Senenn ar gediadenn revel etre ar gerent, arsellet pe dianreet diwar arverkoù hag eriunellet gant ar bugel. Deveizet e vez peurliesañ evel un taol feulster a-berzh an tad.
Pleustr ar bredelfennerezh a zegasas Freud da reiñ pouez bras-ouzh-bras d’ar senenn ma en em wel ar bugel oc’h arvestiñ ouzh embaradenn e gerent : anezhi “un elfenn a vank ral a wech e teñzor an eriunelloù diemouez gant an holl neurozeion”.
Intentet e vez gant ar bugel ar gediadenn evel un argad a-berzh an tad e-ser un darempred sadomazoc’hek ; devoudañ a ra ur broud revel er bugel en ur bourchas ur skor da enkrez ar spazhadur ; deveizet eo e stern un arlakadenn revel bugel evel kediadenn dre ar fraezh.
Ar gudenn arzaelet gant Freud ha Jung e-kerz un hir a vreutadenn e voe houmañ : hag eñ zo ar gentsenenn an eñvor diwar un darvoud trael buhezet gant ar gouzrec’h pe un eriunell hep-mui ? Meno Freud a luskellas etre daou bar pellañ : pe trael e vez ar gentsenenn hag a-zianwerc’h eo e vez meizet gant ar bugel, pe ar frouezh eo da gileriunelloù (Zurückphantasieren), an draelezh o pourchas un nebeut arverkoù koulskoude (trouzoù, embaradenn loened). Pezh a fell da Freud arzerc’hel, a-enep Jung pergen, eo ar c’heal ez eo ar gentsenenn lodek e tremened — unandarzhel pe hildarzhel — an hinienn hag ez eus anezhi un darvoud, gwengelek marteze, hogen bezant a-raok nep eulad degaset a-zianwerc’h.
le premier [événement] dans le temps est constitué par une scène sexuelle, ar c’hentañ [darvoud] en amzer zo ur senenn revel (sl. APRÈS-COUP) ; la scène originaire, étant l’aboutissement d’une reconstruction dans l’analyse […], ar gentsenenn, o vezañ disoc’h un diansaveladur e-kerz an elfennerezh […] (sl. APRÈS-COUP) ; structures typiques (vie intra-utérine, scène originaire, castration, séduction), luniadoù rizhek (buhez enkrozat, kentsenenn, spazhadur, filenadur) (FANTASMES ORIGINAIRES) ; scène de séduction, senenn-fileniñ (sl. SÉDUCTION) ; dans une première scène, dite scène de séduction, l’enfant subit une tentative sexuelle de la part d’un adulte, da-geñver ur senenn gentañ, ar senenn-fileniñ, e c’houzañv ar bugel un embreg revel a-berzh un oadour (sl. TRAUMA, TRAUMATISME (PSYCHIQUE)).
1. Senenn drael pe eriunellel ma emañ ar gouzrec’h (ur bugel peurvuiañ) ent c’houzañvat dindan atizoù revel un den all (un oadour peurliesañ).
2. Arlakadenn danzeet gant Freud etre 1895 ha 1897, ha dilezet da c’houde, o reiñ d’an eñvor eus senennoù-fileniñ trael ar roll devoudus e dedarzh ar psikoneurozioù.
Hervez arlakadenn Freud e c’hoarvez daraez ar fileniñ e daou lankad, ar c’hentañ a-raok, an eil goude ar gaezouregezh. Al lankad kentañ, doareet gant Freud evel darvoud revel “rakrevel”, zo ar senenn-fileniñ he-unan, ar filened o vezañ dic’houest da gaout from revel e diouer amplegadoù bevedel ar broud — pezh a ro da gompren ne vez arvoustradur ebet neuze : emañ ar stad a c’houzañvadezh a-geñver gant an dieraoz, hag ar filennadenn a zevoud ur saouzan revel (Sexualschreck). En eil lankad, un darvoud, n’en deus ket dre ret ur ster revel drezañ e-unan, a c’halv da goun an hini kentañ diwar-bouez strollatadurioù. “Sed aze an degouezh dieil ma weler un eñvorenn o kaout brasoc’h gwered eget m’en devoe an darvoud eñvoret e-unan.” Da heul, en askont eus ar strummad broud a-ziabarzh delusket gant an eñvorenn, e vez arvoustret houmañ.
Klasel eo sellout an dilez gant Freud eus arlakadenn ar fileniñ evel ar c’hammed krennus e ginivelezh ar bredelfennerezh hag e savelidigezh kealioù an eriunell, ar werc’helezh vredel, ar revelezh vugel emdarzh, h.a.