Pazenn gentañ an azoniad emazasaat, ouzh he ober ar bleuz hag an erwezhioù enepbleuz kentañ (sl. adaptation : syndrome d'∼ ).
Anadenn empennvarrwezadel, anezhi tolc'had ar gorvez alfa (gwagennoù o zalm etre 8 ha 13 dre eilenn, muiek e rannbarzh ar c'hilpenn) da geñver nep amveziad o tegas an evezh e par ar gwelout : digeriñ an daoulagad, ambredañ ur gounadenn pe un derc'hadenn weledel, strivañ da welout ; padal e c'hell hevelep goudaviñ c'hoarvezout ivez da heul kentrigennoù klevedel pe laurel.
Livrezh limestra-mouk oc'h anadiñ pa arwerc'her ar biuret (disoc'h kendouesadur daou volekul urea) dre ur vazenn (lisiv soda pe kali) hag un tammig sulfat kouevr ; talvout a ra da lakaat war wel ha da zezventañ protid 'zo o tazgwerediñ evel ar biuret.
Dazgwered o reiñ an tu da ziournat strafuilhoù kennevid an amindrenkennoù : dinoet e vez ar vezañs eus amindrenkennoù sulfuret (kistin, homokistin) dre al livrezh ruz a zeu gant an troazh pa azdoder outañ kianidenn galiom ha nitroprusiat natriom.
Elfennañ demerventadel β-lipoproteinoù ar gwadveiz goueledet diwar-bouez sulfat dekstran (hentenn dispredet).-lipoproteinoù ar gwadveiz goueledet diwar-bouez sulfat dekstran (hentenn dispredet).
Argrezañ gwiennoù levn ar bolc'hennoù blev, oc'h ober d'ar blev hirisiñ gant ar yenion pe an efreizh.
Teskad an anadennoù oc'h erzerc'haat astal an nervreüsted e par an neuron loc'hañ trobarzhel : anvroudadusted an nervenn ouzh ar redoù galvaniek ha faradek, anvroudadusted ar c'haher ouzh ar red faradek, erwezh gorrek ar c'haher ouzh ar broudañ galvaniek.
Daskemm o tarvezout en empennvarrwezañ a-geñver gant an defraouiñ (steuz ar gwagennoù gorrek hag ar gwerzhidoù naouus d'ar c'housked).
Mizigon e dalc'h un anaf en dolbezenn gitern, anezhañ moned diarzoug an dorn hebiou d'an draezenn m'en astenner tremazi evit he c'hemer ; a rumm emañ gant an erwezh gavaelgar (sl. grasping-reflex).
Malzenniñ ul livrizhenn melanin pa azdoder outi gwadveiz ur paludeg ; merk ar pare e ve ezvezañs an dazgwered.
1 Erwezh gwadveizel spesadel d'ar grip : skoilhet e vez dazgludadur hemati ar yar dre viruz ar grip gant gwadveiz ar c'houziviaded o deus pe o deus bet ar grip. 2 Erwezh heñvel (skoilhañ ouzh ar gwaddazgludañ) o kevaraezañ deznaouiñ gwadveizel ar jotorell.
Erwezh hangaeel o c'hoarvezout gant gouziviaded ankizidikaet etre 24 ha 36 h goude keraezad un antigen allevek ; erzerc'haat a ra ur c'henniñv antigen-antikorf, diwar wered al limfokit T hag ar makrofag, kelligoù o piaouañ araezioù kelligpistriusted hag o vorc'hañ limfokinoù (ha n'eo ket diwar wered antikorfoù rakvezant er gwadveiz) ; e stadañ a reer e tro an erwezhioù kroc'hen ouzh an tuberkulin, ar flemmadennoù amprevaned, an aozadoù kimiek, en orin distaol an imboudennoù unspesadien, en erwezhioù difenn enepbakteri e-kerz an dorzhellegezh, ar brukelloz, an toksoplasmoz, al lovrezh, h.a. (sl. allergie, auto-immunité, hypersensibilité2, mémoire immunologique).
Anadenn allergiezh dourennel diwar ar vezañs eus antikorfoù amredat er gwadveiz, disoc'h eus ar c'henniñv o tarvezout da heul an eil keraez eus ar bevedeg gant an antigen kiriek ; erwezh oc'h anadiñ herrek (goude etre un nebeut eilennoù hag un neveut eurvezhioù) ; erzerc'hañ a ra dre zarvoudoù hollek (darwalladel pe allergek) pe lec'hiek (barrad astma, linadell, h.a.) (sl. allergie, anaphylaxie, dégranulation des basophiles, facteur d'activation des plaquettes, hypersensibilité 2 (rizh 1 & 3) , maladie du sérum, sérotonine).
Dispenn an hemati bet kizidikaet gant un antikorf spesadel dindan wered ar glokaenn.
Erwezh kroc'hen lec'hel o tarvezout prim goude ur sankadenn histamin en derm : lerc'h ouzh lerc'h ez anad un tachad glas-gwenn, ur rodennad eritem tro-dro, erfin ur grugenn linadell gelc'hiek.
En imbourc'h ur gigenn, broudadusted galvaniek brasoc'h pa zoder an daou elektrod war ar pennoù anezhi eget pa arloer an tredan ouzh ar poent loc'hadel ; erwezh kleñvedel oc'h erzerc'haat astal arc'hwelel an nervenn loc'hañ, lodek en azoniad dic'henezhañ.
Dazgwered dastrann ar glokaenn arveret da zeznaouiñ furmoù henek kleñved Chagas (sl. Chagas : maladie de ∼ ).
Teskad ar strafuilhoù, marvus alies, o tizhout un hinienn bet derenet d'ar gougemer hangaeel, da heul ensezadur un imboudenn puilh enni kelligoù hangaec'hougonek (mel eskern da skouer), anezho erzerc'hadoù diwar erwezh an imboudenn ouzh an ostiz, gwazhet, hep gallout emzifenn, e gelligoù hag e antigenoù gwiadkempadusted gant limfokit an imboudenn, ent klinikel : treutadur, darc'hoal, dispuilhadoù gant darallad ar faner, poreadoù, avufelc'husvent, isteñv ar organoù limfoidel.
Dazgwered o lakaat war wel bezañs boc'hedel ar gwad er skrouediadoù pe en oulennoù ; e arverañ a reer da arglask ar gwadliñvoù amguzh : ouzh an danvezenn da imbourc'hiñ ez azdoder kediuzenn Meyer (dileizhenn alkaliek fenolftalein direet dre ar poultr zink) hag un nebeut takennoù dour oksigen ; mar bez gwad e tinod ul livrezh ruz.
Dreistpad argrezadur lodenn grec'h ar gigenn dristuriek da heul ar faradegañ, arouez bet deskrivet gant Söderbergh er miksedem ha gant Clovis Vincent en empennfo darreuziat.
Strafuilh dibarek eus tredanvroudadusted ar c'higennoù gant ar viopated : isvroudadusted galvaniek ha faradek ar gigenn isteñvek, anezhi un direizh kementadel hep darallad doareadel a 'n argrezañ.
Strafuilh e tredanvroudadusted ar c'higennoù, o c'hoarvezout a zaskemmoù doareadel e furm an argrezadoù, gorrekoc'h da zeraouiñ ha da baouez (dreistpad ar galvanotonuz goude astal ar red tredan), ha kementadel : muiaat ar vroudadusted galvaniek ha dreist holl faradek, a-c'hin d'ar pezh a stader en erwezh dic'henezhadur (sl. réaction de dégénérescence).
Dazgwered gwadveizel spesadel d'ar sifiliz : gwadveiz ar gouziviad, ezniñvet ha mesket, a-ziavesk klokaenn fresk, gant un arc'hoalenn Treponema pallidum, a lam diouto o loc'husted hag o foreüsted ouzh ar c'honikl ; en ur feur a 50 % a 'n degouezhioù ez eo yaek ar prouad, a 100 % bepred e-kerz dedro ar c'hleñved ; dilezet eo bet ar prouad-mañ e gounid deznaou bevoniel ar sifiliz (sl. syphilis : diagnostic biologique de la ∼ ).
Studi ar c'hwezparañ e par ar bizied ; arloet e vez mezal ar re-mañ ouzh ur baperenn : dre arwerc'hañ ar baperenn gant un dileizhenn ninhidrin ez anad ar roud eus igorennoù ar gwagrennoù c'hwezparañ, amprouenn oc'h araezañ studi ergorek an eraeziñ kroc'henel (diwar gouliadur un nervenn da skouer), rak an un tiriad zo d'an aneraez ha d'ar c'hwezanpar.
Lankad eus ar c'hennevid kelligel o tisoc'h, dindan delanvad anadennoù oksiderezh, gant kildreuzfurmiñ e glukidoù un darn vras eus an drenkenn laktek furmet he unan a-ziagent dre berzh goidigezh glukidoù end-eeun : anadenn enaozañ a stader alies e-kerz an analerezh kelligel.
Dazgwered naouus d'ar mononukleoz poreel ; e-barzh gwadveiz gouziviaded ar c'hleñved-se e vez aglutininoù spesadel (antikorfoù heterofil eus ar stroll IgM) o vuiaat a-vras e c'halloud da zazgludañ hemati an dañvad ; da notañ ez eus degouezhioù mononukleoz poreel ma vez nac'hek prouad P.-B.-D. (sl. agglutination, agglutinine, mononucléose infectieuse).
Malzenniñ ar gwadveiz pa azdoder ur gediuzenn diwar sulfat amoniom. An douested anezhañ a zitour bec'h ar gammaglobulinoù gwadveiz.
Diwanadur un dierc'had er gwadveiz pa atoder un dileizhenn glikokolat natriom. Hervez Porges, ne revez an dazgwered-se nemet gant ar sifiliteion.
1 Erwezhiañ eo an termen hollek arveret evit devouderezh anadennoù bevedel spesadel, e-barzh pe er-maez eus ar bevedeg. 2 Dazgwerediñ a arverer e kimiezh pa wered kediadoù etrezo ha disoc'h gant furmadur kediadoù all. Arveret e vez ivez e fizik, en derc'hanouriezh da skouer. 3 Ersav zo an termen arveret evit ar realezh. 4 Dastaol a vez arveret e troiennoù dibarek.
Erwezh hollek pe lec'hiek, kroc'henel pergen, a-berzh ar c'horf pa vez e diastok gant un danvezenn ez eo dreistkizidik outi.