get, e fillidigezh. Seurt gwikefre, gouez da Adler, a c’hoarife ur roll en arbennelezh an holl vredanaezioù.

Hervez Freud, ne ve ket dre ret santad an tru a-geñver gant ur gwander organel. Ned eo ket un arbenn diwezhañ, hogen e intent a reer evel un azon.

sentiment esthétique (Philo.)santout kenedel ― Gerva an brederouriezh
sentiment esthétique (Philo.)santad kenedel ― Gerva an brederouriezh
SENTIMENT. ― Geriadur ar bredelfennerezh

des conduites et des sentiments agressifs, realoù ha kantaezennoù argadus (sl. AGRESSIVITÉ) ; présence simultanée […] de tendances, d’attitudes et de sentiments opposés, kenvezañs […] a duedoù, emzalc’hioù ha kantaezennoù kevenep (sl. AMBIVALENCE) ; le conflit peut être manifeste ([…] entre deux sentiments contradictoires), hervez an dro ez eo diskelat ar c’henniñv ([…] etre daou drivliad dislavarus) (sl. CONFLIT PSYCHIQUE) ; Freud cherche à établir des différences entre le sentiment d’infériorité et le sentiment de culpabilité, klask a ra Freud lakaat kemm etre santad an istalvoudegezh ha santad ar gablusted (sl. IDÉAL DU MOI) ; des sentiments comme la tendresse et les sentiments sociaux, trivliadoù ’zo evel an denerded hag ar c’hantaezennoù kedvuhezel (sl. INHIBÉ QUANT AU BUT) ; ainsi un objet allongé qui symbolise dans un premier temps un phallus pourra finir […] par signifier le sentiment de puissance en général, da skouer, un draezenn hir oc’h argelañ ur c’hastr da gentañ a zeuy da vezañ […] an arouez eus santad hollek ar galloud (sl. PHÉNOMÈNE FONCTIONNEL) ; Freud distingue deux transferts : l’un positif, l’autre négatif, un transfert de sentiments tendres et un transfert de sentiments hostiles, kemm a lak Freud etre daou seurt treuzdoug : unan yaek, an treuzdoug a drivliadoù tener, unan nac’hek, an treuzdoug a drivliadoù galen (sl. TRANSFERT).