1 Tamm gwiad (askorn, skevent) bac'het e-kreiz ar gwiadoù all hep darempred arc'hwelel ganto. 2 Gwad azdalc'het en un tiriad gwazhiedel outañ e unan ent arc'hwelel hag ezamredet. Pe c'hoazh, tolzennad liñvenn daskaezhet er pervez da geñver un antreizh.
Anvad rumm evit kammneuziadoù ar benvegad analañ, anezho an disrann eus un tamm gwiad bronkez-skevent diouzh e gevreoù reol. An tiriad, e diouer gwazhiedadur ha /pe gwentadur arc'hwelel, a vez e-se amskaret ha peurliesañ eroueriet gant un dalmerenn drogorfel gouskoev o tont eus an aortenn pe eus unan eus e barroù. Rummet e vez an amskaradoù skevent etre amskaradoù diwar nov bronkezel dreistniver hag amskaradoù hep nov bronkezel dreistniver.