Isteñv an neuron ha skleroz haenadoù 'zo eus pluskenn an empenn, o tizhout alkooleion henek war un dro gant marvenn greiz ar c'horf karnek hag envedi.
Argaledad kleñvedel un organ diwar struzhañ e wiad kenglenel, a-ser gant ur baoted kleñvedel a 'r c'hollagen hag un dibaoted argammedek a 'r c'helligoù. Ar skleroz a vez alies pazenn dibenn un anaf foel.
Anaez eus stroll ar sklerozioù empenn strewek o teraouiñ er vabaniezh, naouus, ent neuziadurel, dre blakadoù sklerozek kurzhidik lec'hiet e steuñvenn wenn an div hanterenn empenn, dindan ar bluskenn ha gant un erwezh gliel, dibaot ar c'helligoù ennañ, hep roud a danijenn pe a zreistkarg kennevidel ; ent klinikel, dre un dedro herrek en deroù, ma tarvez dreist holl andagoù, dargrezadoù, ha goude seizioù gant strafuilhoù skiantennel (dallder, h.a.), gorrekoc'h e-doug an argizad ; an kez argizad ned eo morse klok, o lezel war e lerc'h treuzseizioù dasstrizhek hag ur stad a zic'hwitadur kefredel. Tud 'zo a sell ouzh ar c'hleñved-se evel ur stad kleizennel eus skleroz empennel Schilder (empennfo amahelel strewek) ; tud all a zisparti an daou anaez o lakaat ar s. e. k. e stern an empennfoioù mabanel a orin gwazhiedel pe bistriel.
Seurtad skleroz empennel strewek an oadour yaouank. Naouus eo ent neuziadurel dre un divielinaat daoudu kemparzhek eus ar poull vigelc'hiek, o toujañ ar gwiennoù gwar hag ar bluskenn. Ent klinikel, argammedek eo an deroù (klopennadoù, trolernoù, ankewant ha dreist holl leiadur ar gweled) ; goude e c'hoarvez ar strafuilhoù loc'hadel : ledseizi, daouseizi, treuzseizi dasstrizhek gant barradoù glizi. Dedreiñ a ra ar c'hleñved dre resmiadoù, o tisoc'h gant an envedi, gant ar beurzallentez, ha kas a ra d'ar marv en ur stad a andalc'hiadezh gant ustant, a-benn ur bloavezh pe 18 mizvezh. Kevarguzet eo bet keñverioù s. e. S. gant ar skleroz empennel kreiztolbezennel ha gant ar skleroz strewek. Dianav e chom an arbennoù anezhañ.
Termen o teanviñ ur stroll anaezioù bodet e stern ar gwennempennfoioù. Bez' ez eus naouusterioù neuziadurel boutin etrezo (divielinaat kentael ha skleroz steuñvenn wenn an empenn, kemparzhek ha strewek) ha klinikel (tuzumadur bredel, strafuilhoù pikernennek ha lagadel). Tizhet e vez ar c'houziviaded yaouank, anaezioù 'zo o vezañ a natur dic'henezhadel, an eil re a orin foel. Kemm a vez lakaet etre gwennempennfo sklerozus goulemm Van Bogaert hag ar sklerozioù foel ha strewek all, ar gliomatozioù strewek (neridigezh kelligoù astrokitel hanweek o tistrujañ ar mielin), ar gwennvideñvoù argammedek, skleroz empennel Schilder gant ar skleroz empennel kreiztolbezennel, empennfo kengreizek Baló.
Anaez an nerveg kreiz, dianav e arbenn, naouus dre furmadur plakennoù divielinaat heuliet gant skleroz, lec'hiet e steuñvenn wenn an empenn hag ar mel a-livenn. Ar skeudennerezh dre zasson gwarellel derc'hanel zo ret evit an deznaou, oc'h adkavout annonioù strewek danbluskennel. Kleñved dibare ha henek, o tedreiñ a-frapadoù, gant didorrvezhioù, hirbad a-wechoù . An azonoù a vez kavet ar muiañ zo : ur c'hren diarvennel, un nistagmuz, un ankedre, ur migevaot, trolernoù, un daouweled, un nervennfo gweledel drek-boull, strafuilhoù bredel. Ardarzh an anaez-se a chom amsklaer evit un darn. Anadennoù unanhangaeañ, a orin hilel marteze, a vez meneget, a-se ar prederiadur dre interferon ha hangaeastalerioù.
Anaez dic'henezhadel, dianav an arbenn anezhañ, eus kelligoù loc'hañ kerniel araok ar mel a-livenn, gant isteñv ha duilhenngrehad kigennoù an izili krec'h, gouseizi an izili traoñ, reñveregezh an damougoù a-stirenn hag erziwezh ur seizi hirvelel, o tedreiñ herrek etrezek ar marv.
Anaez o naouiñ ent klinikel dre un divigad loc'hadel pikernennek o tarvezout goude 50 vloaz, o teraouiñ en izili traoñ, o tedreiñ ent argammedek hag ent neuziadurel dre un tizhad digen eus an neuron loc'hañ kreiz. Tud 'zo a sell outañ evel ur seurtad skleroz kostezel kaheristeñvus.
Kleñved hêrezhel treuzkaset hervez ar mod aotozomek trec'hek, naouus ent neuziadurel dre vezañs, er gwiskadoù gorre an empenn, eus ozvennoù niverus a vent gant kerez pe kelvez. An kez ozvennoù zo amparet gant ur gwiad gwiennel ennañ kelligoù dezho ur protoplasm unvan ouzh o nesaat d'ar gliomoù nervfurmadel. Erzerc'hañ a ra ent klinikel dre un diodezh, barradoù droukfell, strafuilhoù ilpennel ha seizioù ; alies kenan, dre zaralladoù kroc'hen : adenomoù blevsoavel kemparzhek an dremm, yoc'hennoù tro-ivin Koenen, plakennoù galfrezet (pannoù kroc'hen rinkin) ; a-wechoù ez eus kevret fakomatozioù al luc'hsae ha kammneuziadoù flugezel all (ar galon : rabdomiom) pe askornel. Ur furm a fakomatoz eo.