Preder
Pravaz : seringue de ∼Pravaz's syringestrinkell b. Pravaz ― Geriadur ar vezekniezh

Unan eus ar strinkelloù kentañ arveret evit an ensinkladurioù endan-groc'hen : korf ar strinkell a oa e gwer gant ur c'hebradur metal hag ur vountell e metal ivez.

seringuesyringestrinkell b. ― Geriadur ar vezekniezh

Benveg arveret da ensinklañ pe da erlemel ul liñvenn e kanolioù, kavennoù pe wiadoù ar c'horf. C'hoarvezout a ra eus ur gorzenn, ur beg ouzh ur penn anezhi, ma emañ skarvet un nadoz kleuz pe ur c'horzan. Er gorzenn e rikl ur vountell a gevaraez sunañ pe vountañ al liñvenn.

seringue : pathologie de la ∼ ◊ ◊ kleñvedoù ar strinkell ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ar c'hleñvedoù diwar hadennoù kleñvedus pe arvevaded enkoret dre zarvoud diwar-bouez strinkelloù pe nadozioù dishadennet fall.