Preder
quantumpementad g. ― Gervaoù skiant
quantumpementad g. -où ― Geriadur ar fizik
  • quantum de champ pementad maez
quantumpementad g. -où ― Geriadur ar gimiezh
  • quantum de champ pementad maez
Quantum d’affect.Affektbetrag.quota of affect.pegement kantaezad. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Arvez kementadel eus ar buhezañ : ar c’hantaezad a wisk un arvez doareadel e kement m’en anavezomp ereet ouzh an derc’had-mañ-derc’had, an azon-mañ-azon, h.a. ; hag un arvez kementadel e kement ma c’hell bezañ distaget diouzh an derc’had, h.a., treuzlec’hiet, hep ma kemmfe e werzhad. An hevelep seulad kementadel a gaver arouezet ivez gant an anvadoù “gremm-annodiñ”, “nerzh al luzad”, “bount” al luzad, “libido”. “En arc’hwelioù bred, ez eus lec’h da ziforc’hañ un dra bennak (pegement kantaezad, sammad broud) a zo dezhañ holl berzhioù ur c’hementad — zoken pa n’omp ket e tro d’e vuzuliañ —, un dra bennak a c’hell bezañ kresket, digresket, treuzlec’hiet, diskarget, hag a vez ledet war gounlerc’hioù an derc’hadoù un tammig evel ur bec’hiad tredan e gorre ar c’horfoù.”

Ret eo notañ n’eo ket meizad ar pegement kantaezad ur meizad deskrivadurel, hogen unan trabredoniezhel. “Ar pegement kantaezad zo al luzad e kement ma’z eo bet hemañ distaget diouzh an derc’had ha ma kav un eztaol kevazas ouzh e werzhad en argerzhioù a vuhezomp evel kantaezadoù.” “Meizadur ur c’hantaezad dizalc’h ha distagadus zo disheñvel-mat diouzh ar gredenn gent en ul « liv kantaezel »” (Jones).

QUANTUM. ― Geriadur ar bredelfennerezh

les affects (ceux-ci compris dans leur aspect quantitatif, en tant que quantums d’affect […]), ar c’hantaezadoù (ar re-mañ intentet en o arvez kementadel, evel “pegementoù kantaezad” […]) (sl. ÉCONOMIQUE) ; une énergie psychique ou nerveuse dont le quantum ne varie pas à travers les différentes transformations, ur gremm bred, pe ur gremm nervel, na gemm ket e begement a-dreuz d’an treuzfurmadurioù (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; dans les fonctions psychiques, il y a lieu de différencier quelque chose (quantum d’affect, somme d’excitation) qui possède toutes les propriétés d’une quantité, en arc’hwelioù bred, ez eus lec’h da ziforc’hañ un dra bennak (pegement kantaezad, sammad broud) a zo dezhañ holl berzhioù ur c’hementad (sl. QUANTUM D’AFFECT).