Preder
représentantderc'houezour g. -ion ― Geriadur an armerzh
  • représentant de commerce derc'houezour kenwerzh
  • représentant exclusif derc'houezour digen
  • représentant médical derc'houezour mezegel
  • représentant du personnel derc'houezour ar c'hoskor
représentantderc'houezer ― Gerva an brederouriezh
représentantderc'houezour ― Gerva an brederouriezh
représentant (personne)derc'houezour g. -ion ― Geriadur ar jedoniezh
représentant (d'une classe)derc'haller g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
représentant (d'une classe d'équivalence) (Math.)derc'haller ― Gerva an brederouriezh
représentant ayant pouvoirderc'haller ― Gerva an brederouriezh
Représentant de la pulsion.Triebrepräsentanz, Triebrepräsentant.instinctual representative.leuriad al luzad, leuriadur al luzad. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud da aroueziñ an elfennoù pe an argerzhioù ma kav drezo al luzad e eztaol er bred. Gwech ez eo an termen kenster da leuriad derc’hadel, gwech ez eo ledanoc’h e ster hag e talvez ivez evit ar c’hantaezad.

Merkomp ne ra ket Freud gant an termen “leuriad kantaezadel”. Koulskoude ez eo a bouez tonkad an elfenn gantaezadel-se evit an arvoustrañ ; hemañ “n’en deus abeg na davedenn estreget hepkoriñ an divliz : dre se ez eo pouezusoc’h an tonkad eus pegement kantaezad al leuriad eget hini an derc’had”. Liesseurt eo an tonkad-se : bez’ e c’hell ar c’hantaezad bezañ arzalc’het ha treuzlec’hiet war un derc’had all ; treuzfurmet en ur c’hantaezad all, en enkrez pergen ; bezañ goudavet, — da notañ eo ned eo ket ar goudav un arvoustrañ : ne c’haller ket komz ent strizh a gantaezadoù diemouez.

Ur gudenn c’herlunierezh a save amañ. Evel a ouzer, Vallée, a stummas an termen leuriad “neb a leurer”, a c’hoarveze dezhañ treuzarverañ al lostger -(i)ad gant ur c’hemeradur gouzañvour (sl. LAVAR 03, Preder, 1969, pp. 64-69). Leuriad g.ls. :-ed evel anv-den ne c’hell bezañ nemet “neb o leuriñ” (nomen agentis). Amañ ez arveromp leuriad g.ls. :-où, al lostger -iad o verkañ ar c’hemeradur “nomen actionis”, eleze gant ar ster “ober-leuriñ” (ha “disoc’h an ober-se”), eleze gant ur ster nes da hini leuriadur (sl. LAVAR 07, Preder, 1979, pp. 35-36).

Représentant psychique.psychische Repräsentanz, psychischer Repräsentant.psychical representative.leuriad bredel, leuriadur bredel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud da aroueziñ, e stern e arlakadenn eus al luzad, an eztaol er bred eus ar broudadoù enkreudel. Da gompren an termen-se e ranker daveiñ d’al luzad evel meizad argefin etre kreud ha bred. E tu ar greudelezh, emañ andon al luzad en anadennoù organel o tevoudañ tennderioù diabarzh na c’hell ket ar gouzrec’h tec’hout diouto ; hogen, dre ar pal ma vuk dezhañ hag an ergerc’hennoù a zebarzh, en deus al luzad un tonkad bredel rik. Seurt savlec’h en argefin a zegasas Freud d’ober gant keal al leuriad — ar c’hannaderezh — eus ar c’hreud er bred.

Notomp ez intente Freud leuriadur al luzad e daou zoare disheñvel. Gwech ez eo al luzad e-unan a ziskouez evel “al leuriad bredel eus ar broudadoù o tont a ziabarzh ar c’horf hag o tizhout an ene”. Gwech ez intent al luzad evel an argerzh-broudañ kreudel hag eñ eo neuze a vez derc’houezet er bred gant “leuriadoù al luzad”, ar re-mañ o c’hoarvezout eus div elfenn, al leuriad derc’hadel hag ar pegement kantaezad.

REPRÉSENTANT. ― Geriadur ar bredelfennerezh

ses contenus sont des représentants des pulsions, he endalc’hedoù zo leuriadoù a-berzh al luzadoù (sl. INCONSCIENT) ; [la pulsion] n’est présente que par ses représentants, essentiellement le représentant-représentation, [al luzad] ned eo bezant nemet dre e leuriadoù, ha peurgetket dre al leuriadoù derc’hadel (sl. INCONSCIENT) ; [le surmoi] devient le représentant de la tradition, dont a ra [an dreistme] da vezañ derc’houezer an henvoaz (sl. NÉVROSE FAMILIALE) ; notons que Freud n’emploie pas le terme de “représentant affectif”, merkomp ne ra ket Freud gant an termen “leuriad kantaezadel” (sl. REPRÉSENTANT DE LA PULSION) ; il en résulte que le destin du quantum d’affect du représentant est plus important que celui de la représentation, dre se ez eo pouezusoc’h an tonkad eus pegement kantaezad al leuriad eget hini an derc’had (sl. REPRÉSENTANT DE LA PULSION) ; c’est cette situation frontière qui amena Freud a recourir à la notion de représentant — par quoi il entend une sorte de délégation — du somatique dans le psychique, seurt savlec’h en argefin a zegasas Freud d’ober gant keal al leuriad — ar c’hannaderezh — eus ar c’hreud er bred (sl. REPRÉSENTANT PSYCHIQUE) ; notons que cette idée de représentant, de délégation de la pulsion est formulée de deux façons différentes, notomp ez intente Freud leuriadur al luzad e daou zoare disheñvel (sl. REPRÉSENTANT PSYCHIQUE) ; [le surmoi] devient le représentant de la tradition, e teu [an dreistme] da vezañ derc’houezer an hengoun (sl. SURMOI).