Arvez kementadel al luzad. Zoken pa vez gouzañvat ar gwalc’hadur (bezañ gwelet, bezañ kannet), ez eo oberiat al luzad dre berzh ma c’hoari dre un bount.
Argerzh dialuskel o c'hoarvezout eus ur bount (bec'hiad gremm, gwereder loc'hañ) a ra d'ar bevedeg skeiñ etrezek ur pal. Hervez Freud, ul luzad zo dezhañ da andon ur broudadur korf (stad tennder) ; e bal eo lemel ar stad tennder a zo en e andon ; dre an ergerc'henn eo e c'hell diraez ar pal (sl. Geriadur ar Bredelfennerezh, Preder, 1983).
Termen arveret gant Freud da aroueziñ al luzadoù a varv, en un diarsell nesoc’h d’ar c’hantouezadur bevedel ha bredel. A-wechoù ez eo keverdal d’an termen luzad a varv, peurliesañ avat e ra gantañ evel kenster da luzad-argadiñ.
Gouez da Freud, e wered al luzadoù a varv “en didrouz klokañ” ha ne vezont anavezet nemet pa erzerc’hont en diavaez, neuze e reer anezho luzadoù-distrujañ.
Termen oc’h aroueziñ, evit Freud, al luzadoù a varv e kement ma’z int troet ouzh an diavaez. Pal al luzad-argadiñ eo distrujañ an ergerc’henn.
Gant Adler e 1908 e voe degaset ar c’heal-mañ. E-pad pell e nac’has Freud e zarbenn. Koulskoude e 1920 e ra anv anezhañ e stern arlakadenn daouelour al luzadoù a vuhez hag a varv.
Termen arveret a-wechoù gant Freud hep resisted vras. Eno e venn denotañ ul luzad anrevel, oc’h unaniñ gant ar revelezh da-geñver un eil lankad hepken, a zo e bal mestroniañ an ergerc’henn dre nerzh.
E-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie (1905), ez arlaka Freud en orin ar grizderi vugel ul luzad-gavaelañ na ve ket da bal dezhañ en derou gouzañvder an amgen, hepken na rafe stad ebet anezhañ (prantad e diagent an druez koulz hag ar sadegezh).
E-barzh Die Disposition zur Zwangneurose (1913), ez eus kel eus al luzad-gavaelañ a-zivout ar bazenn fraezhel-sadek : tra ma’z eo harpet ar c’houzañvadezh gant an erotegezh fraezhel, “emañ an oberiadezh e dalc’h al luzad-gavaelañ er ster ledan, luzad a spisaomp dindan an anv sadegezh p’en kavomp en arempred al luzad revel”.
Gant Jenseits des Lustprinzips (1920) ha degasadenn al luzad a varv e vez dodet disheñvel kudenn ul luzad-gavaelañ spesadek. Freud a zeskriv dedarzh ar sadegezh evel un deveradur etrezek an ergerc’henn eus al luzad a varv a oa buket da gentañ ouzh ar gouzrec’h e-unan. Ne vez mui pouezet war ar gavaelañ, hogen war an distrujañ. Evit ar gavaelañ ne weler mui ennañ ul luzad spesadek : n’eus ken anezhañ nemet ar furm gwisket gant al luzad a varv pa zeu en arempred al luzad revel : “Da-geñver pazenn frammadur genaouel al libido, emañ c’hoazh ar gavaelañ orgedel (Liebesbemächtigung) en arun gant an netraiñ ergerc’henn ; diwezhatoc’h en em zisrann al luzad sadek, hag en dibenn, er bazenn ma vez desezet hol ar c’hanadelezh e sell d’ar gouennañ, ez ensamm an arc’hwel gavaelañ an ergerc’henn revel e kement ma’z eo ret evit kas da benn ar gediadenn revel.”
An termen-mañ a dalvez da aroueziñ an unvezioù diwezhañ ma kouezh ar bredelfennañ ganto oc’h imbourc’hiñ ar revelezh. Pep hini a c’hoarvez eus un andon (alese ar spesadurioù luzad genaouel, luzad fraezhel, h.a.) hag ur pal (alese ar spesadurioù luzad-gwelout, luzad-gavaelañ, h.a.).
An adanv “darnel” ne verk ket hepken ez eo al luzadoù darnel spesadoù renket e rumm hollek al luzad revel ; da intent eo en ur ster dedarzhel ha luniadel : arc’hwelañ a ra al luzadoù ent dizalc’h da gentañ ha tennañ d’en em unaniñ e-barzh ar frammadurioù libidinel diseurt.
Arselladus eo c’hoari al luzadoù darnel gant oberiezhoù revel tachadel ar bugel (“troziadegezh liesstumm”), gant plijadurioù-prientiñ ar gread revel ha troziadezhioù an oadour.
Kendave eo meizad al luzad darnel d’ar meizadoù a hollad, a frammad. Dezrann ur frammadur revel a lak war wel al luzadoù a ya d’ober ar c’hedrannoù gougevan outañ. Goût a ouzer ez arc’hwel al luzadoù darnel ent dizalc’h ha digenurzh e derou an hoali a-raok en em frammañ.
Nerzh-bountañ diabarzh o werediñ, hervez ar bredelfennerezh, en un amgant kalz ledanoc’h eget hini an oberiezhoù revel er ster boutin. Anatoc’h eget forzh pe luzad all, e ro tro da wiriañ an diforc’h etre luzad ha bondoug : e ergerc’henn ned eo ket rakdesavelet ent vevedel, kemmus eo e balioù (modelezhioù e walc’hadur) evito da vezañ liammet ouzh arc’hwelerezh tachadoù korf desavelet (tachadoù erogen), hogen amparet e-ser oberiezhoù diseurt ma kavont gouskor warno. Diseurtelezh andonioù kreudel ar broud revel a ampleg ne vez ket unanaet diouzhtu al luzad revel, hogen emañ strewet al luzadoù darnel, dezho ur boziañ lec’hel (bliz organ).
Ar bredelfennerezh a ziskouez ez eo an eriunellañ ur perzh spesadek eus revelezh mab-den. N’eo nemet e dibenn un emdroadur kemplezh hag anheulret e vez frammet al luzad revel dindan hol ar c’hanadelezh hag e wisk an neuz difiñv ha davedek en lak heñvel ouzh ur bondoug.
Ent armerzhel, ez arlaka Freud ur gremm unel bezant e pep darvezadur eus al luzad revel : al libido.
Ent dialuskel, e ra Freud eus al luzad revel ur blein diziouerus d’ar c’henniñv bred : danvez brientek an arvoustrañ en diemouez ez eo.
Argerzh dialuskel o c’hoarvezout eus ur bount (bec’hiad gremm, gwereder-loc’hañ) a ra d’ar bevedeg skeiñ etrezek ur pal. Hervez Freud, ul luzad zo dezhañ da andon ur broudadur korf (stad tennder) ; e bal eo lemel ar stad tennder a zo en e andon ; dre an ergerc’henn eo e c’hell diraez ar pal.
Dinaouiñ a ra keal al luzad diouzh ar gevenebiezh etre ar broudadoù diavaez a c’hell ar gouzrec’h parraat outo hag andonioù diabarzh o pourchas ur strummad broud nad eo ket ar bevedeg evit tec’hout dioutañ hag a ro lusk da arc’hwelerezh ar bred.
Freud a gendaolas da ziskar ar gredenn voutin ez eus d’ar revelezh ur pal hag un ergerc’henn spesadek ouzh he bevennañ da arc’hwelerezh ar benvegad-genel. Diskouez a reas ez eo deberzhek pal hag ergerc’henn al luzad, desavelet ma vezont diouzh darvezadurezh hanvoud ar gouzrec’h.
Ur gudenn all, na voe Freud evit reiñ respont fraezh ebet dezhi, eo houmañ : penaos savlec’hiañ al luzad er bevedeg, evel nerzh kreudel pe gremm bredel ? “Termenet eo al luzad evel ur meizad argefin etre bredelezh ha kreudelezh.” Degas a ra ivez keal al leuriad kaset gant ar greudelezh e-barzh ar bred, — hogen, hervez ar mareoù, e ra eus al leuriad-se pe un derc’had pe al luzad e-unan.
Daouelour e chom arlakadenn freudek al luzad. Ar gentañ daouelezh deskrivet e voe hini al luzadoù revel hag al luzadoù meel (pe luzadoù-emgemmirout), al luzadoù revel o’n em zistagañ diouzh al luzadoù-emgemmirout ma c’houskorent da gentañ ; alese ur c’henniñv, ar me o kavout el luzadoù-emgemmirout ar gremm ret da stourm ouzh dañjer ar revelezh. E-barzh Jenseits des Lustprinzips (1920), e ra Freud anv eus un daouelezh all o kevenebiñ al luzadoù a vuhez hag al luzadoù a varv. War fin e vuhez, e teue da sellout an daou rizh bras a luzadoù nebeutoc’h evel luskedoù fetis eus arc’hwelerezh ar bevedeg eget evel pennaennoù-diazez oc’h ober meiz war hanvoud mab-den, evel ma tiskouez an arroud brudet-mañ a skrivas e 1932 : “Arlakadenn al luzadoù zo koulz lavarout hon gwengelouriezh. Boudoù gwengelek eo al luzadoù, meurdezus en o andesaveladur.” E-se ez adskoulme gant an hengoun, o lakaat a-geñver Eroz ha Tanatoz, an Naon hag an Orged, an Orged hag ar Gal.
la motion pulsionnelle active coexiste avec la motion pulsionnelle passive, kenvezout a ra al luzadenn oberiat gant al luzadenn c’houzañvat (sl. AMBIVALENCE) ; les contradictions inhérentes à la vie pulsionnelle, ar c’hevenebiezhoù enlenat d’al luzadurezh (sl. AMBIVALENCE) ; termes introduits par Melanie Klein pour désigner les premiers objets pulsionnels, termenoù degaset gant Melanie Klein da aroueziñ ar c’hentañ ergerc’hennoù luzadel (sl. “BON” OBJET, “MAUVAIS” OBJET) ; les pulsions libidinales et destructrices du sujet, luzadoù libidinel pe distrujus ar gouzrec’h (sl. “BON” OBJET, “MAUVAIS” OBJET) ; le but de la pulsion orale est la satisfaction obtenue par l’activité de succion, pal al luzad genaouel eo ar gwalc’hadur diraezet gant an oberiezh-sunañ (sl. BUT, BUT PULSIONNEL) ; but, but pulsionnel, pal, pal al luzad, pal luzadel (sl. BUT, BUT PULSIONNEL) ; [le ça] constitue le pôle pulsionnel de la personnalité, blein luzadel ar bersonelezh eo [ar se] (sl. ÇA) ; […] la compulsion de répétition dont il fait la marque même du pulsionnel, ar vac’henn-arreata, houmañ o vezañ evitañ merk al luzadelezh (sl. LIAISON) ; motion pulsionnelle, luzadenn, luzad-fiñvenn (sl. MOTION PULSIONNELLE) ; Trieb (pulsion) indique le processus général ; Triebregung (motion pulsionnelle) la motion particulière qui actualise la pulsion, Trieb (luzad) a verk an argerzh hollek ; Triebregung (luzadenn) ar fiñvenn dibarek a zo gweredeladur al luzad (sl. MOTION PULSIONNELLE) ; les émotions connexes à la vie pulsionnelle sont intenses, kreñv e vez ar fromoù stag ouzh al luzadurezh (sl. POSITION PARANOÏDE) ; pulsion de voir, pulsion scopique, luzad-gwelout (sl. PULSION PARTIELLE) ; force “primaire”, “démoniaque”, proprement pulsionnelle, nerzh “kentael”, “demonek”, luzadek er ster strizh (sl. PULSIONS DE VIE) ; une des composantes fondamentales de la vie pulsionnelle, ur gedrann-diazez eus al luzadurezh (sl. SADISME) ; l’œil en tant que source de la pulsion de voir, al lagad evel andon al luzad-gwelout (sl. SOURCE DE LA PULSION).
Argerzh ma tro pal al luzad en e gontrol, dre dremen eus an oberiadezh d’ar c’houzañvadezh.
E-barzh Triebe und Triebschicksale (1915), Freud, oc’h arveziñ “tonkadoù al luzadoù”, a ezrevell, e-kichen an arvoustrañ hag an treüc’hañ, an tuginañ er rageneb hag an eiltreiñ ouzh an-unan. Diskleriañ a ra diouzhtu ez eo liammet strizh an daou argerzh-mañ diwezhañ — an eil o sellout ouzh ar pal, egile ouzh an ergerc’henn — evel ma’z eo anat en div skouer bennañ : ar sadegezh-mazoc’hegezh hag ar gwelata-diskorata na c’haller ket deskrivañ ent distag.
Termen arveret gant Freud da aroueziñ an elfennoù pe an argerzhioù ma kav drezo al luzad e eztaol er bred. Gwech ez eo an termen kenster da leuriad derc’hadel, gwech ez eo ledanoc’h e ster hag e talvez ivez evit ar c’hantaezad.
Merkomp ne ra ket Freud gant an termen “leuriad kantaezadel”. Koulskoude ez eo a bouez tonkad an elfenn gantaezadel-se evit an arvoustrañ ; hemañ “n’en deus abeg na davedenn estreget hepkoriñ an divliz : dre se ez eo pouezusoc’h an tonkad eus pegement kantaezad al leuriad eget hini an derc’had”. Liesseurt eo an tonkad-se : bez’ e c’hell ar c’hantaezad bezañ arzalc’het ha treuzlec’hiet war un derc’had all ; treuzfurmet en ur c’hantaezad all, en enkrez pergen ; bezañ goudavet, — da notañ eo ned eo ket ar goudav un arvoustrañ : ne c’haller ket komz ent strizh a gantaezadoù diemouez.
∆ Ur gudenn c’herlunierezh a save amañ. Evel a ouzer, Vallée, a stummas an termen leuriad “neb a leurer”, a c’hoarveze dezhañ treuzarverañ al lostger -(i)ad gant ur c’hemeradur gouzañvour (sl. LAVAR 03, Preder, 1969, pp. 64-69). Leuriad g.ls. :-ed evel anv-den ne c’hell bezañ nemet “neb o leuriñ” (nomen agentis). Amañ ez arveromp leuriad g.ls. :-où, al lostger -iad o verkañ ar c’hemeradur “nomen actionis”, eleze gant ar ster “ober-leuriñ” (ha “disoc’h an ober-se”), eleze gant ur ster nes da hini leuriadur (sl. LAVAR 07, Preder, 1979, pp. 35-36).
Orin diabarzh spesadek eus pep luzad, a zo pe al lec’h ma sav ar broud (tachad erogen, organ, benvegad) pe an argerzh bevedel deglevet evel broud.
Daou rumm a ra Freud eus an andonioù hervez ma sell ouzh al lec’h pe ouzh an argerzh. Al lec’h : an tachadoù erogen broudet dre gentrigennoù diseurt, pe ar gahereg evel andon al luzad-gavaelañ, al lagad evel andon al luzad-gwelout (Schautrieb). An argerzh : an argerzhioù eeun evel arc’hwel an organoù spesadek, pe an andonioù ameeun evel ar “broudadur treloc’hel”, an “oberiezh kaherel”, an “argerzhioù kantaezel”, al “labour kefredel”.
Hogen, pegen liesek bennak ma ve an andonioù deskrivet, e talc’h Freud d’an termenadur a ra eus al luzad un tennder diabarzh na oufe ar bevedeg tec’hout dioutañ evel ma ra eus an tennderioù diavaez. Emañ an andon e strumm ar broudadoù a-ziabarzh (endogene Reize) ; e-se e ra Freud anezhi “andon organel” (Organquelle), “andon greudel” (somatische Quelle) ; ent resisoc’h ez eo al “lankad kreudel”-se un argerzh fizikel-kimiek, “ur broud (Reiz) a zo al luzad e leuriad e ren ar bred”, al luzad hepken o vezañ ergorenn d’ar vredoniezh. Ken spesadek e ve an andon greudel ha ma’z eo al luzad hag e bal.
Arzaelet e vez keal an andon resisaet betek reiñ d’al luzadoù spesadegezh un argerzh organel. E-se e ve intentet al luzadoù revel evel andoniet en organoù revel. Freud, koulskoude, ken abred hag an Drei Abhandlungen, a zeskrive al luzad revel o tiwanañ evel ul ledwered (Nebenwirkung), ul leddedaol (Nebenprodukt) diwar oberiezhoù anrevel diseurt : heverkañ skouer a gaver gant arc’hwelerezh an tachadoù erogen ma vez gouskoret al luzad revel gant al luzadoù-emgemmirout.