Preder
refoulementrepressionarvoustrañ ― Geriadur ar vezekniezh

A) Er ster strizh : gwezhiañ ma klask drezañ ar gouzrec'h argas hag arzerc'hel en diemouez derc'hadoù (Dezevoù, skeudennoù, eñvorioù) stag ouzh ul luzad. C'hoarvezout a ra pa ve gwalc'hidigezh ul luzad — ha hi danvez bliz drezi he unan — en arvar da zevoudañ divliz e-keñver darvennoù all.
Anat eo gwered an arvoustrañ en darfell, hogen bras eo ivez ar roll c'hoariet gantañ er bredanaezioù all hag er vredelezh reol. Ober a c'haller anezhañ un argerzh bred hollveziadel e kement m'emañ en orin amparadur an diemouez evel domani disrann diouzh ar peb-all eus ar bred.
B) En ur ster dispisoc'h : a-wechoù e vez kemeret gant Freud an termen Verdrängung en ur ster nes da hini “difenn”, diouzh un tu e kement m'en em gav an arvoustrañ er ster A evel ul lankad da nebeutañ e-barzh argerzhioù difenn kemplezh (anvad ar parzh o talvezout evit an hollad), diouzh an tu all e kement ma arver Freud patrom arlakadel an arvoustrañ evel pimpatrom an difennoù all ().

Refoulement originaire.Urverdrängung.primal repression.kentarvoustrañ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Argerzh goulakadel deskrivet gant Freud evel lankad kentañ an arvoustrañ. Da wered dezhañ emañ ar furmadur eus un teskad derc’hadoù diemouez oc’h ober ar “c’hentarvoustred”. Ar c’hraonelloù diemouez amparet e-giz-se a gendaol da c’houde d’an arvoustrañ ent strizh dre zedennañ an endalc’hedoù diskaset gant an ensavioù diauc’h.

Arlakaet e vez keñverioù strizh etre kentarvoustrañ ha glenañ. “Lec’h zo dimp enta da zarbenn ar c’hentarvoustrañ, ul lankad kentañ eus an arvoustrañ a zo anezhañ an nac’h sammañ en emouez leuriad derc’hadel al luzad. E-se e c’hoarvez ur glenadur ; diwar eno e trebad ent digemm al leuriad derc’hadel hag al luzad a chom stag outañ.”

Mard emañ ar c’hentarvoustrañ en orin ar furmadurioù diemouez kentañ, ne c’haller ket displegañ e wikefre dre un annodiñ a-berzh an diemouez, nag ivez dre un diannodiñ diouzh ar reizhiad ragemouez-emouez, hogen dre ur gourzhannodiñ hepken. Ar gourzhannodiñ e-unan avat a chom hep displegadur.

Refoulement.Verdrängung.repression.arvoustrañ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

A) Er ster strizh : gwezhiañ ma klask drezañ ar gouzrec’h argas hag arzerc’hel en diemouez derc’hadoù (dezevoù, skeudennoù, eñvorioù) stag ouzh ul luzad. C’hoarvezout a ra pa ve gwalc’hidigezh ul luzad — ha hi danvez bliz drezi he-unan — en arvar da zevoudañ divliz e-keñver darvennoù all.

Anat eo gwered an arvoustrañ en darfell, hogen bras eo ivez ar roll c’hoariet gantañ er bredanaezioù all hag er vredelezh reol. Ober a c’haller anezhañ un argerzh bred hollveziadel e kement m’emañ en orin amparadur an diemouez evel domani disrann diouzh ar peb-all eus ar bred.

B) En ur ster dispisoc’h : a-wechoù e vez kemeret gant Freud an termen Verdrängung en ur ster nes da hini “difenn”, diouzh un tu e kement m’en em gav an arvoustrañ er ster A evel ul lankad da nebeutañ e-barzh argerzhioù-difenn kemplezh (anvad ar parzh o talvezout evit an hollad), diouzh an tu all e kement ma arver Freud patrom arlakadel an arvoustrañ evel pimpatrom an difennoù all.

“Arlakadenn an arvoustrañ eo ar maen-korn a zo harpet outañ adeilad a-bezh ar bredelfennerezh” (Zur Geschichte der psychoanalystischen Bewegung, 1914).

An endalc’hedoù arvoustret a ya diouzh krap ar gouzrec’h hag, evel “gronnad bred disrann”, en em gav dindan savelennoù dibarek (argerzh kentael). Un derc’had arvoustret a ya d’ober ur “graonell-strinkennañ” kentañ a zo en araez da zedennañ derc’hadoù dic’houzañvadus all hep ma emellfe ur mennadur emouez. E-se, ez eo an arvoustrañ ur gwered eus an argerzh kentael, pezh en digemm diouzh un difenn evel an hepkoriñ. Erfin, diwar an derou e teskriv Freud an arvoustrañ evel ur gwezhiañ dialuskel, oc’h emplegañ arzalc’hidigezh ur gourzhannodiñ, ha bepred e tro da vezañ dizarbennet gant nerzh ar c’hoant diemouez en e striv da zistreiñ davit an emouezañ hag ar fiñval (sl. RETOUR DU REFOULÉ).

En e bennad Die Verdrängung (1915), Freud a zigemm an arvoustrañ ent ledan (tri lankad ouzh e ober) diouzh an arvoustrañ ent strizh nad eo nemet eil lankad egile. Al lankad kentañ, anvet Urverdrängung “kentarvoustrañ”, na zoug ket war al luzad e-unan hogen war e arouezioù, e “leuriadoù”, na ziraezont ket an emouezañ, hag a chom al luzad glenet outo, — evel-se e ve amparet ur graonell diemouez kentañ o vont en-dro evel blein-dedennañ e-keñver an elfennoù da arvoustrañ. An eil lankad, eigentliche Verdrängung “arvoustrañ ent strizh”, Nachdrängen “dianarvoustrañ”, zo enta un argerzh daouel, o yevañ an dedenn-se gant un diskas (Abstossung) a-berzh un ensav diauc’h. An trede lankad erfin a ve distro an arvoustred e stumm azonoù, hunvreoù, goustaolioù, h.a.

Sl. RÉPRESSION.

REFOULEMENT. ― Geriadur ar bredelfennerezh

formation de compromis entre l’intention consciente et le refoulé, furmadur treuzvarc’had etre ar mennad emouez hag an arvoustred (sl. ACTE MANQUÉ) ; ses contenus sont inconscients, […] pour une part héréditaires et innés, pour l’autre refoulés et acquis, diemouez eo e endalc’hedoù, […] hag int diwar hêrezh hag enganet evit un darn, diwar arvoustr hag arzeuet evit an darn all (sl. ÇA) ; ce refoulement originaire conditionne le refoulement au sens étroit, seurt kentarvoustrañ zo un amplegad d’an arvoustrañ ent strizh (sl. FIXATION) ; [l’inconscient] est constitué des contenus refoulés, amparet eo [an diemouez] gant an endalc’hedoù arvoustret (sl. INCONSCIENT) ; refoulement originaire et refoulement après-coup, kentarvoustrañ hag arvoustrañ a-zianwerc’h (sl. INCONSCIENT) ; c’est par l’action du refoulement infantile que s’opère le premier clivage entre l’inconscient et le système préconscient-conscient, dre wered an arvoustrañ bugelvezhel eo e vez da gentañ-holl disrannet an diemouez diouzh ar reizhiad ragemouez-emouez (sl. INCONSCIENT) ; la perversion n’est pas une manifestation brute, non refoulée de la sexualité infantile, ned eo ket an droziadezh un erzerc’had krai, anarvoustret, eus ar revelezh vugel (sl. PERVERSION) ; il a pour effet la formation d’un certain nombre de représentations inconscientes ou “refoulé originaire”, da wered dezhañ emañ ar furmadur eus un teskad derc’hadoù diemouez oc’h ober ar “c’hentarvoustred” (sl. REFOULEMENT ORIGINAIRE) ; dans le refoulement, l’instance refoulante (le moi), l’opération et son résultat sont inconscients, en arvoustrañ, an ensav-diskas (ar me), ar gwezhiañ hag an disoc’h anezhañ zo holl diemouez (sl. RÉPRESSION) ; une formation de compromis entre les représentations refoulées et refoulantes, ur furmadur treuzvarc’had etre an derc’hadoù arvoustret hag arvoustrus (sl. RETOUR DU REFOULÉ) ; époques de refoulement, arvoustrvezhioù (sl. STASE LIBIDINALE).