caractère relevé, épicé, piquant, saveur forte, montant
◊ kevog g. -où
― Geriadur ar geginouriezh
Perzh ur meuz a zo kreñv e vlaz, araezus da vroudañ an ilboued, hag a zo un elfenn eus e oc'husted (Sl. oc'husted, temz).
exhausteur de goût, de saveur
◊ kevoger g. -ioù
― Geriadur ar geginouriezh
Arodad boued arveret da greñvaat blaz pe/ha frond ar bouedoù. Ar c'hevogerioù greantel a reer gwezherioù saour anezho ivez, ar glutamat da skouer (Sl. gwezher saour, arodad).
goût, saveur
◊ blaz g. -ioù
― Geriadur ar geginouriezh
Skiantenn a dalvez da zigemmañ ar blazioù (anvet ivez saourioù), loet e par an teod. Diforc'hañ a reer peder blazenn diazez : ar sall, an trenk, ar sukret hag ar c'hwerv. E par an hevlezouriezh ne reer disparti ebet etre skiantenn ar blasaat ha hini ar c'hwesha, a ro tu da anglevout frondoù ar meuzioù. Pa reer anv eus blaz ur meuz e reer dave kement da anglevadoù ar blasaat ha da re ar c'hwesha. A du 'rall ez eo damgevatal blaz ha saour. A se ivez an troiennoù evel kavout blaz gant ar boued, ar boued-se zo e 'm blaz, diouzh va blaz, blazañ, saouriñ e voued (Sl. saour).
-
Quand on parle du goût d'un plat, on fait autant allusion aux informations transmises par le goût qu'à celles données par l'odorat
Pa reer anv eus blaz ur meuz e reer dave kement da anglevadoù ar blasaat ha da re ar c'hwesha
-
Améliorer le goût d'une sauce grâce à un coulis de légumes
Hevlazañ un hilienn gant ur chugon legumaj
nuance de saveur
◊ arsaour g. -ioù
― Geriadur ar geginouriezh
piquant, fort (saveur)
◊ brout
― Geriadur ar geginouriezh
qui a bon goût, bonne saveur
◊ hevlaz
― Geriadur ar geginouriezh
sans saveur
◊ divlaz
― Geriadur ar gimiezh
saveur
◊ saour g. -ioù
― Geriadur ar geginouriezh
Anglevad devoudet gant ur boued war organ ar blaz, eleze begennoù blasaat an teod.
-
Le grillage est une technique de cuisson qui permet de saisir rapidement l'aliment pour lui conserver toute sa saveur
Ar c'hrazañ zo ur c'halvezerezh poazhañ a gevaraez sonnañ buan ar boued evit mirout e holl saour
-
Corser la saveur d'une préparation liquide en la faisant réduire
Grezvekaat saour ur prientad liñvel dre e goazhañ
saveur
◊ blazenn b. -où
― Geriadur ar geginouriezh