Preder
bête rouge des Antilles, Leptus batatusbête rouge, red bug, red mitegwrec'h g. -ent ruz Antilhez ― Geriadur ar vezekniezh

Akarian eus kerentiad an Trombidideged, kiriek e Martinik d'un dermatoz heñvel a-walc'h ouzh an hini devoudet en Europa gant an Trombidium (gwrec'h Eost pe mederig) (sl.  rouget).

bourbouille, lichen tropicus, gale bédouine, miliaire sudorale, prurigo simplex, impétigo miliaire, eczéma aigu disséminé, miliaire rougelichen tropicus, Bedouin itch, prickly heat, heat rash, miliaria, miliaria rubra, red gum, wildfire rashliken g. trovanel, milierenn b. ruz, milierenn c'hwezadel, kravien b. vedouin, kravien eeun, impetigo g. milier, daroued s. lemm strewek, daroued trovanel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez kroc'hen kuñv o reuziañ er broezioù etretrovanel, hogos bepred gant Europiz, diwar steviad ar savnigoù c'hwezpar, naouus dre eritem, debron hag un dispuilhad krugennoù ha nozelanoù c'hwezigennek.

dengue, fièvre rougedenguedeng g., terzhienn b. ruz ― Geriadur ar vezekniezh

Arboviroz, pore darreuziat ha broreuziat e Gevredazia hag en inizi an Habask, naouus dre a) ur gounervezh etre 3 hag 8 devezh, b) un deroù trumm gant poan en arzoù hag er c'higennoù, c'hwarrennoù hollek, terzhienn o luskellañ en dro da 38°, c) un didorr d'ar pevare deiz ha, goude 48 h, d) ur remortad a 'r gwrester gant un dispuilhad ruzellvanek pe skarlegvanek o paouez trumm dindan etre 2 ha 4 devezh ; trebadout a ra an asikted hag an arzostoù e-doug hir amzer goude ar pare ; devoudet e vez an deng gant lies seurtad arboviruzoù trezouget gant moustiked (a 'r genad ædes peurliesañ) ; arboviruzoù 'zo eus ar genad Alphavirus (chikungunya, onyongnyong) a zec'han terzhiennoù gwadliñvus (deng gwadliñvus), grevus, marvus evit ar vugale (sl.  chikungunya) ; e 2006 eo bet enskrivet an deng war roll ar c'hleñvedoù endalc'hek o diskleriañ.

noyau rouge de StillingNUCLEUS RUBERgronn g. ruz. ― Geriadur ar gorfadurezh
noyau rouge, TA nucleus ruberred nucleusgronn ruz ― Geriadur ar vezekniezh

Tolpad steuñvenn louet loet er c'hrennempenn, el lodenn araok eus pep troad empenn.

noyau rouge : syndrome alterne du ∼inferior syndrome of the red nucleusazoniad dastuat pe izelañ ar gronn ruz ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad pontel o c'hoarvezout, a-gendu : eus seizi nervenn loc'hañ al lagad, a-eiltu : pe eus fiñvoù koreoatetozek hag ustant (azoniad Benedikt), pe eus ul ledazoniad ilpennel (azoniad Claude) kevredet a-wechoù gant un azoniad pikernennek.

noyau rouge : syndrome controlatéral du ∼superior syndrome of red nucleusazoniad eiltuat pe uhelañ ar gronn ruz ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad krennempennel naouus, a-eiltu dre un azoniad ilpennel hag un azoniad ampikernennek (kren diarvennel, fiñvoù koreoatetozek ha parkinsonek, ledankedal), kevret a-wechoù gant arouezioù derc'hvelel hag ul ledazoniad pikernennek (hep tizhad nervenn loc'hañ al lagad) (sl.  carrefour hypothalamique : syndrome du ).

rougeruz ― Geriadur ar geginouriezh
  • Vin rouge Gwin ruz
rougeruz g. & aa. ― Geriadur ar gimiezh
  • rouge vif ruz bev
  • rouge de méthyle ruz metil
rouge a) adj., b) noma) red, b) reda) ruz, b) ruz g.-ioù ― Geriadur ar mediaoù
rouge Congo : épreuve du ∼Congo red testprouad g. ar ruz Kongo ― Geriadur ar vezekniezh

Ensinklañ engwazhiennel eus ruz Kongo. Gant ar gouzrec'h bonan, a-benn un eurvezh hanter, e vez adkavet c'hoazh er gwad ouzhpenn 70 % eus al livuzenn ensinklet. Mard eo tizhet ar gouzrec'h gant an amiloz e steuz al livuzenn kalz buanoc'h hag ezvezant eo en troazh ; bez' e ve lenet gant an danvezenn amiloidel. Kleñvedoù ar c'hollagen hag anaezioù 'zo al lounezh a ya ivez a-ser gant leiadur herrek gwadvec'h ar ruz Kongo. Dispredet eo aet ar prouad-se.

rouge violacéglasruz ― Geriadur ar gimiezh
“Le rouge est mis !”“Red light on !”“Goulou ruz !” ― Geriadur ar mediaoù
“Le rouge !”“Red light !”“Goulou ruz !” ― Geriadur ar mediaoù