Rizh analgor naouus dre ur paouez analañ hir pe hiroc'h heuliet gant ur steudad analadoù war gresk o ampled hag ur steudad analadoù war zigresk oc'h echuiñ gant un harzanal nevez ; strafuilh a hañval bezañ dec'hanet gant divig an eroueriañ e kreizennoù hirvel an analañ ; stadet e vez peurliesañ da geñver ar skorted lounezh dibennel.
Rizh analerezh a stader er c'homa diabetien, anezhañ lerc'h ouzh lerc'h un enanalad don, ur paouez berr war enanalad helc'het hag un ec'hanalad berr ha keinus, ur paouez berr adarre.
Hollad an anadennoù fizikel-kimiek amkanet da enankañ oksigen er bevedeg ha da ezvevennañ ar CO 2 . C'hoarvezout a ra an analañ eus ar gwenterezh skeventel, eus dezougerezh (gant ar gwad) an aezhennoù engwezhiet hag eus an eskemmoù kennevidel er c'helligoù.
Strafuilh analadel o naouiñ dre un enanalañ hir heuliet gant ur baouezenn un nebeut eilennoù — diwar dargrezadur padek ar c'higennoù enanalañ — hag un ec'hanalañ berr kenan, heuliet a-wechoù gant ur baouezenn all. Devoudet eo gant un anaf eus ar c'hil pont a-is da dal eskoriñ an nervenn drigevell, dec'hanet ar peurliesañ gant un tromboz eus talmerenn an diazpenn.
Hollad an embregadoù — dreist holl enc'hwezhañ aer diwar-bouez hentenn ar genoù-ouzh-genoù pe dre araez binvioù oc'h amsaviñ ar c'hefloc'hadoù goulanket da gavenn ar brusk ha sachadennoù war an teod —, kaset da benn pe evit an nevezc'haned e stad a varv hañvalat, pe e degouezh a ezwal pe a voug, e sell da enteiñ aer er forzhioù briant-bronkez ha da assav arc'hwel bonan an analañ. Spizomp arver an termenoù : an deanalañ zo un hentenn wenterezh kalvezadel, termen a denn da vezañ erlec'hiet ouzh an hini a analerezh kalvezadel.
E-doug an dieraeziñ hollek en amred kloz ha gant kurariñ, kresk ampled loc'hadoù analañ ar c'hlañvour diwar-bouez gwaskadennoù gwezhiet gant an dieraezour war ar sac'h analañ, ent reoliek ha diouzh korvez piaouel ar gouzrec'h. An amkan zo kevaraezañ ur gwenterezh skeventel spirus.
E-doug an dieraeziñ hollek en amred kloz ha gant kurariñ, erlec'hiañ ouzh korvez analañ piaouel ar c'hlañvour, astalet gant gwered ar c'hurar, ur gorvez kalvezadel, arc'het gant an dieraezour ha dastroc'het gant paouezennoù, ret holl e gwezhiadennoù 'zo war ar c'hof ha war ar brusk, dreist holl. Ar c'halvezder analerezh kalvezadel-se, na lez d'ar c'hlañvour kentod analañ ebet, a vez arveret ivez da-geñver ar skortedoù analadel lemm. An adanaler eo a enc'hwezh aer e skevent ur c'hlañvour gouzañvat, gant ur gorvez hag un ampled reoliadus.
Korvez analañ arsellet e degouezh igorad ur grezenn : ar skeventenn en tu-se a volc'h da-geñver an ec'hanalañ hag a flak da-geñver an enanalañ.
Analerezh trouzus a-ser gant roc'hadennoù.
Analerezh a ra un trouz heñvel ouzh un huanad.