Arselladur an arc'hwelioù bevedel pennañ renet a-raok, goude pe emaez un imbourc'h klinikel war ur gouziviad kuit a nep klañvadur erzerc'h.
Teskad an testennoù kefridiel amkanet da wareziñ ha da herouezañ yec'hed an hiniennoù hag ar strollennoù.
Brasterioù jedet diwar ar muzulioù graet war ur boblañs en amkan da Andalañ ar stad yec'hed anezhi, ar re bennañ o vezañ ar feurioù kleñvel (darvezusted, revezusted) ha mervel, an hoali keitat.
Ensavadur etrevroadel a-zalc'h ouzh ar Riezoù Unanet, krouet e 1945, o sezañ e Genève, en e gefridi an argrafoù bonanvezel.
NOTENN* : Karezet e vez kellidsteuñv an ABY evit bezañ e dalc'h lazioù prevez, en o zouez kevredadoù bras an ijinerezh liael. (sl. ivez vaccin, pandémie ha covid-19.
Stad vonan, reol an arc'hwelioù bevedel ha bredel. Hervez despizadur an ABY (1946) ez eo ar yec'hed ur stad a beurhevoud bevedel, bredel ha kedvuhezel ha n'eo ket hepken an ezvezañs a gleñved pe a nammded.
Trezerc'hel ha herouezañ yec'hed ur strollenn a c'houlenner ar perzhiadur oberiat anezhi.
Hervez Aozadur Bed ar Yec'hed ez erdal meizad ar y. k. kement a ra dave da yec'hed ur boblañs en he metoù bevañ, na pa ve evit a sell an ergurañ, ar yec'hedouriezh pe ar gedvuhez.
Seurt diazezadurioù a c'hell bezañ foran pe brevez, hag evit an eil re, arc'hantus pe get.
Hervez Dezveg foran ar Yec'hed ez eo rannet ar micherioù yec'hedel e tri rumm :
Ar micherioù mezegel : mezeion, dentourion hag amiegeion (mell. L4111-1 da L4163-10).
Micherioù al liaerezh, ar fizik mezegel : liaerion, darbariaded liaerezh, darbariaded liaerezh ospitalel, fizikourion vezegel (mell. 4211-1 da 4252-3).
Micherioù an eilerion vezegel (klañvdiourion, leuñvourion, troadourion, bregurourion ha bredloc'hadourion, mouezh- ha selleeunerion, embregataerion tredanskinouriezh vezegel ha kalvezourion arnodvaoù mezegel, klevosodourion, optikourion-lunedourion, dentosodourion hag amsteudellerion, bouedourion), adklañvdiourion, eilerion vabsavouriezh hag ambulañsourion (mell. 4311-1 da 4394-3).
Gant micherioù 'zo ez eus un dezvad reolennet dre un deved embreger o tespizañ ur roll gwezhioù mezegel aotreet d'ar vichereion angorzhet. A du 'rall, seizh micher zo dindan reolerezh pep a urzh (mezeion, liaerion, amieion, dentourion, klañvdiourion, leuñvourion, troadourion). An urzhioù-se zo aozadurioù korfuniadel dezho ur roll derc'houezañ ar vicher, hag ivez ur gefridi a wazerezh foran dre berzhiañ e reolennadur ar pleustr ha dre sammañ roll ur varnadurezh kenurzhel evit an izili, a zo ret dezho bezañ evit gallout embreger o micher.
Arouelioù diazez o klotañ gant live kentañ ar reizhiad yec'hed riezel. Soliañ a reont war an ergurañ ha perzhiadur strollennel ar poblañsoù, oc'h engwezhiañ atav kudenn ar c'houst.