Luniad molekul loet e dibenn ar gwiennoù simpatek e-barzh an organoù, fraouadus gant an izoprenalin ; renkañ a reer ar betavuzerioù hervez gwered o fraouadur war an organoù m'emaint : ar buzerioù b1 loet er galon, dezho gweredoù argrezuswezher, brouduswezher, talmuswezher, renuswezher ; ar buzerioù b2 bezant e kaherioù levn ar gwazhied, ar bronkez hag ar grozh m'o devez ur gwered delaoskus ; ar buzerioù b3 bet dizoloet er bloavezhioù 1990 en adipokit, er c'holon hag er gellenn vestl ma tevoudont ar behinloezañ.
1 Ardivink en araez da bakañ un arhent (ha dre leterc'had, protein koc'hennel ensiket e golo ar gellig gouest da zegemer arhentoù ezkelligel, sl. 3). 2 Organ pe luniad arbennikaet (gorrefraouva, endonfraouaer, anunfraouva) fraouaet gant ur gentrigenn drobarzhel spesadel hag en araez da zelankañ un erwezh azas. 3 Luniad proteek, sezet e koc'henn pe kraoñenn ar gellig, dezhañ loadoù en araez da zegemer a-ziuz danvezennoù endeuat pe ezdeuat, a zelank er gellig erwezhioù spesadel.
Buzerioù loet e lies organ hag en araez da erwezhiañ ouzh hanteradoù kimiek adrenwerc'her katekolamin. Kemm a lakaer etre an adrenvuzerioù α, fraouidik ouzh an noradrenalin, hag an adrenvuzerioù , fraouidik ouzh an noradrenalin, hag an adrenvuzerioù β, fraouidik ouzh an izoprenalin hag an adrenalin. Fraouadur ar buzerioù , fraouidik ouzh an izoprenalin hag an adrenalin. Fraouadur ar buzerioù α a zevoud : gwazhiedstrishaat, krozhstrishaat, mabusvoll, hirisiñ, heudiñ al loc'hañ pervezel. Fraouadur ar buzerioù a zevoud : gwazhiedstrishaat, krozhstrishaat, mabusvoll, hirisiñ, heudiñ al loc'hañ pervezel. Fraouadur ar buzerioù β a zevoud : gwazhiedfrankaat, delaoskañ ar c'higennoù bronkezel, delaoskañ kigennadur ar grozh ha fraouaat ar gweredoù argrezwezher, broudwezher, renwezher ha talmwezher a'r galon. a zevoud : gwazhiedfrankaat, delaoskañ ar c'higennoù bronkezel, delaoskañ kigennadur ar grozh ha fraouaat ar gweredoù argrezwezher, broudwezher, renwezher ha talmwezher a'r galon.
Buzer fraouidik ouzh gwered an aketilkolin loet e dibenn gwiennoù goudekangrennel ar reizhiad parasimpatek ha gwiennoù rakkangrennel ar reizhiadoù simpatek, parasimpatek, ar vezonuslounezhenn hag ar gigenn rizennek. Bez' ez eus daou seurtad anvet buzerioù muskarinel ha nikotinel.
Buzer kelligel sezet er galon, ar c'higennoù levn gwazhiedel, al lounezh, ar gaenuslounezhenn, an avu hag an nervreizhiad. Daou rizh a ziforc'her, ar rizh 1 hepken o hañvalout kaout ur gwerederezh bevedel a bouez. Gourzhalerioù anpeptidek ar buzerioù eus ar rizh 1 (ar sartanioù, ar penn stell anezho o vezañ al losartan) a vez arveret e prederiadur an uswask talmerel : tolc'hañ a reont ar reizhiad renin-angiotensin en un doare spesadekoc'h eget tolc'herioù enzim amdreiñ an angiotensin.
Buzer fraouidik ouzh ar serotonin, hollvezant an dasparzh anezhañ.
Luniad molekul sezet war goc'henn ar gellig ha fraouidik ouzh gwerederezh ar vazopresin. Kemm a lakaer etre ar buzerioù V1 kevreet ent arc'hwelel ouzh ur fosfolipaz C ha bezant e kigennoù levn ar gwazhied, e kahergelligoù ar galon hag ar pladanoù hag ar buzerioù V2, kevreet ouzh un adenilkiklaz koc'hennel ha bezant el lounezh.
Luniad dibarek sezet war c'horre limfokit 'zo (limfokit B pe yalc'hamplegat ha marteze ivez limfokit T pe toazonamplegat). Al luniadoù-se zo immunoglobulinoù (eleze antikorfoù) borc'het gant al limfokit hag a zo parzhioù eus o c'hochennoù (immunoglobulinoù a-goc'henn pe a-c'horre). Bennozh d'an antikorfoù-se, naouaat ha lenañ a ra an kez limfokit an antigenoù a zo dav dezho festañ pe distrujañ (sl. anticorps : site ∼ , cellules immunocompétentes).
Buzer koc'hennel o lenañ an LDL (Low Density Lipoprotein) hag ouzh o lakaat da dremen er c'helligoù. Paot eo ar b. k. en avu, pergen.
Buzer fraouidik ouzh an dopamin ha bezant e gwazhied 'zo (lounezh ha pervez) hag er reizhiad nervel kreiz.
Buzer fraouidik ouzh an histamin. Tri seurt zo : ar buzerioù H 1 sezet er c'horrwazhied, er bronkez hag er pervez, o tevoudañ frankadur ar c'horrwazhied gant leiadur ar gwask talmerel hag argrezadur ar c'higennoù levn ; ar buzerioù H 2 sezet er stomok, er galon hag er grozh, o tevoudañ borc'hadur ar stomok, argrezadur ar grozh ha kalonustead ; ar buzerioù H 3 sezet en empenn.
Luniad molekul proteek bezant e kelligoù buzer 'zo, fraouidik a-ziuz ouzh gwerederezh un hormon.
Buzer a gevaraez d'an insulin treuziñ ar gael gelligel hag a zo arouleviet ar gwerederezh gant ar gwadvec'h insulin.
Buzerioù empenn fraouidik ouzh ar morfin ezdeuat hag endeuat.
Buzer reizhiad goudekangrennel ar reizhiad parasimpatek a zo ar fraouaat anezhi o tevoudañ : istead kalon, iswask, frankadur an talmerennigoù, argrezadur ar bronkez hag ar pervez.
Buzer azhentoù kangrennel an nervreizhiad emrenek hag ar juntad nervenn-kaher a zo ar fraouaat anezho o tevoudañ : kalonustead, uswask ha buanaat an amdonnegezh.
Buzer koc'hennel ma len ar pladan drezañ ouzh ar fibrinogen pergen hag ouzh ar barenn von Willebrand (integrin). — An heudadur anezhañ diwar-bouez danvezennoù diseurt a dolc'h neuze ar pladandazañ. Ar rumm pladanharzerioù-se a vod heuderioù spedadel (peptidoù kiklek ha peptidvaneier) hag ivez heuderioù anspesadel a zo ar penn stell anezho an abkikimab, antikorf unskodien kimerek logodel, a zo arveret an ensikladur engwazhiennel anezhañ e-pad ar gwazhiedatelviñ kurunerel, war-benn hepkoriñ tromboz an dalmerenn.
Dibenn an nervennoù o tegemer fraouadurioù treuzkaset gant ar gwiennoù santout etrezek ar mel.
Tamm (Dewerc'het dre an disfaoutañ enzimel) eus buzer koc'hennel an transferrin, protein sezet war c'horre an holl gelligoù, an eritrokit lakaet er-maez. Kresk ar bec'h anezhañ zo azon un negez houarn arc'hwelel. Deurus e teu da vezañ e zezventañ pa vez diaes da zesteriañ leiadur ar gwadveizvec'h ferritin.
au-dessous de cette couche protectrice s’en trouverait une seconde, la couche réceptrice qui serait le système perception-conscience, dindan ar goc’henn warezus-se en em gavfe ur gwelead darbennus a ve ar reizhiad merzout-emouezañ (sl. PARE-EXCITATIONS).