Reiñ kanteul (kanteul roet).
Pep kanteul a vez outañ un arganteul. El lavar, ez eont d'ober an arouez, derc'henn d'un ergorenn (o terc'hennañ un ergorenn) loet e-maez lavar. En areg, ez eo an arganteul ur werzh : daou ganteul a un gwerzh zo rezhienn an eil d'egile (an eil o rezhiennañ egile).
Lies ster zo d'ar Gl. représenter, représentation hervez an diskiblezhioù, evel ar bolitikouriezh, ar brederouriezh, ar vredoniezh, h.a. Er stlenneg en o arverer :
a) da verkañ keñver an arouez ouzh an dra arouezet, an derc'henn ouzh ar werc'henn ; Br. derc'hennañ. Sk. : "ar sifrenn 5 a zerc'henn niver bizied an dorn" ;
b) da verkañ keñver un derc'hennad ouzh un derc'hennad kevatal ; Br. mont/lakaat e rezh, rezhiennañ. Sk. : "lakaat e rezh gwarellnodoù ur stlennad bet lerc'hwezet e rezh treorc'hadoù", "rezhiennañ treorc'hadoù diwar-bouez gwarellnodoù", "gwarellnodoù o rezhiennañ treorc'hadoù ;
c) da verkañ diskouezadur ur stlennad ; Br.erouezañ . Sk. : "erouezañ disoc'h ur sammadur war skramm ar jederez" ;
d) da verkañ keñver ar werc'henn ouzh an derc'henn ; Br. gwerc'hennañ . Sk. : "amred elektronek o werc'hennañ ur gevreizhenn" (e Gl., er c'hemeradur-mañ e vez arveret représenter dibaotoc'h eget réaliser pe matérialiser ) ;
e) e kemeradurioù laosk ma vez Gl. représenter kenster da Gl. constituer, figurer, exprimer , h.a. ; Br. amparañ, aroueziñ, dewerzhañ , h.a.
f) e troiennoù arbennik : représentation graphique ; Br. kevregañ, kevregad (derc'hennad kevregat ), dierviñ, diervad , h.a.
Sl. [information] [langage] [présentation] [présenter]
Arver un anadenn fizikel da zerc'hennañ argemmadoù ur braster andennadel : ar gwrezverker a ro un derc'hennad kemblac'hel eus argemmadoù ar gwrezverk.
Erouezañ diwar-bouez ur voneg un niver pe doareoù un anadenn.
Termenoù arveret gant Freud en e destennoù trabredoniezh da ziforc’hiñ daou rizh derc’hadoù, an hini — gweledel rak pep tra — o teverañ eus an dra hag an hini — klevedel da gentañ-penn — o teverañ eus ur ger. Seurt diforc’hadur, gouez da Freud, zo a bouez en drabredoniezh, an ere etre an derc’had tra hag an derc’had ger keñverek o tezverkañ ar reizhiad ragemouez-emouez e kemm ouzh ar reizhiad diemouez na gaver ennañ nemet derc’hadoù tra.
Koulskoude, “e degouezh an derc’hadoù ger lodek en dilerc’hioù-deiz, anezho aspadennoù fresk ha gweredek diwar ar merzout ha n’eo ket eztaolioù dezevout, e vez graet outo evel ouzh derc’hadoù tra”.
Doare ma skriver an niveroù ; emañ e dalc'h an diazez niveriñ : daoured, eizhred, dekred, c'hwezekred, h.a.
Ober gant un niver pe ur steudad niveroù da zewerzhañ un anadenn pe he argemmadoù : niver an derezioù lennet war ar gwrezverker zo derc'hennad niverel argemmadoù ar gwrezverk.
Termen klasel er brederouriezh hag er vredoniezh oc’h aroueziñ “endalc’hed fetis un taol dezevout”, “ent dibarek, an azdedaol eus ur verzadenn gent” (Lalande, Vocab. Philosophie ; sl. ivez LAVAR 04, Preder, 1970, pp. 53-56). Freud a lak a-gevenep derc’had ha kantaezad, pep hini eus an daou o kaout tonkadoù distag en argerzhioù bred.
1° Ar patromoù damkanel kentañ a felle da Freud ober meiz ganto war ar psikoneurozioù zo savet en-dro d’an diforc’h etre “pegement kantaezad” ha “derc’had”. En neuroz mac’hennel, e vez treuzlec’hiet ar pegement kantaezad diwar an derc’had klañvwezhus stag ouzh an darvoud daraezek war un derc’had all kemeret da zinoaz gant ar gouzrec’h. En darfell, e vez troet ar pegement kantaezad e gremm kreudel hag argelet e vez an derc’had arvoustret diwar-bouez un tachad pe un oberiezh-korf. E pep degouezh, e vez arvoustret an derc’had ha goudavet ar c’hantaezad.
2° Freud a ra anv eus “derc’hadoù diemouez” hep diwelout an dislavar a zo en termenoù. Lezel a ra a-gostez un arvez klasel eus an derc’hañ : an derc’hañ evel ergorañ, evel emouezañ (ouzh). Evitañ e ve kentoc’h an derc’had ar pezh eus an ergerc’henn a vez enskrivet er reizhiadoù koun.
3° Evit Freud, n’eo ket ar c’houn un degouezhlec’h a skeudennoù, met ober a ra anv a reizhiadoù koun ha diskouez an eñvor o kemer perzh e meur a steudad strollata ; pa gomz eus “kounlerc’h”, ne wel ket eno ul louc’had o chom e dilerc’h an ergorenn, hogen un arouez bepred e kenere gant arouezioù all. E seurt diarsell emañ an derc’had freudek nes da geal saosurek an arouesaer — nested en deus Lacan gounezet korvo bras ganti.
4° Daou live a ra Freud eus an derc’hadoù : an derc’hadoù tra hag an derc’hadoù ger, o reiñ ur pouez lunegorel-diazez d’an diforc’h-se. An derc’hadoù tra, o tezverkañ ar reizhiad diemouez, zo a-geñver strishoc’h gant an dra : en “trezerc’hañ kezivik” e ve tremenet gant ar bugel an derc’had tra da gevatal an dra merzet ha kevannodet en diouer anezhañ. Heñveldra, e 1894-1896, pa glask Freud e penn-krec’h an hentoù-strollata “an derc’had diemouez klañvwezhus”, pezh a striv davitañ eo ar poent pellañ-holl ma ve an ergerc’henn dizistagadus diouzh he lerc’hioù, an arouesaed dizisrannadus diouzh an arouesaer.
5° El lavar freudek, an diforc’h etre kounlerc’h ha derc’had evel kevannodad ar c’hounlerc’h, mard eo empleg, ne vez ket bepred lakaet e penn-kont. Moarvat ez eo diaes empentiñ ur c’hounlerc’h glan, eleze un derc’had a ve peurzigevannodet.
∆ Notañ n’eus e galleg adanv ebet deveret eus représentation keñverek d’an Al. Vorstellungs- pe d’ar Br. derc’hadel. Sk. : représentant-représentation (Al. Vorstellungsrepräsentant, Sz. ideational representative, Br. leuriad derc’hadel) ; objets réels ou imaginaires (Br. ergerc’hennoù trael pe derc’hadel).
leur essence consiste dans la réalisation, comme par magie, d’un désir […] par une représentation plastique, o anien eo leugnidigezh ur c’hoant, evel dre hud, […] dre un derc’hañ-delviñ (sl. AUTOPLASTIQUE — ALLOPLASTIQUE) ; le sexe dominant refoulant dans l’inconscient la représentation psychique du sexe vaincu, ar rev drec’h oc’h arvoustrañ en diemouez leuriadur bredel ar rev drec’het (sl. BISEXUALITÉ) ; une représentation unique représente à elle seule plusieurs chaînes associatives, un derc’had a dalvez drezañ e-unan evit lies chadennad-strollata (sl. CONDENSATION) ; elle lie à une décharge éminemment satisfaisante la représentation d’un objet électif, ouzh un diskarg bozius-kaer e liamm derc’hadur un ergerc’henn a-ziforc’h (sl. IDENTITÉ DE PERCEPTION — IDENTITÉ DE PENSÉE) ; lorsque les représentations-but conscientes sont abandonnées, ce sont les représentations-buts cachées qui règnent sur le cours des représentations, pa vez dilezet an derc’hadoù-davedenn emouez, ez eo an derc’hadoù-davedenn kuzh a vez o ren war froud an derc’hañ (sl. LIBRE ASSOCIATION) ; l’existence de la représentation est une garantie de la réalité du représenté, bezoud an derc’had a warant revoud an derc’hed (sl. MOI-PLAISIR — MOI RÉALITÉ) ; la représentation de l’objet primitivement satisfaisant et perdu, an derc’hadenn eus ergerc’henn vozius an derou bet kollet (sl. MOI-PLAISIR — MOI-RÉALITÉ) ; la représentation préconsciente est liée au langage verbal, aux “représentations de mots”, alors que la représentation inconsciente est liées aux “représentations de choses”, emañ liammet an derc’hañ ragemouez ouzh al lavar-geriañ, ouzh an “derc’hadoù ger”, tra ma’z eo liammet an derc’hañ diemouez ouzh an “derc’hadoù tra” (sl. PRÉCONSCIENT) ; un ensemble de neurones ou de représentations où se maintient un niveau constant d’investissement, un teskad neuron pe derc’hadoù a vez arstalet an annodadur ennañ (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; représentation ou groupe de représentations auxquelles la pulsion se fixe, derc’had pe gronnad derc’hadoù emañ al luzad glenet outo (sl. REPRÉSENTANT-REPRÉSENTATION) ; la représentation indirecte d’une idée, derc’hennañ ameeun ur c’heal (sl. SYMBOLISME).