Preder
Abstinence : règle d’—.Grundsatz der Abstinenz.rule of abstinence.reolenn an emvirout. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Reolenn ar bredelfennañ oc’h enderc’hel da ren ar gur e doare ma kav ar gouziviad an nebeutañ gwellañ boziadoù erlec’hiat ouzh e azonoù. E-se e tle ar bredelfenner nac’h reiñ e c’houlennoù d’an elfennadour ha mont er roll a venn e lakaat da c’hoari.

Ent armerzhel ez eo kantreizhet reolenn an emvirout evel-henn : diwall a ranker nad afe ar c’hementadoù libido dilaosket dre ar gur da annodiñ diouzhtu en ergerc’hennoù diavaez ; bez’ e tleont ar muiañ gwellañ bezañ treuzdouget er blegenn vredelfennadel.

Ent dialuskel, ez a ar gur en-dro diwar-bouez ar gouhebiñ gouzañvet gant an elfennadour : dav eo derc’hel ar gouhebiñ evit mirout na chomfe sac’het ar gur. “Da reolenn e lakaan e ranker derc’hel er re glañv o ezhommoù hag o iziunadoù evel nerzhoù o vountañ d’ar c’hwel ha d’ar c’hemm hag emvirout a o lakaat da devel diwar-bouez erlec’hiadoù.”

Libre association : méthode ou règle de —.freie Assoziation.free association.strollata frank, frank-strollata. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Hentenn oc’h enderc’hel da eztaoliñ hep disparzh kement mennoz a sav er spered pe diwar un elfenn roet (ger, niver, skeudenn hunvre, derc’had), pe diwar emdarzh.

Diazez ar c’halvezerezh-bredelfennañ eo araezad ar strollata frank. Dizoloet eo bet tamm-ha-tamm etre 1892 ha 1898.

Ar ger “frankiz” n’eo ket da vezañ komprenet er ster “andesaveladur”. Pal ar frankstrollata eo hepkoriñ un diuz mennet eus ar mennozioù pe, hervez termenoù al lunegor kentañ freudek, tremen e-biou d’an eil karez (etre emouez ha ragemouez), hag evel-se lakaat a-wel gwered ar garez kentañ (etre ragemouez ha diemouez), eleze an difennoù diemouez. Erziwezh, e talvez hentenn ar frankstrollata da lakaat a-wel un urzh savelek o ren en diemouez. “Pa vez dilezet an derc’hadoù-davedenn (Zielvorstellungen) emouez, ez eo an derc’hadoù-davedenn kuzh a vez o ren war froud an derc’hañ.”

Quételet : règle de ∼body mass index (BMI), Quetelet's rulereolenn b. Quételet ― Geriadur ar vezekniezh

Pouez arnesadek un oadour dewerzhet e kilogramm zo par da niver ar c'hentimetroù eus e vent a-us d'ar metr. Dereat eo ar prizadur-se evit an hiniennoù a vent etre.

règle ― Geriadur ar stlenneg
  • les ―s de correspondance entre les schémas externes et le schéma conceptuel ar reolennoù kenglotañ etre ar goulunioù diavaez hag ar goulun ergrafañ [base de données : m.]
  • ensemble de commandes et leurs ―s d'utilisation bodad arc'hadoù gant ar reolennoù d'o arverañ [base de données m.]
  • ensemble de ―s et de métarègles trevnad reolennoù ha trareolennoù [système expert]
  • ensemble des ―s auxquelles doivent obéir, dans un réseau commuté, les actions de commutation hollad ar reolennoù ma rank an trec'haoladoù plegañ dezho en ur rouedad trec'haoliñ [routage]
  • ensemble des ―s de composition d'un système informatique trevnad reolennoù kenaozañ ur reizhiad stlennegel [architecture]
  • ensemble des ―s et des conventions à respecter hollad ar reolennoù hag ar c'hendivizadoù da virout [interface]
  • méta― trareolenn [―]
règle ― Geriadur an armerzh
  • (juridique, règlement) reizhenn b.
  • règle générale, impersonnelle, individuelle, juridique, particulière reizhenn hollek, gevredin, hiniennel, wirel, dibarek
  • (méthode, prescription) reolenn b.
  • règles commerciales reolennoù kenwerzhel
  • règles comptables reolennoù jederezh
  • règle de fonctionnement reolenn arc'hwelañ
  • règles d'utilisation reolennoù arver
  • en règle kantreol.
règlereolenn b. -où ― Geriadur ar fizik
  • pied à coulisse reolenn reti
règlereolenn b. -où ― Geriadur ar gimiezh
  • règle des phases reolenn an arvezioù
règlereolenn b. -où ― Geriadur ar jedoniezh
règle ― Geriadur ar verdeadurezh
  1. # instrument reolenn b.-où
  2. Pour porter le relèvement d'un amer sur la carte, il faut disposer d'un rapporteur et d'une règle. Comme il n'est pas commode de manier en même temps ces deux objets, on s'est ingénié à trouver des systèmes permettant d'avoir les deux instruments en un seul, ce sont les règles-rapporteurs dites aussi règles de navigation. Les plus utilisées sont la règle Auto-cap, le Rapporteur breton, la règle Cras, la règle Air Sea Plotter, etc.

    Savle un naoudi a verker war ar gartenn diwar-bouez ur c'hornventer hag ur reolenn. Amjestr eo avat embreger an daou war un dro, rak se ez eus bet ijinet binvioù daoubarzh a zo ar reolennoù-kornventerioù, anvet c'hoazh reolennoù tevezañ. Ar reolenn Auto-cap, ar C'hornventer breizhat, ar reolenn Cras, ar reolenn Air Sea Plotter, h.a. eo ar re voazietañ.

  3. # ligne directrice, loi physique
    • ~ de Buys Ballot : (sl. loi de Buys Ballot)
    • ~ de jauge reizhenn jaojañ
    • ~ des douzièmes = méthode des douzièmes reolenn an daouzekvedennoù
    • ~s de barre et de route reolennoù l. (b.) sturiañ ha kerzhout
réglé (surface)eeunien ― Geriadur ar jedoniezh
règle des 180°180-degree rulereolenn ar 180° ― Geriadur ar mediaoù
règle des sept jours ◊ ◊ reolenn b. ar seizh deiz ― Geriadur ar vezekniezh

Berzidigezh da sevel pe da erounit un ordrenañs oc'h erskrivañ baderioù evit ur prantad brasoc'h eget seizh deiz. Distrishaet eo bet ar reolenn-se e 1999, da skouer eo bet astennet an termen betek ugent-eizh deiz evit al liaoù euvret dre ar genoù ha morfin enno.

règle des signesreolenn an arouezioù. ― Geriadur ar jedoniezh
Règle fondamentale.Grundregel.fundamental rule.bonreolenn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Reolenn o reiñ he luniadur d’ar blegenn vredelfennadel : pedet eo an elfennadour da lavarout kement a soñj hag a sant hep dibab na tevel tra eus ar pezh a zeu war e spered, zoken mar hañval dezhañ bezañ displijus da eztaoliñ, lu, dizeur pe dibropoz.

Un niver heuliadoù zo d’ar vonreolenn :

Ar gouzrec’h a rank lavarout pep tra, ha lavarout hepken. E-barzh al lavar e vez naoziet e esmaeoù, e louc’hadoù korf, e vennozioù, e eñvoradoù. Plegañ d’ar reolenn a lak enta ur vaezienn oberiezh eus ar gouzrec’h da zont war wel dre zarwezhiañ.

A-wel e teu ivez an doare ma tever ar strollatadurioù hag ar c’hlomboentoù ma kroaziont.

Evel ma vez notet alies, ar reolenn a ro an tu da ziskoachañ an diaesterioù en deus ar gouzrec’h ouzh he heuliañ : ardavioù emouiziek, harzderioù diemouez ouzh ar reolenn (ha drezi, o klask prouiñ da skouer dre ober ent reizhiadek gant an orogell ez eo-hi diarveradus pe amoet).

règle graduéereolenn dereziet ― Geriadur ar jedoniezh