Niver al leukokit bezant en 1 mm³ gwad ha kenfeur ketep ar seurtadoù anezho ; anv a reer eus tuginadur ar gwennrestrad (Gl. inversion de la formule leucocytaire) pa sav dregantad ar mononuklear dreist 40 % diwar goust dregantad ar granulokit.
Kementad uc'hek dioksidenn garbon a c'hell ar gwad lenañ dindan ur gwask par da wask darnel an aezhenn-se el logigoù skevent, eleze 40 mm Hg.
Feur an dioksidenn garbon lenet gant ar gwad, eleze ent reol a 60 da 68 mL dre 100 mL gwad a 'r gwazhiennoù, a 50 da 55 mL dre 100 mL gwad a 'n talmerennoù ; diwar ar feurioù bloc'hel-se, e vez 3 mL dileizhet er plasma, 3 mL ereet ouzh proteinoù ar c'helligoù, ar pep all kediet ouzh bazennoù ar plasma e rezh bikarbonatoù oc'h amparañ ar c'hadavad alkali.
Strafuilh ar borc'hañ c'hwez, naouus dre livrezh ruz hemañ.
Kementad uc'hek oksigen emañ ar gwad en araez da lenañ, ent reol 20,5 mL O2 evit 100 mL gwad ; lenet e vez hogos an holl ouzh an hemoglobin, ul lodenn vihan (0,36 mL) o vezañ dileizhet er plasma.
Liñvenn ruz, tev, oc'h amredañ er reizhiad wadgwazhiedel, enni elfennoù kelligel luniek (hemati, leukokit ha pladanoù) hag ur parzh liñvel, ar plasma. Enni ez eus c'hoazh lies danvezenn (protein, meinennoù hag elfennoù aezhel). Tolz hollel ar gwad zo war-dro kement hag 1/13 eus tolz ar c'horf. Ennañ ez eus 78 % dour hag 22 % a elfennoù sonnel.
Gwad boull ruz sklaer, dre berzh distruj ar c'helligoù ruz ha tremen an hemoglobin er plasma.
Darvoud labour, gwad pe ul liñvenn vevel gwad enni enkoret ent tregroc'henel pe c'hoazh strimpet war ur glaourgenn pe ur c'hroc'hen anafet, ar gwad o vezañ poreüs marteze. Ar riskl a dreuzkas kleñvedoù evel an avufoioù B pe C, pe c'hoazh an haza a c'hourlaka diarbennoù ergurañ trummat.