Anengwerc'h ur stlennad gant ur paker en deus eñ degemeret. Arbennoù diseurt zo d'an distaol : emell ur wikefre reoliñ lanv, pe kammadoù war dreuzkas ar stlennad. Hervez an dro, e tave pe get ar paker d'ar c'haser gouzav an distaol.
Argerzh hangaeel a zo e devoud erwezhioù difenn bevedeg ur roadour ouzh un imboudenn pe un organ pe ur gwiad treuzplantet unspesadien, eleze o tont eus un hinienn a unspesad hogen a c'henezh antigenel kevarall. E seurt erwezh “ostiz ouzh imboudenn” ez eo antigenoù gwiadel an imboudenn (re ar reizhiad HLA pergen) a vez naouaet evel estren gant kelligoù hangaec'hougonek an ostiz : limfokit T pergen hag ivez limfokit B. Ar re gentañ, dre gelligpistriañ (roll pouezusañ an erwezhioù hangae kelligel) hag an eil re, dre o antikorfoù (Antikorfoù imboud), a zispenno an imboudenn. An kez dispenn, oc'h erzerc'hañ da gentañ dre ul leiadur eus perzh arc'hwelel an imboudenn, a zarvez ar peurliesañ e-doug an div sizhunvezh da heul an imboudañ, a-wechoù diwezhatoc'h, ha zoken gwezh a vez muioc'h eget 2 vloaz goude. Seurt barrad distaol a vez en araez da argizañ dindan delanvad ar mezegadur hangaeastaliñ pe da drebadout (sl. histocompatibilité, antigènes tissulaires, système HLA, hypersensibilité différée ou retardée, lymphocytes K).
mécanisme spécifique qui serait à l’origine du fait psychotique ; il consisterait en un rejet primordial d’un “signifiant” fondamental, gwikefre spesadek a ve e devoud ar psikoz, anezhi an distaol kezivik eus un “arouesaer”-diazez (sl. FORCLUSION) ; le moi-plaisir originaire veut s’introjecter tout le bon et rejeter de soi tout le mauvais, ar me-bliz kezivik a venn gougantañ kement zo mat hag ezkantañ kement zo fall (sl. INTROJECTION) ; […] le terme projection : il désigne toujours un rejet hors de soi de ce qu’on refuse de reconnaître en soi, et surtout de ce qu’on refuse d’être soi-même, […] an termen ervannañ : merkañ a ra bepred un distaol, un ezkantañ eus ar pezh a nac’her anaout e-barzh an-unan, met dreist-holl ar pezh a nac’her bezañ an-unan (sl. PROJECTION) ; le “rejet” radical hors de la conscience, an hepkaelañ, a zo un teurel kuit e-maez an emouezañ (sl. PSYCHOSE) ; le rejet de la réalité, hepkaeladur ar werc’helezh trael (sl. PSYCHOSE).