Teskad strafuilhoù an eraeziñ, anezho fazioù delec'hiañ, leiadur ar skarat stokadel, gwanaat skiant an emstummoù hag ar stokdenaoud hep direizh e modoù all ar santout (laur, gwrezverk, tonreizher), stadet a-eiltu pa vez anafoù an droenn drek-nen (circonvolution pariétale ascendante) (boukadur, daraez, yoc'henn) (sl. pariétal : syndrome ∼ ).
Dibenn an nervennoù o tegemer fraouadurioù treuzkaset gant ar gwiennoù santout etrezek ar mel.
A-zave d'ar santadoù pe d'ar santout, d'an eraeziñ. Da skouer : nervenn santout, nervenn santadel Gl. nerf sensitif ; direizhoù, strafuilhoù santadel Gl. troubles sensitifs ; merzhout eraezadel Gl. perception sensitive.
la transposition d’un conflit psychique dans des symptômes somatiques, moteurs […] ou sensitifs, treuzlakadur ur c’henniñv bred e stumm azonoù kreudel, loc’hadel […] pe santadel (sl. CONVERSION) ; produisant des phénomènes moteurs ou sensitifs, o tevoudañ anadennoù loc’hañ pe santout (sl. INNERVATION) ; la quantité d’excitation reçue par le neurone sensitif est censée être entièrement déchargée à l’extrémité motrice, ar c’hementad broud degemeret gant an neuron-santout a ve diskarget en e bezh e dibenn an neuron-loc’hañ (sl. PRINCIPE D’INERTIE) ; telle région du corps […] siège de phénomènes sensitifs particuliers, nep lec’hienn eus ar c’horf […] sez da anadennoù eraeziñ dibarek (sl. ZONE HYSTÉROGÈNE).