Keal degaset gant B.D. Lewin : bannet e ve pep hunvre war ur goueled gwenn, peurliesañ anverzet gant an hunvreer, a ve an argel eus bronn ar vamm evel ma ve trezerc’het gant ar maban o kousket goude an denadenn ; ar skramm a rofe leuniadur d’ar c’hoant kousket. E hunvreoù ’zo (hunvre wenn), ez anadfe ar skramm e-unan hep-mui, oc’h azoniñ neuze un argiz betek an narkisegezh kentael.
Azoniad bredel naouus da erzerc'hadoù droukfell 'zo ; ar gouziviad, o terc'hel pe o koll skiant eus e amved, a c'houzañv kammzerc'hioù ha trezerc'hioù a neuz gant an hunvreoù (lederrizhadoù).
Sl. CONTENU LATENT.
Freud a ro an anv-se d’ur senario faltaziet en amhun, o pouezañ e-se war heñveliezh ur seurt rambre ouzh an hunvre. Evel an hunvreoù ez eo an deizvreoù c’hoantleuniadurioù ; an hevelep gwikefreoù zo d’o furmidigezh, lakaet er-maez ez eo brasoc’h roll ar c’hempenn eilvedel en deizvre.
∆ En un diarsell all ez eus bet graet gant hunerrizhañ ha dihunerrizhañ evel keverdalioù ketep da hunvre ha deizvre (sl. EMSAV 100, 1975, pp. 145-146).
le rêve […] tel qu’il apparaît au rêveur qui en fait le récit, an hunvre […] evel ma anad d’an hunvreer he danevell (sl. CONTENU MANIFESTE) ; tout rêve se projetterait sur un écran blanc, généralement inaperçu du rêveur, bannet e ve pep hunvre war ur goueled gwenn, peurliesañ anverzet gant an hunvreer (sl. ÉCRAN DU RÊVE) ; fantasme conscient (Tagtraum “rêve diurne” ), eriunell diemouez ( Tagtraum “deizvre, dihunerrizh”) (sl. FANTASME) ; travail du rêve, c’hwel an hunvre (sl. TRAVAIL DU RÊVE) ; les matériaux du rêve (stimuli corporels, restes diurnes, pensées du rêve), dafar an hunvre (kentrigennoù korf, dilerc’hioù-deiz, dezevoù an hunvre) (sl. TRAVAIL DU RÊVE).
Teskad ar gwezhiadennoù o treuzfurmiñ dafar an hunvre (kentrigennoù korf, dilerc’hioù-deiz, dezevoù an hunvre) en un dedaolad : an hunvre diskelat. Gwered ar c’hwel-se eo an distummadur (sl. DÉFORMATION).
“C’hwel ar bred e furmidigezh an hunvre zo daou wezhiadur ouzh e ober : dedaol dezevoù an hunvre, an treuzfurmadur anezho en endalc’hed [diskelat] an hunvre.” An eil gwezhiadur eo a zo ent dik c’hwel an hunvre, en deus Freud eñ dezrannet e peder gwikefre : Verdichtung “dazbec’hiañ”, Verschiebung “treuzlec’hiañ”, Rücksicht auf Darstellbarkeit “arveziñ an dezluniadusted”, sekundäre Bearbeitung “kempenn eilvedel”. A-zivout natur ar c’hwel-se e talc’h Freud div lakadenn genglokaus :
1) Ned eo krouus e nep doare, treuzfurmiñ dafar ne ra ken. “Kement a gaver en hunvreoù o hañvalout ouzh arc’hwel ar barn (jedadoù, aregoù) a ranker sellout n’eo ket evel ur gwezhiadur kefredel lodek e c’hwel an hunvre, hogen evel an dafar ez eo dezevoù an hunvre.”
2) C’hwel an hunvre eo neoazh, ha n’eo ket an endalc’hed enkelat, a ya d’ober anien an hunvre. Freud a lak ar vredelfennerion war evezh ouzh ur bri re vras a zougfen d’un “diemouez kevrinus”. “E-pad pell ez eo bet kammgemeret o endalc’hed diskelat evit an hunvreoù. Arabat e ve bremañ kammgemer evito o endalc’hed enkelat.”