Mod dec'hwelañ ar spanoù ma teu ar goulev dindan erounit da wiriañ reoliek stad ar menegerioù a-zalc'h ouzh arc'hwelerezh an trobarzhelloù.
E-ser evezhierezh an treugennoù greantel, mod lenn, kemalat peurliesañ, korek zoken, an enankadoù diseurt.
Treugennad dihaez dre c'halv emgefreek kevaraezus da geweriañ respontoù nac'hek an termenelloù hep emell an unvez keweriañ.
Reizhiad haeziñ liesel dre zasparzh amzer ma vez al loaz rannet etre lies arveriad o c'houlenn ouzh pep hini anezho lerc'h ouzh lerc'h ha c'hoant en deus e arverañ.
Reizhiad dihaez ma vez al loaz oc'h atersiñ war-eeun an arveriad kentañ. Mar nac'h, e treuzkas hemañ ar goulenn trema an eil arveriad ha, diouzh an dro, an eil trema an trede, hag all, an argerzh o chom a-sav gant an arveriad en deus ezhomm eus al loaz.