Termen () goveliet gant Bleuler e 1911 da aroueziñ ur rumm psikozioù bet savelet endeo gant Kraepelin dindan an anvad dementia praecox (“envedi gentrat”) ha deskrivet hervez teir furm chomet klasel : hebefrenek, katatonek, paranoidel.
O tegas an anvad skizofreniezh (Gr. σχίζω “skejañ, faoutañ” ha φρήν “spered”), e felle da Bleuler lakaat war wel an azon pennañ eus ar psikozioù-se : ar Spaltung (“distroll, disfaout”). Degemeret eo bet ar ger gant ar vredvezeion hag ar vredelfennerion, forzh pe ziemglevioù a ve a du 'rall etre an aozerion a-zivout ar sol da reiñ da spesadegezh ar c'hleñved hag ar stern nozografek d'e renkañ.
Niverus eo furmoù klinikel ar skizofreniezh. Boutin eo etrezo avat an doareoù-mañ : dislen en dezevout, er realañ hag er c'hantaezañ (azon a lakaer warnañ an anvadoù : disklot, distroll, disfaout), an emdroc'h diouzh ar werc'helezh, an emdenn hag an enbac'hadur en dedaoladoù eriunellek (aotegezh), ur realañ ambreek amreizhiadek. Ur c'hleñved henek eo, oc'h emdreiñ etrezek an disleberadur eus ar bred (meizañ, kantaezañ ha gwerc'hañ) hag an envedi, — an doare-mañ diwezhañ, sellet evel dezverkus gant an aozerion glasel, n'en deus ket mui ar pouez en doa ganto abaoe ma vezeger ar skizofrened gant an neurolepteier ha ma roer dezho an tu da gemer perzh efedus er gedvuhez en-dro.
Ar Spaltung skizofrenek oa nesaet gant Bleuler ouzh ar pezh a zeskrive Freud dindan an hevelep anvad evel merk an diemouez, an trebaderezh kichen-ha-kichen eus gronnadoù derc'hadoù dizalc'h. Evit Bleuler avat ez eo ar Spaltung eilvedel d'un divigad a zo ur gwir zispenn eus an argerzhioù bred. E-se e teskriv daou lankad d'ar Spaltung : un diflosk kentael (Zerspaltung), dibarfreuzadur eus ar bred, hag an distroll pe disfaout (Spaltung er ster strizh), c'hoaladur an dezevout e gronnadoù distag.
Termen goveliet gant Bleuler e 1911 da aroueziñ ur rumm psikozioù bet savelet endeo gant Kraepelin dindan an anvad dementia praecox (“envedi gentrat”) ha deskrivet hervez teir furm chomet klasel : hebefrenek, katatonek, paranoidel.
O tegas an anvad skizofreniezh (Gr. σχίζω “skejañ, faoutañ” ha φρήν “spered”), e felle da Bleuler lakaat war wel an azon pennañ eus ar psikozioù-se : ar Spaltung (“distroll, disfaout”). Degemeret eo bet ar ger gant ar vredvezeion hag ar vredelfennerion, forzh pe ziemglevioù a ve a-du-rall etre an aozerion a-zivout ar sol da reiñ da spesadegezh ar c’hleñved hag ar stern nozografek d’e renkañ.
Niverus eo furmoù klinikel ar skizofreniezh. Boutin eo etrezo avat an doareoù-mañ : dislen en dezevout, er realañ hag er c’hantaezañ (azon a lakaer warnañ an anvadoù : disklot, distroll, disfaout), an emdroc’h diouzh ar werc’helezh, an emdenn hag an enbac’hadur en dedaoladoù eriunellek (aotegezh), ur realañ ambreek amreizhiadek. Ur c’hleñved henek eo, oc’h emdreiñ etrezek an disleberadur eus ar bred (meizañ, kantaezañ ha gwerc’hañ) hag an envedi, — an doare-mañ diwezhañ, sellet evel dezverkus gant an aozerion glasel, n’en deus ket mui ar pouez en doa ganto abaoe ma vezeger ar skizofrened gant an neurolepteier ha ma roer dezho an tu da gemer perzh efedus er gedvuhez en-dro.
Ar Spaltung skizofrenek oa nesaet gant Bleuler ouzh ar pezh a zeskrive Freud dindan an hevelep anvad evel merk an diemouez, an trebaderezh kichen-ha-kichen eus gronnadoù derc’hadoù dizalc’h. Evit Bleuler avat ez eo ar Spaltung eilvedel d’un divigad a zo ur gwir zispenn eus an argerzhioù bred. E-se e teskriv daou lankad d’ar Spaltung : un diflosk kentael (Zerspaltung), dibarfreuzadur eus ar bred, hag an distroll pe disfaout (Spaltung er ster strizh), c’hoaladur an dezevout e gronnadoù distag.
les affections psychopathologiques situées à la limite entre névrose et psychose, notamment les schizophrénies présentant une symptomatologie névrotique, ar bredanaezioù a renker er vevenn etre neuroz ha psikoz, peurgetket ar skizofreniezhoù dezho azonoù neuroz (sl. CAS-LIMITE) ; relations d’objet […] qu’on peut retrouver ultérieurement […] dans les états paranoïaque et schizophrénique, darempredoù ouzh ergerc’henn […] a c’haller adkavout diwezhatoc’h […] er stadoù paranoiakel ha skizofrenek (sl. POSITION PARANOÏDE) ; paranoïa […] et schizophrénie d’une part, mélancolie et manie de l’autre, paranoia […] ha skizofreniezh diouzh un tu, diouzh an tu all melankoliezh ha mania (sl. PSYCHOSE) ; ce dernier caractère, considéré comme crucial par les auteurs classiques, a perdu de son importance depuis l’avénement des neuroleptiques dans le traitement des schizophrènes, an doare-mañ diwezhañ, sellet evel dezverkus gant an aozerion glasel, n’en deus mui ar pouez en doa ganto abaoe ma vezeger ar skizofrened gant an neurolepteier (sl. SCHIZOPHRÉNIE) ; la Spaltung schizophrénique est rapprochée par Bleuler de ce que Freud a décrit comme le propre de l’inconscient, ar Spaltung skizofrenek oa nesaet gant Bleuler ouzh ar pezh a zeskrive Freud dindan an hevelep anvad evel merk an diemouez (sl. SCHIZOPHRÉNIE).