Rann ar fizik o plediñ gant ar skinoù X, ar c'horfoù skinoberiek hag an dedalvezadurioù anezho. Er vezekniezh, an termen s. a vez amberzet ent klasel evit pleustr ar skinoù X, dedalvezadurioù deznaouiñ ha kurañ ar c'horfoù skinoberiek o vezañ tra ar vezekniezh derc'hanel. An anvad hollekoc'h a skeudennerezh mezegel o vezañ erlec'hiet hiviziken ouzh an hini a skinouriezh deznaouiñ, ar skinourion, dasparzhet bremañ e div arbennigiezh diouto o unan (skindeznaou ha skeudennerezh mezegel diouzh un tu, ha skingurañ diouzh an tu all) a ren ivez an imbourc'hioù skeudennerezh dre zasson gwarellel hag imbourc'hioù 'zo o tennañ d'ar stenerluniñ .
Arver deznaouiñ ha kurañ ar skinouriezh trewan. Erdalañ a ra dreist holl ar gwazhiedatelviñ, an enfraouennañ talmerel, lies erlamad embreget dre gateteriñ, ensezadur siloù gwazhiennel kav, an ensinkladurioù diuzel engwazhiennel eus fibrinloezerioù pe eus danvezennoù mitozastaler, gwezhiadennoù enkroc'henel war ar forzhioù bestl ha troazhañ, hag ivez ar gronnloezañ.