Gerienn arveret gant ar vredelfennerez helvetiat M.-A. Sechehaye da envel he hentenn da vredkurañ ar skizofrened : ar pal eo dic’haouiñ ar c’hlañvour eus an disvoziadoù gouzañvet en e vloavezhioù kentañ dre glask gwalc’hañ ent argelel e ezhommoù ha dre se reiñ dezhañ an dro da ziraez an draelezh.
En droienn réalisation symbolique, réalisation a gennot ar mennoz e rank ezhommoù-diazez ar skizofren bezañ gwalc’het e-ser ar gur ; symbolique a verk e rankont bezañ gwalc’het er mod end-eeun ma vezont eztaolet, eleze en ur mod “hudel-argelel” ma vez en arun an ergerc’henn vozius (bronn ar vamm da skouer) hag an argel anezhi (an avaloù, en degouezh studiet gant M.-A. Sechehaye).
Termenañ a c’haller ar c’halvezerezh evel ur furm eus ar mammegañ, ar bredkurer o c’hoari roll ar “vamm vat” gouest da gompren ha da walc’hañ an ezhommoù genaouel gouhebet.
Ar seveniñ argelel a rank mont da gerc’hat ar gouzrec’h e par e argizadur donañ, o reiñ d’ar skizofren an tu da adsevel e ve ha da ziraez war un dro gwerc’helezh an traoù.
∆ Notomp en deus an alamaneg troet gerienn c’hallek orin M.-A Sechehaye dre symbolische Wunscherfüllung (“c’hoantleuniadur argelel”). Diglok e hañval bezañ an termen alamanek, rak, zoken mar seller an ezhomm eztaolet gant ar c’hlañvour evel kevatal d’ur c’hoant, e talvez ouzhpenn réalisation kement ha “diraez ar werc’helezh” : dre walc’hañ e ezhommoù e tizh ivez ar c’hlañvour gwerc’helaat e c’hoant. Setu perak hon eus dibabet an termen seveniñ, a zo war un dro “gwalc’hañ (un ezhomm)”, “leuniañ (ur c’hoant)”, “gwerc’helaat” ha “traelaat”.
Sl. EXPÉRIENCE DE SATISFACTION.
si elles étaient restées incomprises, si elles n’avaient pas été réalisées, dans un premier temps, elles sont comprises par la suite, réalisées après-coup, mard oant manet e-maez intent, ma ne oant ket bet gwerc’heget, el lankad kentañ, e vezont intentet a-c’houdevezh, dianwerc’heget (sl. APRÈS-COUP) ; leur essence consiste dans la réalisation, comme par magie, d’un désir, o anien eo leugnidigezh ur c’hoant, evel dre hud (sl. AUTOPLASTIQUE — ALLOPLASTIQUE) ; ceux-ci [les mécanismes de dégagement] tendent à la réalisation des possibilités, e tenn ar re-mañ [ar gwikefreoù-ezwezhiañ] da werc’helaat ar gallusterioù (sl. MÉCANISMES DE DÉGAGEMENT) ; réalisation, seveniñ ; gwerc’helaat ; traelaat (sl. RÉALISATION SYMBOLIQUE).