Preder
répression ― Geriadur ar stlenneg
  • ―de la fraude kospañ ar floderezh [droit de l'informatique]
répression(pol.) moustrerezh g. ; moustradur g. ― Geriadur an armerzh
  • répression des syndicats moustrerezh ar c'hweluniadoù
  • (juridique) kosperezh g.
répressionrepressiongoudaviñ ― Geriadur ar vezekniezh

Heudañ ur c'henenn, o virout outi a erzerc'haat ar gwered anezhi.

Répression.Unterdrückung.suppression.A) diskas, Ba) diarbenn, Bb)  goudav. ― Geriadur ar bredelfennerezh

A) Er ster hollek, gwezhiadur bred a denn da lemel diouzh an emouezañ un endalc’hed displijus pe digoulz : mennoz, kantaezad, h.a. An arvoustrañ zo ur furm dibarek eus an diskas.

B) Er sterioù dibarek disheñvel diouzh an arvoustrañ, e teskriver div furm all a ziskas :

a) An diarbenn. En arvoustrañ, an ensav-diskas (ar me), ar gwezhiañ hag an disoc’h anezhañ zo holl diemouez. En diarbenn e c’hoari ur wikefre emouez e par an eil karez, etre emouez ha ragemouez ; skarzhet e vez derc’hadoù dic’hrataet diouzh maezienn weredel an emouezañ, hep ma tremenfent avat eus ur reizhiad (ragemouez-emouez) d’unan all (diemouez). Ent dialuskel, e c’hoari an divezelezh ur roll a-bouez en diarbenn. Ret eo diforc’hiñ ivez an diarbenn diouzh ar c’hollvarn (Al. Verunteilung, sl. JUGEMENT DE CONDAMNATION) a c’hell bezañ en orin an diarbenn met n’en devoud ket dre ret.

b) Ar goudav. Leuriad derc’hadel al luzad eo a vez arvoustret, tra na c’hell ket ar c’hantaezad bezañ diemouez : pe ez eo treuzfurmet en ur c’hantaezad all, pe ez eo goudavet, eleze heudet pe mouget “ken ma chom anezhañ er reizhiad diemouez un egin hep-mui nad eo ket evit diorren”.

RÉPRESSION. ― Geriadur ar bredelfennerezh

quand la réaction ne survient pas immédiatement, l’affect est réprimé, pa na c’hoarvez ket an erwezhiañ diouzhtu, e vez goudavet ar c’hantaezad (sl. ABRÉACTION) ; si l’affect est déchargé après un certain temps de répression, on dit qu’il est abréagi, mar bez diskarget ar c’hantaezad goude un amzer a c’houdav, e lavarer ez eo dianerwezhiet (sl. ABRÉACTION) ; ses relations associatives sont réprimées ou rompues, mouget e vez pe droc’het kuit he darempredoù-strollata (sl. ISOLATION) ; c’est le moi qui répondrait à la revendication pulsionnelle […] en la réprimant comme dangereuse, ar me eo a respontfe da ziarc’h al luzad, ouzh […] e c’houdav evel dañjerus (sl. PRINCIPE DE RÉALITÉ) ; ce destin peut être divers : l’affect peut être […] réprimé — on notera que cette répression n’est pas un refoulement, liesseurt eo an tonkad-se : bez’ e c’hell ar c’hantaezad bezañ […] goudavet — da notañ eo ned eo ket ar goudav un arvoustrañ (sl. REPRÉSENTANT DE LA PULSION) ; les forces utilisables pour le travail culturel proviennent ainsi en grande partie de la répression de ce qu’on appelle les éléments pervers de l’excitation sexuelle, an nerzhoù arveradus evit al labour kulturel a zeu al lod muiañ anezho diwar c’houdavadur ar pezh a anver an elfennoù troziat eus ar broud revel (sl. SUBLIMATION).