Bezañs padek glukoz en troazh gant ur feur glukoz reol er gwad, e dianlen miarc'hwel ar pibelloù nezek a van hep dassugañ ar glukoz, gwariadenn hêrezhel treuzkaset er mod trec'hek gant ur werc'hennusted diglok.
Klañvadur an oadour naouus dre an osteoporoz gant laurioù ha torroù, izilded ar c'higennoù, troazhc'hlukozegezh hep gwadusvec'h glukoz, isvec'h fosfor hag usvec'h fosfataz er gwad, a ve e dianlen andassug ar glukoz hag ar fosfatoù gant ar pibelloù nezek.
Goustell vihan gorrwazhied talmerel gronnet gant ur golo, koc'henn Bowman (Gl. capsule de Bowman), parzh deroù an nefron (Gl. néphron), unvez neuziadurel hag arc'hwelel al lounezh ; da heul ar bloueig e teu ar bibell nezek (Gl. tube contourné proximal), rann gentañ tuellenn al lounezh (Gl. tubule rénal pe tube urinifère).
Furmadur kanoligek an nefron, o tont da heul ar bloueig, o c'hoarvezout war un hed 50-55 mm ent keitat eus un diazkennenn diavaez, goloet gant kelligoù epitelel en dro d'un oaled kreiz ma tremen an troazh. Hervez ar rann eus an duellenn ez eo disheñvel an epitelienn dre he luniadezh hag he arc'hwel. Lerc'h-ouzh-lerc'h adalek blein troazh ar bloueig e tiforc'her : a) ar bibell nezek outi ur rizenn vroustek e tu an oaled ; b) kizenn Henle, o sankañ er vezonenn, gant ur barr moan pe a-ziskenn hag ur barr ledan pe a-sevel ; c) ar bibell bellek oc'h astremen e-kichen blein gwazhiedel an un nefron hag o tiskouez el lec'h-se un tachad ma 'z eo uheloc'h ha douesoc'h ar c'helligoù epitelel, o furmiñ ar macula densa, lodek er benvegad nesbloueig ; d) ar bibell dastum, o kemberiñ gant pibelloù dastum all a-raok difourkañ er vegenn lounezh (sl. néphron).