1 Andalc'h an trapig skeventel (TA valva trunci pulmonalis, PNA valvula semilunaris dextra) ha distro eus gwad an aortenn d'ar c'hofig kleiz hag, azianlen, skorted wadloc'honiel hemañ ; diseurt an arbennoù : enkalonennfo remmel pe vakteriel, mideñvoù, enrec'h an aortenn dreist holl. 2 Dic'halloud ar benvegad analadel da arzerc'hel gwaskoù reol an O₂ hag ar CO₂ er gwad talmerel, e dianlen a) iswentadur ar skevent (Gl. hypoventilation pulmo-naire), hemañ o vezañ pe isaraezel (Gl. restrictive) da heul leiadur ec'honad ar skevent (ambid ur skeventenn, glenad ar c'hrezoù), pe steviadel (Gl. obstructive) diwar ur skoilh ouzh an enanalañ ha dreist holl ouzh an ec'hanalañ (bronkezfo henek stevius, astma, emfizem), b) daralladurioù kennenn al logigoù pe speur ar c'horrwazhied o tiaesaat an eskemmoù etre an aer hag ar gwad.
Alkaloz diwar goll reñverek ar CO₂ dileizhet er plasma da heul an uswentañ logigel o tec'han muiadur ar pH ha leiadur ar bikarbonatoù.
Tanijenn ar c'havennoù kehent gant ar fric'hargadenn (korzenn glevedel, skouarn grenn, kevioù lez-fri).
Strafuilh e talm ar galon o c'hoarvezout a herrekaat e-doug an enanalañ, a c'horrekaat e-doug an ec'hanalañ.
Diskas ar poullkreiz war-du ar skeventenn yac'h da geñver an ec'hanalañ ha war-du ar skeventenn glañv da geñver an enanalañ, anadenn e dianlen an trapediñ dre benn ur skoilh (steviadur bronkez pe bruskaezhad) o tevoudañ ur c'hemm gwask etre an div skeventenn (sl. trappage).
Kemalenn enzimel o ren e-barzh ar mitokondri dazgweredoù oksidañ-diren an analañ kelligel dre zezougen an atom hidrogen hag an elektron.
Skorted analadel lemm gant gouliñv skevent anafel e dianlen ur c'heuziad lestel pe pistriel, un dewentad liñvenn stomok da skouer ; dre berzh mekadur ar gennenn logigoù-korrwazhied ez emsil ar plasma el logigoù hag ez emled lienennoù gwervanek war o speurioù, o tec'han ar goustouad anezho hag ur fibroz entremezel aloubus ; da heul e tigresk filusted ar skevent hag e tarvez ur gwadisvec'h oksigen garv ; en desped d'ar gwenterezh kalvezadel dre wask ec'hanalel muiel e vez bepred teñval an erdebad (sl. défaillance multiviscérale, membranes hyalines : maladie des ∼, oedème pulmonaire, oedème pulmonaire).
Azoniad stadet war an nevezc'hanidi, anezhañ trec'hwezh war gresk, elanal ha dulaz ; en tu all d'an arbennoù kalonel, nervel ha kammneuziadel ez eus tri orin : un dewentad liñvenn amnionel, kleñved al lienennoù gwervanek, ur poread bronkezskevent ; e-tal ar furmoù grevus-se e teskriver un ankalez analadel dibad, anvet c'hoazh analustead dibad an nevezc'hanidi, o c'hoarvezout goude ar ganedigezhioù dre gezarian diwar an dale assugañ al liñvenn enskevent krouellel hag o pareañ dindan un nebeut eurvezioù pe devezhioù.
Teskad ar strafuilhoù nervel ha bredel devoudet gant oloksigen an empenn e-kerz ar skorted analadel lemm : klopennad talmus, daralladur ar genskiant o vont eus ar vorvor d'an arluzegezh ha d'ar c'homa, fiñvadoù anreol (dispafalad) ; azoniadoù o tisoc'h eus digevassav trumm ur skorted analadel henek gant ur poread bronkez, ur bruskaezhad emdarzh, enfraouioù skevent pe ur fazi mezegadel (oksigengurañ reñverek, diounit gouzizerion an nerveg kreiz pe troazhusvorc'herioù).
Ec'honad aer a rank bezañ gwentet evit ma savfe ar beveziñ oksigen da ul litr (ent reol 25 L).
Rann eus ar forzhioù analañ ma ne c'hoarvez ket eskemmoù etre an aer hag ar gwad ; diforc'hiñ a reer a) an e. s. korfadurel (Gl. e. m. anatomique) gavaelet adalek ar fri hag ar genoù betek ar c'horrvronkez dibenn (ent vonan etre 100 ha 200 mL ec'honad) ; b) an e. s. bevedourel (Gl. e. m. physiologique), da ec'honad dezhi sammad hini an e. s. korfadurel, hini al logigoù aneroueriet dre arbennoù kleñvedel ha hini an aer enanalet dreist ezhommoù an oksigenañ ; c) an e. s. logigel (Gl. e. m. alvéolaire), da ec'honad dezhi an diforc'h etre ec'honadoù an e. s. bevedourel hag an e. s. korfadurel.
Oksidaz ennañ houarn a ve e roll, en analañ kelligel, blivaat an oksigen hag e dreuzdougen d'ar c'hitokrom.
Trouz o sevel eus al logigoù skevent da geñver an enc'hwezhañ hag an ezc'hwezhañ anezho, a glever pa selaouenner bruched un den salv a nep anaez analadel hag o tennañ reol e anal.
Keñver etre an ec'honad dioksidenn garbon ezvevennet hag an ec'honad oksigen bevezet e-doug an amzer-se. Ent reol ez eo ar c'heñver-se nes da 0,9. .
R
Viruz gougevret ouzh ar genad Pneumovirirus eus ar c'herentiad ar Paramyxoviridae , kiriek d'an darn vrasañ eus skeventadoù ar vugale. Deznaou an anaez-se a c'hell bezañ dervaet dre un dazgwered lenañ a 'r glokaenn gant ar gwadveiz (sl. bronchopneumopathie de type viral ).