Reolenn ar bredelfennañ oc’h enderc’hel da ren ar gur e doare ma kav ar gouziviad an nebeutañ gwellañ boziadoù erlec’hiat ouzh e azonoù. E-se e tle ar bredelfenner nac’h reiñ e c’houlennoù d’an elfennadour ha mont er roll a venn e lakaat da c’hoari.
Ent armerzhel ez eo kantreizhet reolenn an emvirout evel-henn : diwall a ranker nad afe ar c’hementadoù libido dilaosket dre ar gur da annodiñ diouzhtu en ergerc’hennoù diavaez ; bez’ e tleont ar muiañ gwellañ bezañ treuzdouget er blegenn vredelfennadel.
Ent dialuskel, ez a ar gur en-dro diwar-bouez ar gouhebiñ gouzañvet gant an elfennadour : dav eo derc’hel ar gouhebiñ evit mirout na chomfe sac’het ar gur. “Da reolenn e lakaan e ranker derc’hel er re glañv o ezhommoù hag o iziunadoù evel nerzhoù o vountañ d’ar c’hwel ha d’ar c’hemm hag emvirout a o lakaat da devel diwar-bouez erlec’hiadoù.”
Hentenn oc’h enderc’hel da eztaoliñ hep disparzh kement mennoz a sav er spered pe diwar un elfenn roet (ger, niver, skeudenn hunvre, derc’had), pe diwar emdarzh.
Diazez ar c’halvezerezh-bredelfennañ eo araezad ar strollata frank. Dizoloet eo bet tamm-ha-tamm etre 1892 ha 1898.
Ar ger “frankiz” n’eo ket da vezañ komprenet er ster “andesaveladur”. Pal ar frankstrollata eo hepkoriñ un diuz mennet eus ar mennozioù pe, hervez termenoù al lunegor kentañ freudek, tremen e-biou d’an eil karez (etre emouez ha ragemouez), hag evel-se lakaat a-wel gwered ar garez kentañ (etre ragemouez ha diemouez), eleze an difennoù diemouez. Erziwezh, e talvez hentenn ar frankstrollata da lakaat a-wel un urzh savelek o ren en diemouez. “Pa vez dilezet an derc’hadoù-davedenn (Zielvorstellungen) emouez, ez eo an derc’hadoù-davedenn kuzh a vez o ren war froud an derc’hañ.”
Pouez arnesadek un oadour dewerzhet e kilogramm zo par da niver ar c'hentimetroù eus e vent a-us d'ar metr. Dereat eo ar prizadur-se evit an hiniennoù a vent etre.
Pour porter le relèvement d'un amer sur la carte, il faut disposer d'un rapporteur et d'une règle. Comme il n'est pas commode de manier en même temps ces deux objets, on s'est ingénié à trouver des systèmes permettant d'avoir les deux instruments en un seul, ce sont les règles-rapporteurs dites aussi règles de navigation. Les plus utilisées sont la règle Auto-cap, le Rapporteur breton, la règle Cras, la règle Air Sea Plotter, etc.
Savle un naoudi a verker war ar gartenn diwar-bouez ur c'hornventer hag ur reolenn. Amjestr eo avat embreger an daou war un dro, rak se ez eus bet ijinet binvioù daoubarzh a zo ar reolennoù-kornventerioù, anvet c'hoazh reolennoù tevezañ. Ar reolenn Auto-cap, ar C'hornventer breizhat, ar reolenn Cras, ar reolenn Air Sea Plotter, h.a. eo ar re voazietañ.
Berzidigezh da sevel pe da erounit un ordrenañs oc'h erskrivañ baderioù evit ur prantad brasoc'h eget seizh deiz. Distrishaet eo bet ar reolenn-se e 1999, da skouer eo bet astennet an termen betek ugent-eizh deiz evit al liaoù euvret dre ar genoù ha morfin enno.
Reolenn o reiñ he luniadur d’ar blegenn vredelfennadel : pedet eo an elfennadour da lavarout kement a soñj hag a sant hep dibab na tevel tra eus ar pezh a zeu war e spered, zoken mar hañval dezhañ bezañ displijus da eztaoliñ, lu, dizeur pe dibropoz.
Un niver heuliadoù zo d’ar vonreolenn :
1° Ar gouzrec’h a rank lavarout pep tra, ha lavarout hepken. E-barzh al lavar e vez naoziet e esmaeoù, e louc’hadoù korf, e vennozioù, e eñvoradoù. Plegañ d’ar reolenn a lak enta ur vaezienn oberiezh eus ar gouzrec’h da zont war wel dre zarwezhiañ.
2° A-wel e teu ivez an doare ma tever ar strollatadurioù hag ar c’hlomboentoù ma kroaziont.
3° Evel ma vez notet alies, ar reolenn a ro an tu da ziskoachañ an diaesterioù en deus ar gouzrec’h ouzh he heuliañ : ardavioù emouiziek, harzderioù diemouez ouzh ar reolenn (ha drezi, o klask prouiñ da skouer dre ober ent reizhiadek gant an orogell ez eo-hi diarveradus pe amoet).