Niver disoc'h ar riñvenn :
(P 1 – 70) + 2 (P 2 – P 0 )/10,
P 1 o vezañ niver ar poulzadoù dre vunud goude 30 kluchadenn graet dindan 45 eilenn, 70 poulz keitat un den yac'h 20 vloaz, P 2 niver ar poulzadoù ur munud goude deroù kemeradur P 1 , P 0 o vezañ poulz ar gouzrec'h azezet, er paouez ; merk ur galon nerzhek eo un ditourenn etre 0 ha 5, ur galon geitat etre 5 ha 10, gwan etre 10 ha 15, dreist 15 ez eo naouus d'ur galon deusk.
La barre offre une certaine résistance.
Un tamm harzder zo gant ar baol.
La résistance à l'avancement d'une carène est en partie due à la résistance de vague.
An harz ouzh enraokaat ur vronn a zeu evit lod eus ar gwag.
1 sl. -resist-. 2 Ent resis tredanharzded (Gl. résistance électrique), mentenn o verkañ eneberezh ur reell ouzh tremen ar red tredan. 3 Ent resis tredanharz, mentad termenet evel rannad ar barr dre ar read (R = UI -1 ), dewerzhet en omoù (Ω). 4 Parzh un amred tredan, dezhañ ar perzh herzel ouzh ar red tredan.
Perzh ar bakteri da badout ouzh ar bevastalerioù, a c'hell bezañ enganet (pe naturel) pe arzeuat diwar hirziastok. En degouezh diwezhañ-se e tisoc'h eus daskemm trumm, a-zarvoud, un hanrann gromozom bakteriel (dargenañ). An dargened harzus diwanet evel-se a yelo war neriñ, tra ma steuzio ar bakteri kizidik ouzh ar bevastalerioù dindan wered ar mezegadur (diuzadur). Kel zo eus harzusted kromozomel : daskemmet eo ar vukenn a veze tizhet betek henn gant ar bevastaler. — Un eil doare harzusted, paotoc'h hiziv an deiz (70 % eus an degouezhioù), a vez graet harzusted plasmidel pe harzusted treuzkasadus (Ochiai hag Akika, 1960) anezhañ, pa vez treuzkaset eus ur bakteri d'unan all an harzusted ouzh ar bevastalerioù gant plasmidoù 'zo, plamidoù an harzusted. — Un trede gwikefre zo : leiadur hedreuzded ar bakteri ouzh ar bevastalerioù. (sl. plasmide, facteur R).
Studi keverata ar gwadloezañ er gwrezverk ordinal hag e 37°C en tesaer. Evit ar c'houziviaded tizhet gant kleñved Marchiafava-Micheli ez eo ar gwadloezañ herrekoc'h er wrez : deraouiñ a ra hogos diouzhtu, tra ma ne grog evit ur gwad bonan, en amveziadoù heñvel, nemet etre ar 72vet hag an 90vet eur.
Prouad a gevaraez andalañ harzusted ar c'helligoù ruz ouzh an danvezennoù gwadloezus. Dasparzhañ a reer ar gwad e korzennoù, enno dileizhennoù NaCl dezho bec'hioù war zigresk (eus 0,90 g da g da 0,30 g %). Notañ a reer an dileizhenn ma krog an hemoglobin da skignañ (gwadloez deroù pe izegenn, ent reol etre g %). Notañ a reer an dileizhenn ma krog an hemoglobin da skignañ (gwadloez deroù pe izegenn, ent reol etre 0,46 ha ha 0,44) hag an hini ma emañ ar gwadloez en e glokañ (gwadloez uc'hek, ent reol ) hag an hini ma emañ ar gwadloez en e glokañ (gwadloez uc'hek, ent reol 0,34). Lavarout a reer ez eo ). Lavarout a reer ez eo kresket an harzusted, pa na grog ar gwadloez nemet goude an dileizhenn 0,42 (ikterioù 'zo) ha (ikterioù 'zo) ha digresket (breskted ar c'helligoù ruz), pa zeraou a-raok an dileizhenn 0,48 (ikter gwadloezadel). (ikter gwadloezadel).
Nerzh uc'hek enebadus ouzh an argrezañ kigennel. An harzerezh-se a c'hell bezañ diasavel : un argrezad hepken e-doug un eilenn ; pe dialuskel : lies argrezad dewerc'het evit ur vuanded, un ampled hag ur gorvez roet.
Nerzh oc'h enebiñ ouzh diver lanv ar gwad er gwazhied. Jedet e vez diwar gwerzhadoù ar gwaskoù er gwazhied ha kas ar galon. Emañ harzded amred an talmerennoù trobarzh etre 1 000 ha 1 500 unanenn Wiggers ; hini amred talmerel ar skevent ( pe harzded talmerel skeventel ) a sav da 350 unanenn evit an harzded skeventel hollel (evit an amred bihan pe amred skeventel ) ha da 100 unanenn evit harzded skeventel an talmerennigoù (er gennad talmerennigel rakkorrwazhiedel). An unanenn Wood a glot ouzh un diforc'h gwask 1 mmHg evit ur c'has 1 mL/s ha kevatal eo da 80 unanenn Wiggers.
ce bénéfice est mis en évidence par la résistance du sujet à la cure, a-wel e teu ar gounid-se e stumm an herzel ouzh ar gur (sl. BÉNÉFICE PRIMAIRE ET SECONDAIRE DE LA MALADIE) ; aucun analyste ne va plus loin que ses propres complexes et résistances internes ne le lui permettent, elfenner ebet ned a pelloc’h eget m’en lez da vont e gemplezhioù hag e harzderioù diabarzh (sl. CONTRE-TRANSFERT) ; le caractère dynamique du psychisme rend compte de la résistance pour accéder à l’inconscient, dialuskegezh ar bred a ro da gompren an harzder ouzh diraez an diemouez (sl. DYNAMIQUE) ; c’est ce qui explique la capacité de résistance du symptôme : il est maintenu de deux côté, pezh a ro da gompren harzusted an azon : dalc’het emañ a zaou du (sl. FORMATION DE COMPROMIS) ; l’excitation, dans son passage d’un neurone à un autre, doit vaincre une certaine résistance, ar broud evit tremen eus un neuronenn d’eben a rank trec’hiñ un harzder (sl. FRAYAGE) ; résistance amoindrie aux infections, harzusted vihanoc’h ouzh ar poreoù (sl. HOSPITALISME) ; révéler directement à l’analysé les contenus refoulés sans tenir compte des résistances et du transfert, diskoachañ rag-eeun d’an elfennadour an endalc’hedoù arvoustret hep lakaat e penn-kont an harzderioù hag an treuzdoug (sl. PSYCHANALYSE SAUVAGE) ; cohérence et résistance comparables à celles de la réalité matérielle, kempoell ha trebad evel a gaver gant ar werc’helezh trael (sl. RÉALITÉ PSYCHIQUE).
E-kerz ar gur vredelfennañ, e reer harzder eus kement, en oberoù hag e komzoù an elfennadour, a vir outañ a ziraez e ziemouez. Dre astenn ster, e komze Freud a harzder ouzh ar bredelfennerezh evit aroueziñ an emzalc’h enebiñ ouzh e zizoloadennoù e kement ma tiskulient ar c’hoantoù diemouez ha ma skoent un “annoazhad ouzh bred” gant mab-den.
Kemplezh eo anadenn an harzder ha Freud ne baoueze ket a ginnig displegadurioù nevez eviti. E-barzh Hemmung, Symptom und Angst (1926), e ra anv eus pemp furm a harzder ; teir a-geñver gant ar me : an arvoustrañ, harzder an treuzdoug (un harzder eo an treuzdoug e kement ma erlec’h an arreata e-ser realañ ouzh ar c’hounaat e-ser komz) hag ar gounid eilvedel diwar ar c’hleñved “soliet war c’hougevanadur an azon ouzh ar me” ; ur pevare furm zo gant harzder an diemouez (pe ar se) hag ur pempet gant harzder an dreistme. Harzder an diemouez, “nerzh ar vac’henn-arreata, dedenn ar pimpatromoù diemouez war an argerzh luzadel arvoustret”, a vez distrec’het gant an trec’hwelañ. Evit harzder an dreistme, dinaouiñ a ra diouzh ar gablusted diemouez hag an ezhomm kastiz. E berr, an difenn n’eo ket a-walc’h da zisplegañ an harzder ; bez’ ez eus ouzhpenn an difenn un harzder boniek a chomas Freud gant goulakadurioù war e zivoud.