Tanijenn strewek en dro d'ar youlc'h, peurliesañ e dianlen ur gouli er fraezh pe er youlc'h, o tizhout an diabeteion hag an alkooleion dreist holl.
Skorted lemm an amred gwad devoudet gant ur poread, dreist holl diwar hadennoù Gram - ; bleuz o teraouiñ dre ur gridienn hag ur renn terzhienn uhel ha trumm. ; bleuz o teraouiñ dre ur gridienn hag ur renn terzhienn uhel ha trumm.
Azoniad grevus o tarvezout da heul un ankalez analadel, anezhañ skorted lemm lies organ ha reizhiad (avu, lounezhi, reizhiadoù kalongwazhiedel, koazhadel, nervel), kresk ar c'has kalon, uskennevid o tec'han un eznevid muiek ; azoniad stadet ivez er bleuzoù (lestel, liesdaraezel, bleuz an devidi) o tedreiñ peurliesañ d'ar marv dindan daou viz ; er wikefre anezhañ e tasperzhfe hanteradoù diseurt (interleukineier, kakektin).
Anaez hêrezhel enkilek, revereet, o tizhout ar baotred, naouus, ken abred ha kentañ bloavezh ar vuhez, dre boreadoù ha linadurioù er gwerblennoù, ar c'hroc'hen hag ar flugez (ar skevent pergen), niverus, adfeilhus ha marvus war verr pe verroc'h termen ; dre ar vezañs en holl organoù eus granulomoù foel ; dre un elwenn gant usniver ar granulokit neutrofil — ar re-mañ a fagokit ar garvevion nemet e vezont divarrek d'o dispenn ; dre wadusvec'h ar gammaglobulinoù, gant reolded an immunoglobulinoù, an antikorfoù amredat hag an erwezhioù dreistkizidigezh daleet ; kiriek eo divigad un enzim (an NADPH oksidaz) o tec'han steuz ar fagokitañ.
Tanijenn strewek en dro d'ar youlc'h, eilvedel peurliesañ d'ur gouli er fraezh pe er youlc'h, o wazhañ dreist holl an diabeteion hag an alkooleion.
Luc'hsaefo korrenfraouel o tarvout e-doug ar stadoù gwadlestegezh, ent dibarek an enkalonennfo poreel. Naouiñ a ra dre vezañs war al luc'hsae eus lies annon gwadliñvel dezho ur greizenn wenn (takadoù Roth), steuzidik hag adfeilhus.
1 Stad m'emañ un dafar, ur metoù, erialet gant garvevion, hadennoù. 2 A-zave d'al lest.