Prientad liñvel a leiaer an ec'honad anezhañ dre e lakaat da virviñ ha da ziaezhennañ war-benn e boazhañ, pe devec'hiañ ar chugoù, pe c'hoazh tevaat ha frondiñ ur soubilh.
1 Er gimiezh, lemel oksigen d'un aozad ; en un diarsell hollekoc'h ez eo an direadur un dazgwered kimiek ma vez gounezet elektron gant un pe lies atomenn eus ur volekulenn pe eus un ionenn. 2 Er surjianerezh, adlakaat en e lec'h un organ dilec'hiet, un askorn torret, un ogad pe penn disvellet ur c'henvell. 3 En hiloniezh, direadur ar c'hromozomoù : tremen ar gellig eus ar stad diploidel — ma 'z eus er graoñell 2×n kromozom (46 gant an den) — d'ar stad haploidel — ma n'eus mui nemet kromozom (46 gant an den) — d'ar stad haploidel — ma n'eus mui nemet n kromozom (23 gant an den) —, e-doug ar meioz, anvet ivez kromozom (23 gant an den) —, e-doug ar meioz, anvet ivez emrannañ direüs (sl. division réductrice). 4 Heñvelster gant bihanaat, digreskiñ.
Treuzfurmiñ ar roadennoù derou e roadennoù aesoc'h da geweriañ. Gwezhiañ renet alies E-ser ur rakkeweriañ.
sa tendance à la réduction absolue des tensions, e duadur da beurgoazhañ an tennderioù (sl. AGRESSIVITÉ) ; interprétation sommaire de la psychanalyse qui réduirait l’histoire du sujet à un déterminisme linéaire, meizadur diwar-c’horre eus ar bredelfennerezh o tiren istor ar gouzrec’h d’ur savelegezh linennek (sl. APRÈS-COUP) ; le processus névrotique est conforme au principe de plaisir et il tend à obtenir […] une réduction de la tension, kempleg eo argerzh an neuroz da bennaenn ar bliz, luskañ a ra […] da goazhañ an tennder (sl. BÉNÉFICE PRIMAIRE ET SECONDAIRE DE LA MALADIE) ; la réduction, la constance, la suppression de la tension d’excitation interne, koazhañ, arstalañ, mannelaat an tennder broud diabarzh (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; les pulsions de mort tendant à la réduction absolue des tensions, luzadoù ar marv ganto an tued da beurgoazhañ an tennderioù (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; une catégorie fondamentale de pulsions […] qui tendent à la réduction complète des tensions, ur rumm-diazez a luzadoù […] a zo o fal peurgoazhañ an tennderioù (sl. PULSIONS DE MORT).