Preder
aménorrhée secondairesecundary amenorrhoeamizanliñv eilvedel ― Geriadur ar vezekniezh

Span ar mizioù gant ur vaouez bet miziaouet c'hoazh.

Bénéfice primaire et secondaire de la maladie.primärer und secondärer Krankheitsgewinn.primary and secondary gain from illness.gounid kentael hag eilvedel diwar ar c’hleñved. ― Geriadur ar bredelfennerezh

“Gounid diwar ar c’hleñved” a reer eus kement boziad a denn ar c’hlañvour eus e gleñved. Diwar he fenn-kentañ ez eo liammet arlakadenn freudek an neuroz ouzh ar mennoz e teraou hag e pad ar c’hleñved dre berzh ma tegas boz d’ar c’hlañvour. Kempleg eo argerzh an neuroz da bennaenn ar bliz, luskañ a ra da ziraez gounid armerzhel, da goazhañ an tennder. A-wel e teu ar gounid-se e stumm an herzel ouzh ar gur, o skoilhañ ar c’hoant emouez da bareañ.

Stag eo ar gounid kentael ouzh devouderezh end-eeun an neuroz : boz kavet en azon, tec’h er c’hleñved, kemm an darempredoù gant an nesidi.

En eneb, ar gounid eilvedel zo doareet evel-henn :

degouezhout a ra goude taol, evel dreistgounid diwar ur c’hleñved deraouet endeo, evel adimplij ur c’hleñved ;

diavaeziek eo e-keñver devouderezh-derou ar c’hleñved ha ster e azonoù ;

c’hoarvezout a ra a voziadoù narkisek pe stag ouzh an emgemmirout kentoc’h eget a voziadoù libidinel war-eeun.

cataracte secondaireafter-cataract, secondary cataractferennlug eilvedel, azferennlug g. ― Geriadur ar vezekniezh

Dilerc'hiadoù demeraet (gwiennoù ha pourc'had) goude oberata pa n'eo ket bet klok ezvenadur ar ferenn.

cerveau antérieur secondaireTELENCEPHALONpeurempenn g. ― Geriadur ar gorfadurezh
effet secondaire, effet collatéralNebenwirkungside effectamwered ― Gerva an brederouriezh
Élaboration secondaire.sekundäre Bearbeitung.secondary revision (elaboration).kempenn eilvedel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Adaozañ an hunvre evit he lakaat war furm ur senario damgempoell ha heveiz. Lemel diouzh an hunvre he doare amoet ha digempoell, stankañ an toulloù enni, azverañ he elfennoù dre ziuz hag ouzhpennañ, setu pezh a ra Freud anezhañ ar c’hempenn eilvedel pe c’hoazh : arveziñ an heveizded (Rücksicht auf Verständlichkeit). An eil lankad eo eus c’hwel an hunvre ; dougen a ra war dedaoladoù bet danzeet gant gwikefreoù all (dazbec’hiañ, treuzlec’hiañ, dezluniañ). Koulskoude, gouez da Freud, ne c’hoari ket ar c’hempenn eilvedel war furmadurioù a zeufe da azverañ goude taol ; er c’hontrol “ez embreg diwar ar penn-kentañ un delanvad blenius ha diuzus war voniad dezevoù an hunvre”.

émission secondaireadec'hodiñ ― Geriadur ar fizik
Marfan : syndrome malin secondaire de ∼ ◊ ◊ azoniad yud eilvedel Marfan ― Geriadur ar vezekniezh

Taolenn glinikel grevus o tarvezout e-kerz souzvezh ur gorank difterek (etre ar 5t hag an 20t deiz), anezhi gwelvded, asikted, seizi a 'r ouel stavn, koempad kalongwazhiedel, usvent a 'n avu, troazhproteinegezh ha gwadusvec'h urea, dedro d'ar marv dindan un dek devezh.

mémoire secondaire, mémoire annexe, mémoire auxiliairesecondary memory, peripheral storageadvemor, memor drobarzh ― Geriadur ar stlenneg

Memor o c'hoarvezout a unvezioù klenkañ trobarzhel (lurelloù, karitelloù, kantennoù, kelornioù, h.a.).

Narcissisme primaire, narcissisme secondaire.primäre Narzissmus, sekundäre Narzissmus.primary narcissism, secondary narcissism.narkisegezh kentael, narkisegezh eilvedel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

An narkisegezh kentael a verk ur stad kentrat ma annod ar bugel e libido a-bezh ennañ e-unan. An narkisegezh eilvedel zo disoc’h un eiltroadur ouzh ar me eus al libido, didennet eus he annodadoù ergerc’hennel.

Evit Freud, an narkisegezh eilvedel ne verk ket hepken stadoù pellvanek ’zo eus an argizadur ; ul luniadur padel eus ar gouzrec’h ez eo ivez : a) ent armerzhel, an annodiñ en ergerc’henn ne freuz ket an annodiñ er me, etrezo ez eus ur ventel c’hremm ; b) ent lunegorel, eorizh ar me zo ur furmadur narkisek na vez nepred dilezet.

An narkisegezh kentael zo an hini gentañ en amzer, ar bugel oc’h en em gemerout e-unan da ergerc’henn d’e garantez a-raok debarzh ergerc’hennoù amgen. Seurt stad a glot gant kredenn ar bugel en hollc’halloud e zezevoù. Mar klasker gouzout pegoulz e vez amparet ar stad-se avat, e kaver gant Freud respontoù disheñvel ; e 1910-1915, e lak prantad an narkisegezh kentael da zegouezhout etre hini an aotoerotegezh kezivik ha hini ar garantez ergerc’henn, a-gempred gant unanidigezh kentañ ar me. Diwezhatoc’h, p’edo o savelañ an eil lunegor, e rae d’an narkisegezh kentael, stad kentañ ar vuhez, c’hoarvezout abretoc’h eget amparadur ar me, hag e roe da gentpatrom dezhi ar vuhez enkrozhat, — o paouez neuze a ziforc’hiñ narkisegezh hag aotoerotegezh. Ken ma talc’her hiziv da intent an narkisegezh kentael evel ur stad anergerc’hennek rik, ac’hoel andiforc’hek, hep disrann etre ur gouzrec’h hag ur bed. Div arbennadenn a c’haller ober evelkent da seurt meizadur :

diaes eo komz a narkisegezh pa vank pezh a ra Narkissos end-eeun, eleze an ergerc’henn ez eo an drec’h, ar skeudenn-velezour ;

aozourion ’zo a arlaka ez eus gant ar vagadell darempredoù ouzh ergerc’henn, ur “garantez ergerc’henn kentael” (Balint). Evit Melanie Klein, ne c’haller ket komz a “bazenn” narkisek, hogen a “stadoù” narkisek e kement ma tistro al libido etrezek an ergerc’hennoù diabarzhet.

Processus primaire, processus secondaire.Primärvorgang, Sekundärvorgang.primary process, secondary process.argerzh kentael, argerzh eilvedel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

An daou vod arc’hwelerezh eus ar benvegad bred evel ma’z int bet deskrivet gant Freud. Kemm a lakaer etrezo diouzh ar savboentoù :

lunegorel, dre verkañ ez eo an argerzh kentael un doare eus ar reizhiad diemouez, an argerzh eilvedel un doare eus ar reizhiad ragemouez-emouez ;

armerzhel-dialuskel, dre lakaat a-wel mod amredek ar gremm bred gant an eil hag egile : e par an argerzh kentael, e tiver frank ar gremm bred, o vont dishual eus un derc’had d’unan all hervez gwikefreoù an treuzlec’hiañ hag an dazbec’hiañ, o tennañ da adkevannodiñ klok an derc’hadoù stag ouzh ar buhezadoù boziañ amparus d’ar c’hoant (trezerc’hañ kezivik) ; e par an argerzh eilvedel ez eo da gentañ ereet ar gremm, a-raok diverañ dindan reolerezh, — kevannodet e vez stabiloc’h an derc’hadoù, ampellet ar gwalc’hadur, o reiñ tro da arnodiñ hentoù diseurt.

Daveiñ a ra ar gevenebiezh etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel d’ar gevenebiezh etre pennaenn ar bliz ha pennaenn an dra.

Ken abred ha 1895 e tezrevellas Freud an diforc’h etre an daou argerzh. O studiañ an hunvreoù ha furmadur an azonoù e tizoloas ur mod arc’hwelerezh bred dezhañ e wikefreoù, e savelennoù disheñvel-bras diouzh argerzhioù an dezevout deskrivet gant ar vredoniezh kozh. Houmañ ne wele ster ebet en hunvreoù, e prepozioù an diskianted ; Freud a ziskouez er c’hontrol ar ster o deus dre an eul a zo enno, an eul-se o treuzlec’hiañ, o tazbec’hiañ, h.a., frank ha dishual. Patrom an hunvre ivez a roas tro da Freud da arlakaat e tenn an argerzh diemouez da savelañ, dre an hentoù berrañ, un hevelepted-verzout, eleze da azdedaoliñ dre an trezerc’hañ an derc’hadoù gwisket dezho un talvoud brientek gant ar buhezad boziañ kezivik.

E keveneb, e teskriv Freud evel argerzhioù eilvedel an arc’hwelioù arouezet gant ar vredoniezh klasel evel dezevout amhun, evezh, barnerezh, poellata, ober reolet. En argerzh eilvedel ez eo an hevelepted-dezevout a vez klasket.

secondaire ― Geriadur ar stlenneg
  • ensemble d'informations structuré, généralement conservé en mémoire ― teskad stlennadoù frammet, miret peurliesañ en advemor [fichier]
  • ensemble structuré et intégré de données, enregistré sur des mémoires ―s trevnad roadennoù kevanek, lerc'hwezet e-barzh advemorioù [base de données]
  • groupe ― stroll eilvedel [groupe de lignes]
  • mémoire advemor, memor drobarzh [―&]
  • unités de monitoring ― unvezioù gouarnerezh eilrenk [système de gestion de p.o.]
secondaire(éco.) eilvedel ― Geriadur an armerzh
  • secteur secondaire gennad eilvedel
  • (en plus) ad-, eil-
  • activité secondaire advicher b. ; adlabour g. ; eil gourc'hwel
  • but secondaire adpal g.
  • ligne secondaire eil linenn ; adlinenn b.
  • résidence secondaire adannez g.
  • revenu secondaire adkorvoder g.
  • (de second rang) eilrenk
  • effets secondaire amwered g.
  • secondaire rôle eilroll adanv & g.
  • l'enseignement secondaire (le secondaire) an deskadurezh eil derez
  • (en second lieu) heuliat ; heuliadel
  • secondaire à dianlen da.
secondairesecondaryeil-, eilel, eilvedel, eilrenk ― Geriadur ar mediaoù
secondaireeilvedel aa. & g. -où ― Geriadur ar fizik
  • le secondaire d'un transformateur eilvedel un treuzfurmer
secondaireeilvedel aa. & g. -où ― Geriadur ar gimiezh
  • le secondaire d'un transformateur eilvedel un treuzfurmer
secondairesecondary1 eilvedel (da) 2 e dianlen 3 eil-, az-, ad-, a eil renk 4 a eil lank(ad) ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zivout un anaez, heuliat da unan all — a lavarer kentael, hennadek —, pe o tarvezout en un eil lankad e dedro ur c'hleñved. 2 A-zivout un anaez devoudet gant unan all, pe gant un arbenn all. 3 A-zivout un devoud o tont da eil, pe ouzhpenn, a-wechoù gant nebeutoc'h a bouez. 4 O tont da heul.

SECONDAIRE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

[Freud] distingue du délire comme retour du refoulé un délire secondaire, le délire d’interprétation, e lak [Freud] kemm etre an ambren evel distro an arvoustred, hag un ambren eilvedel, an ambren-desteriañ (sl. ALTÉRATION DU MOI) ; les pulsions sexuelles qui ne deviennent indépendantes que secondairement, al luzadoù revel, na vint dizalc’h nemet a eil lank (sl. ÉTAYAGE) ; ce n’est donc que secondairement que la sexualité devient autonome, n’eo nemet a eil lank e teu ar revelezh da vezañ emren (sl. ÉTAYAGE) ; le fait que le déplacement sur un objet phobique est secondaire au surgissement d’une angoisse libre, non liée à un objet, an devoud e c’hoarvez an treuzlec’hiañ war un ergerc’henn arur a eil lank goude diflukadur an enkrez diere, distag diouzh nep ergerc’henn (sl. HYSTÉRIE D’ANGOISSE) ; l’identification primaire s’oppose aux identifications secondaires qui viennent s’y superposer, an hevelebadur kentael a eneber ouzh an hevelebadurioù eilvedel a zeuy war-c’horre da c’houde (sl. IDENTIFICATION PRIMAIRE) ; si elle peut être “désexualisée”, c’est toujours secondairement, mar gell bezañ “direvelaet”, ez eo bepred a eil lank (sl. LIBIDO) ; une fonction secondaire imposée par l’urgence de la vie, un arc’hwel eilvedel rediet gant difrae ar bevañ (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; les pulsions de mort seraient secondairement dirigées vers l’extérieur, e ve al luzadoù a varv troet a eil lank etrezek an diavaez (sl. PULSIONS DE MORT) ; mais, pour Bleuler, la Spaltung est secondaire à un déficit qui est une véritable désagrégation des processus psychiques, evit Bleuler avat ez eo ar Spaltung eilvedel d’un divigad a zo ur gwir zispenn eus an argerzhioù bred (sl. SCHIZOPHRÉNIE).

suture secondairesecondary suturekrafaelañ eilvedel ― Geriadur ar vezekniezh

Krafaelañ ur gouli kozh naet ha tiñvennus, goude bezañ dazbevaet ha deloc'het ar brielloù anezhañ.

tronc secondaire antéro-externeFASCICULUS LATERALIS (PLEXUS BRACHIALIS)hordenn b. gostezel plezhad ar vrec'h. ― Geriadur ar gorfadurezh
tronc secondaire antéro-interneFASCICULUS MEDIALIS (PLEXUS BRACHIALIS)hordenn b. greizel plezhad ar vrec'h. ― Geriadur ar gorfadurezh
tronc secondaire postérieurFASCICULUS POSTERIOR (PLEXUS BRACHIALIS)hordenn b. adreñv plezhad ar vrec'h. ― Geriadur ar gorfadurezh
tympan secondaireMEMBRANA TYMPANI SECUNDARIAlienenn b. daboulin eilek. ― Geriadur ar gorfadurezh
xanthomisation secondairesecondary xanthomatous infiltrationksantomaat eilvedel ― Geriadur ar vezekniezh

Ensiladur kolesterol en un anaez kroc'hen hanweel, dic'henezhadel pe poreel .