Lodenn izelañ eus kef an empenn, loet etre ar mel gouzoug hag ar pont, ouzh he ober, en araog, ar pikernennoù, an olivennoù ha flosk an nervenn c'houdeodel, en adreñv, troadoù izelañ an ilpenn ; drezañ e tremen ar gwiennoù hir (stirad pikernennek, hordennoù moan ha gennheñvel, stirad gronnruz-livenn, stirad livenn-derc'hvel) ; ennañ emañ ar gronnoù halviñ, gronn a-gein an nervenn dispis hag ar stummadur rouedek.
Kanol askornstagellek furmet gant steudad an toulloù mellenn hag ar stagelloù o keneren gwaregoù adreñv ar mellennoù, enni ar mel a-livenn, ar pilhon hag ar gwriziennoù a-livenn ; e-krec'h e tifourk en toull bras.
A-zave d'al livenn (gein), eleze d'ar mellkein ha d'ar mellennoù.