Preder
(une) réalité, présence corporelle (Philo.)gwerc'henn ― Gerva an brederouriezh
chosité, réalitétraelezh b. ― Gervaoù skiant
chosité, réalitétraelezh b. ― Geriadur ar fizik
Déni (de la réalité).Verleugnung.disavowal.gourzhodiñ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud en ur ster dibarek : mod difenn a zo anezhañ an dinac’h gant ar gouzrec’h eus ur merzout daraezus, ent voniek ar merzout eus ezvezañs ar c’halc’h gant ar vaouez. Seurt gwikefre a ve, hervez Freud, e devoud ar fetichegezh hag ar psikozioù. “Bez’ e c’hoarvez un argerzh a garfen envel Verleugnung, argerzh na hañval din bezañ na rouez na dañjerus-tre e buhez vred ar bugel, hogen a vez, gant an oadour, poent-loc’hañ ur psikoz.” E kement ma toug ar gourzhodiñ war an draelezh, ez eo evit Freud, dre enebadur ouzh an arvoustrañ, kentañ lankad ar psikoz : tra ma teraou an neurozeg dre arvoustrañ diarc’hadoù ar se, e teraou ar psikozeg dre c’hourzhodiñ, dre ezkantvout an draelezh.

Tu zo da arverañ ezkantvout, ezverzout e-kichen gourzhodiñ evel heñvelsterioù, o verkañ neoazh ez eus moarvat ur strishadur ster da c’hortoz gant an daou gentañ : aroueziñ a reont ar gourzhodiñ e par ar c’hantvout, ar merzout end-eeun, tra ma c’hell an termen gourzhodiñ merkañ ivez heuliadoù an ezkantvout, an ezverzout e buhez ar bred.

dissolution de la réalité objective (Arendt)loezidigezh ar werc'helezh ergorel ― Gerva an brederouriezh
Épreuve de réalité.Realitätsprüfung.reality-testing.amprou an draegezh. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Argerzh, goulakaet gant Freud, o reiñ d’ar gouzrec’h an tu da ziforc’hañ ar c’hentrigennoù o tont eus ar bed diavaez diouzh ar c’hentrigennoù diabarzh hag, e-se, da hepkoriñ ar mesk etre merzadennoù ha derc’hadennoù a ve en orin an trezerc’hañ.

Re hir e ve dispakañ amañ kudenn ar Realität er freudegezh. En ul lankad kentañ, e ve an draelezh hag an ergerc’henn vozius en arun e-barzh bronn ar vamm ; en eil prantad, goude disparti an ergerc’henn drael, e klaskfe ar bugel boziadur gant un ergerc’henn antrael, trezerc’het ; en trede lankad, e teufe gouest ar benvegad bred da ziforc’hañ pezh a vez derc’het (eñvoret, dec’hmeget) diouzh pezh a vez merzet, — ar Realitätsprüfung o vezañ an embregadur eus seurt gouested da briziañ gwerc’hegezh-tra, traegezh, an ergerc’hennoù.

Arzaeladus eo meizadur Freud pa venn displegañ ar c’hemplezh (ar merzout) dre an eeun (an derc’hañ) : ur wech adeiladet ar reizhiad vred evel hollelezh, ne gav plas ebet ken evit an draelezh. Alese an daouadoù a rankas savelañ, evel pennaenn ar bliz / pennaenn an dra, h.a., talvoudek e-ser an deskriverezh hogen disol a-fet displegerezh dre ma taveont d’ur rummad daouelezhioù trabedel bac’hus : gwerc’helezh danvezel diavaez / gwerc’helezh vred, gwerc’helezh vred / gwerc’helezh vevedel, h.a., daouelezhioù n’o dije paouezet a vezañ andireadus nemet p’en dije Freud gallet reiñ gwiriegezh d’ar ouezoniezh alvezel eus ar bred a venne diazezañ.

E-keñver yezh, e ranker teurel pled aketus da zigemmañ kemeradurioù disheñvel an termen Realität e-barzh testennoù Freud. Gant ar ster ledanañ e klot gwerc’helezh ; pa ra anv eus ar “bed danvezel, diavaez”, e ranker komz eus gwerc’helezh-tra, gwerc’helezh trael, traelezh. Gwerc’hegezh, traegezh a verk an derez a werc’helezh, a draelezh a zo en un X, ar perzh en deus un X er werc’helezh, en draelezh.

Principe de réalité.Realitätsprinzip.principle of reality.pennaenn an dra. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Unan eus an div bennaenn o ren, hervez Freud, war arc’hwelerezh ar bred. Koublet eo gant pennaenn ar bliz, ha dont a ra d’he reoliata : ar c’hlask d’ar gwalc’hadur ned a ket ken dre an hentoù berrañ, hogen dre an hentoù distro, ampellet ma’z eo an disoc’h en askont eus an doareoù diavaez.

Diouzh ar savboent armerzhel, e klot pennaenn an dra gant treuzfurmadur ar gremm diere e gremm ereet ; diouzh ar savboent lunegorel, ez eo e amgant ar reizhiad ragemouez-emouez ; diouzh ar savboent dialuskel, e ve dedalvezet pennaenn an dra dre ur rizh gremm luzadel a ve a-ziforc’h en arempred ar me (sl. PULSIONS DU MOI).

Setu ar patrom brasluniet gant Freud e stern ar pezh en deus e-unan anvet “bredoniezh dedarzhel” evit deskrivañ emdroadur al luzadoù. Da gentañ e klaskfe ar vagadell, dre an trezerc’hañ, an tu da ziskargañ war-eeun tennder al luzadoù. Hogen, o vezañ ma c’hwit bep taol war ar gwalc’hadur gortozet, e tilez ar c’hlask gwalc’hañ trezerc’hadek. En e lec’h, e rank ar benvegad bred en em grennañ da zerc’hañ stad ar bed diavaez ha da glask daskemmañ an traoù o-unan. Dre se ez eus degaset ur bennaenn nevez en oberiezh vred : n’eo ket ken pezh a zo blizus a vez derc’het, hogen pezh a zo traek zoken mar bez divlizus. War un dro gant levezon pennaenn an dra e c’hoarvez emazasadurioù er benvegad bred : diorren a ra an arc’hwelioù emouez, evel an evezh, ar barnerezh, an eñvor ; ouzh an diskarg loc’hadel ez eus erlec’hiet un ober o tennañ da dreuzfurmiñ azas an draelezh ; diwanañ a ra an dezevout, termenet evel “oberiezh-arnodiñ” ma vez dilec’hiet kementadoù bihan gremm-annodiñ, pezh a ampleg un treuzfurmadur eus ar gremm diere, oc’h amredek eus un derc’had d’egile, e gremm ereet. Pennaenn an dra ne freuz ket pennaenn ar bliz. Diouzh un tu e kav an ezhommoù bennozh dezhi gwalc’hadur en draelezh, diouzh an tu all e kendalc’h pennaenn ar bliz da ren war ur vaeziennad oberiezhoù, domani an eriunellañ, oc’h arc’hwelañ hervez savelennoù an argerzh kentael, eleze an diemouez.

Ret eo merkañ ez eo disheñvel e-keñver ar braslun-mañ emdroadur al luzadoù revel hag al luzadoù-emgemmirout. Degaset eo ar re-mañ da gemplegañ razh da bennaenn an dra, tra ma ve “deskoniet” ar re-se gant dale ha bepred diglok. Da heul, e chomfe al luzadoù revel domani brient pennaenn ar bliz, tra ma’z afe al luzadoù-emgemmirout da·greñvlec’h pennaenn an dra.

Diaesterioù zo koulskoude da zegemerout ar meizadur-se.

Ne hañval ket an daou seurt luzadoù emdreiñ hervez an hevelep braslun. Diwar an derou emañ durc’haet al luzadoù-emgemmirout etrezek an ergerc’henn drael bozius. En eneb, ez anad ken strizh an ere etre revelezh hag eriunellañ ma ranker anzav n’eo ket gwall soliet keal an “deskoniadur pazennek war an draelezh”.

Alies eo bet lakaet ar goulenn : mar gell ar bugel kaout e walc’h pa gar dre an trezerc’hañ, na perak e teufe da glask un ergerc’henn drael ? Gant dizoloadennoù all ez eo bet nesaet ar gudenn-mañ d’he diskoulm. Diskouezet en deus Freud penaos e tiwan al luzad revel diouzh al luzad-emgemmirout diwar-bouez ar gouskorañ hag an disrannañ. E berr, ganet e vez al luzad revel en arlez an arc’hwel-emgemmirout, hemañ poentet davit un ergerc’henn drael bastus (ar vronn, ar boued). Dont a ra da vezañ emren e-ser ul lusk en disrann diouzh an arc’hwel hag an ergerc’henn-se (sl. ÉTAYAGE) ; arreata a ra neuze ar bliz war vod an enerotegezh, oc’h ergerc’hañ ur rumm derc’hadoù a ya d’ober an eriunell. Strizh eo enta adalek an derou an ere etre emgemmirout ha traelezh ; en eneb, an ampoent ma eskor ar revelezh zo ivez an hini ma tiwan an eriunellañ ha ma teraou ar c’hoantleuniadur dre an trezerc’hañ.

En e lunegor diwezhañ, e termen Freud ar me evel un diforc’hekadur diwar ar se a-stok ouzh an draelezh, oc’h ober anezhañ un ensav kefridiet da zedalvezout pennaenn an dra. Gant ar me en em gav ensoc’het an dezevout etre al luzad hag ar gwalc’hañ. Dre an dezevout e vez arveret er bremañ frouezh an arnodoù tremenet ha prientet an arnodoù da zont. E-se, ar me eo a respontfe da ziarc’h al luzad, ouzh e gas betek gwalc’hadur, e ampellañ, pe c’hoazh e c’houdav evel dañjerus. Arzaeladus eo koulskoude ar patrom eeun-mañ, ha pa ve hepken pa’z eo bet nevezet keal an draelezh gant dizoloadenn kemplezh Edip ha stadadenn an amparadur pazennek eus ergerc’henn al libido. Ne oufed diren “diraez an draelezh” d’ur galloud-diforc’hañ etre trael hag antrael na da amprouidigezh an eriunelloù hag ar c’hoantoù diemouez a-stok ouzh ur bed diavaez o terc’hel e dibenn dezrann ar bred en e lezenn.

réaliser, présenter en réalitégwerc'hennañ ― Gervaoù skiant
réaliser, présenter en réalitégwerc'hennañ ― Geriadur ar fizik
réalité ― Geriadur ar stlenneg
  • chacun d'eux représentant un état d'un système chaotique qui n'a pas de ―physique pep hini anezho o terc'hennañ ur stad eus ur reizhiad reustlek lavaret hep gwerc'helezh alvezel [attracteurs étranges]
  • dans la ―naturelle en draelezh [fractale]
  • dispositif utilisé en ―virtuelle trevnad arveret en darvanelezh [transducteur]

Sl. [réel]

réalité ― Geriadur an armerzh
  • (ce qui existe) gwerc'helezh b.
  • (fait d'être effectif) gwerc'hegezh b.
  • réalité sociale gwerc'helezh kevredadel
  • réalité socio-culturelle gwerc'helezh kevredadel-sevenadurel
  • une réalité gwerc'henn b.
  • (qualité de chose) traelezh b.
  • (caractère de chose) traegezh b.
  • (les faits tels qu'ils sont) beziadoù
  • coller à la réalité (au réel) klotañ gant ar beziadoù ; pegañ ouzh ar veziadelezh
  • (informatique ) réalité virtuelle darvan traelezh ; darvanelezh b.
réalitégwerc'helezh b. ― Geriadur ar jedoniezh
réalité (des étants)beziadelezh b. ― Gervaoù skiant
réalité (des étants)beziadelezh b. ― Geriadur ar fizik
réalité (Philo.)traelezh ― Gerva an brederouriezh
réalité (Philo.)Wirklichkeitreality, actualitygwerc'helezh ― Gerva an brederouriezh
réalité de chose, « objectivité » (Arendt)traezelezh ― Gerva an brederouriezh
réalité effective de l'actiongwerc'hegezh an niñv ― Gerva an brederouriezh
réalité effective, présence, étantité (Philo.)Seiendheitbeziadelezh ― Gerva an brederouriezh
réalité et fictionhanderc'h : gwerc'h ha – ― Gerva an brederouriezh
réalité extralinguistique (monde)hontyezh ― Gerva an brederouriezh
réalité infralinguistique (locuteur) (Philo., Ling.)kizyezh ― Gerva an brederouriezh
réalité mathématiquegwerc'helezh jedoniel ― Gerva an brederouriezh
réalité physiquealvezelezh ― Gerva an brederouriezh
réalité physiquegwerc'helezh alvezel ― Gerva an brederouriezh
Réalité psychique.psychische Realität.psychical reality.gwerc’helezh vredel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret alies gant Freud da aroueziñ ar pezh a zo dezhañ, er bred, kempoell ha trebad evel a gaver gant ar werc’helezh trael ; bez’ ez eo kent pep tra an eriunañ hag an eriunelloù.

“An eriunelloù zo dezho ur werc’helezh vredel kevenep d’ar werc’helezh trael ; e bed an neurozioù emañ ar roll pennañ gant ar werc’helezh vredel.”

Evit a sell kudenn damkanel ar c’heñver etre an eriunell hag an darvoudoù he deus bet tro da harpañ warno, “n’hon eus ket lec’h evit c’hoazh da verzout un diforc’h er gweredoù, hervez ma tisoc’h darvoudoù ar bugelvezh eus an eriunell pe eus an draelezh”.

Hervez Freud bepred, an argerzhioù diemouez ne reont ket stad eus ar werc’helezh diavaez, hogen erlec’hiañ a reont outi ur werc’helezh vredel.

réalité virtuellevirtual realitydarvan g. ―où traelezh, darvanelezh b. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Araezad darvanerezh diwar-bouez skeudennoù kevanaoz o reiñ d'an arveriad an dro da vezañ engwezhiet e daskemmadennoù an endro derc'hennet. Dedalvezadurioù : treuzfurmiñ stavelloù a hañval d'an arveriad ergerzhout an diabarzh anezho, prientiñ ha skoazellañ ratreadurioù hag oberiadurioù en ur metou galen.

réalité virtuelle (Inform.)virtual realitydarvan traelezh ― Gerva an brederouriezh
réalité virtuelle (Inform.)virtual realitydarvanelezh ― Gerva an brederouriezh
réalité, existence (effective), efficacitégwerc'h ― Gerva an brederouriezh
réalité, fait réelgwerc'henn b. -où ― Geriadur ar fizik
  • une réalité objective gwerc'henn ergorel
réalité, le réelgwerc'helezh b. ― Gervaoù skiant
réalité, le réelgwerc'helezh b. ― Geriadur ar fizik
RÉALITÉ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

dans le moment où Freud doit reconnaître le peu de réalité du premier événement, er mare ma’z eo dav da Freud anaout n’eus ket nemeur a draegezh d’an darvoud kentañ (sl. APRÈS-COUP) ; la coexistence, au sein du moi, de deux attitudes à l’endroit de la réalité extérieure, ar genvezañs e-barzh ar me eus daou emzalc’h e-keñver an draelezh (sl. CLIVAGE DU MOI) ; en tant que le déni porte sur la réalité extérieure, e kement ma toug ar gourzhodiñ war an draelezh (sl. DÉNI) ; épreuve de réalité, amprou an draegezh (sl. ÉPREUVE DE RÉALITÉ) ; lors d’une première phase, la réalité et l’objet satisfaisant seraient confondus dans le sein maternel, en ul lankad kentañ, e ve an draelezh hag an ergerc’henn vozius en arun e-barzh bronn ar vamm (sl. ÉPREUVE DE RÉALITÉ) ; la Realitätsprüfung étant l’exercice de cette capacité d’apprécier la réalité des objets, ar Realitätsprüfung o vezañ an embregadur eus seurt gouested da briziañ gwerc’hegezh-tra, traegezh, an ergerc’hennoù (sl. ÉPREUVE DE RÉALITÉ) ; prise en considération des possibilités qu’offre la réalité, kemer preder gant gallusterioù ar werc’helezh (sl. JUGEMENT DE CONDAMNATION) ; déni de la réalité psychique, gourzhodiñ ar werc’helezh vred (sl. MÉCANISMES DE DÉFENSE) ; une genèse de la relation du sujet au monde extérieur et de l’accès à la réalité, un dedarzh eus darempred ar gouzrec’h ouzh ar bed diavaez hag eus an diraez d’an draelezh (sl. MOI-PLAISIR — MOI-RÉALITÉ) ; le sujet dispose d’un accès objectif à la réalité, e tiraez ar gouzrec’h ar werc’helezh ergorel (sl. MOI-PLAISIR — MOI-RÉALITÉ) ; l’existence de la représentation est une garantie de la réalité du représenté, bezoud an derc’had a warant revoud an derc’hed (sl. MOI-PLAISIR — MOI-RÉALITÉ) ; c’est là le ressort de l’épreuve de réalité, eno emañ ar stign eus amprou an draegezh (sl. MOI-PLAISIR — MOI-RÉALITÉ) ; le déni, qui vise à refuser toute réalité à l’objet persécuteur, ar gourzhodiñ, a denn da zinac’h pep traegezh ouzh an ergerc’henn heskiner (sl. POSITION PARANOÏDE) ; principe de réalité, pennaenn an dra (sl. PRINCIPE DE RÉALITÉ) ; la construction d’une réalité suprasensible, danzeidigezh ur werc’helezh dreistskiantennel (sl. PROJECTION) ; perte de la réalité, koll an draelezh (sl. PSYCHOSE) ; le rejet de la réalité ou plutôt d’une certaine “réalité” particulière, hepkaeladur ar werc’helezh trael pe, kentoc’h, ur werc’helezh dibarek (sl. PSYCHOSE) ; ce qui, dans le psychisme, présente une cohérence et une résistance comparables à celles de la réalité matérielle, pezh a zo dezhañ, er bred, kempoell ha trebad evel a gaver gant ar werc’helezh trael (sl. RÉALITÉ PSYCHIQUE) ; les fantasmes possèdent une réalité psychique opposée à la réalité matérielle, an eriunelloù zo dezho ur werc’helezh vredel kevenep d’ar werc’helezh trael (sl. RÉALITÉ PSYCHIQUE).

sens du réel, sens de la réalité (Philo.)skiant ar werc'helezh ― Gerva an brederouriezh
virtuel (réalité)darvanel aa. ― Geriadur ar fizik