Askennad en treizher un darn eus endalc'had trenk ar stomok, anadenn spanaennek ha diazon ent reol, o c'hoarvezout gant ar c'houziviaded holl, war-lerc'h ar predoù pergen. E degouezhioù 'zo evelkent, ur gindrehent o arreata pe o padout betek re a c'hell bezañ kiriek da azonoù diaezus da c'hoarvezout (Loskadurezhioù sezet a-dreñv ar glerenn, distreizhadoù trenk) hag a-wechoù da rouestladoù, oc'h azonañ ur g. k. kleñvedel.
Dardenn gwazhienn ar c'herc'henn dec'hanet dre amwaskañ gorrek ha hentennek an avu (pe ar c'hof) hag o padout keit hag an amwaskañ-se. An azoniad-se (a-ser gant ur c'hresk muiek eus gwask ar gwad e gwazhienn ar c'herc'henn), arsellet gant ar c'houziviaded tizhet gant ur skorted kalon, gant darwazhiadur an avu, a erzerc'ha ur skorted kofigel dehou.
Dardenn gwazhiennoù ar c'herc'henn dec'hanet dre amwaskañ gant an dorn ur felc'h usventek (Felc'husvent trovanel, da skouer). A-ser gantañ ez eus un uswask gwazhiennel oc'h azonañ un uswask porzhel dre uskas gwazhienn ar felc'h hag ur c'hehentad rez etre ar reizhiadoù porzh ha kav.