1 Andalc'h an trapig skeventel (TA valva trunci pulmonalis, PNA valvula semilunaris dextra) ha distro eus gwad an aortenn d'ar c'hofig kleiz hag, azianlen, skorted wadloc'honiel hemañ ; diseurt an arbennoù : enkalonennfo remmel pe vakteriel, mideñvoù, enrec'h an aortenn dreist holl. 2 Dic'halloud ar benvegad analadel da arzerc'hel gwaskoù reol an O₂ hag ar CO₂ er gwad talmerel, e dianlen a) iswentadur ar skevent (Gl. hypoventilation pulmo-naire), hemañ o vezañ pe isaraezel (Gl. restrictive) da heul leiadur ec'honad ar skevent (ambid ur skeventenn, glenad ar c'hrezoù), pe steviadel (Gl. obstructive) diwar ur skoilh ouzh an enanalañ ha dreist holl ouzh an ec'hanalañ (bronkezfo henek stevius, astma, emfizem), b) daralladurioù kennenn al logigoù pe speur ar c'horrwazhied o tiaesaat an eskemmoù etre an aer hag ar gwad.
Bolc'henn e dibenn ur gorrvronkezenn, unvez arc'hwelel ar skevent ma vez gwezhiet an eskemmoù aezhennoù.
Kehentad etre ur barr eus talmerenn ar skevent hag ur wazhienn a 'r skevent dre ur fic'h eeun pe dre un taread angiomatus, oc'h amparañ un heptreug dehou-kleiz.
Andigor gwask ar c'hef a-skevent, an teir sac'hell, kempeget, o vont d'ober ur stiv stirek.
Gwezhiadenn surjianerezh a galon serr evit frankaat un isvoll eus gwask an dalmerenn a-skevent diwar gempegad ar sac'helloù kornloarek : sankañ a reer a-dreuz da speurenn founilh ar c'hofig dehou trapigenbenerioù a ventoù war gresk ha, da c'houde, ur frankaer ; dilezet eo bet an oberatadenn-se e gounid an trapigenbenañ a galon digor gant skoevamred.
Anvad genadel poreoù darreuziadek diwar hadennoù diseurt (viruz ar grip, ar ruzell, ar vrec'h nij, ar senkl, ar jotorell, an avufo, korfigoù a 'r genadoù Chlamidya, Microplasma, Rickettsia, h.a.) o tizhout ar skevent hag ar bronkez ; deraouiñ a reont dre un azoniad poreel grevus gant asikted don ha pareañ dindan div pe deir sizhunvezh ; azonet ouzh ar selaouennañ dre ronkoù bronkezel pe goustraklus, ouzh ar skinluniñ dre deñvalennoù o c'hronnañ begel ar skevent ; en tu all d'an hadennoù hennadet e chom dianav arbenn an hanter eus hevelep poreoù — en degouezh e kaver dikoc'h komz a skeventad anrizhek kentael (Gl. pneumopathie atypique primitive).
Hogennad aezhel e-barzh ar skevent, ouzhpenn 1 cm treuzkiz, ar parenkim kefin o vezañ bonan pe gleñvedel ; tanav e vez speur ar c'hloevenn, hep epiteliadur, e kemm ouzh ar c'histoù hag ar c'havennoù (sl. caverne, pneumatocèle).
Ec'honad aezhenn endalc'het gant ar skevent e dibenn un enanalad uc'hek, par eo enta da sammad ar barr bevadel hag ar barr dilerc'h arc'hwelel pe ec'honad dilerc'h).
|
capacité pulmonaire totale barr skevent hollel |
|||
|
capacité vitale barr bevadel |
|||
|
volume résiduel ec'honad dilerc'h |
volume de réserve expiratoire ec'honad mir ec'hanalañ |
volume courant ec'honad red |
volume de réserve inspiratoire ec'honad mir enanalañ |
|
capacité résiduelle fonctionnelle barr dilerc'h arc'hwelel |
capacité inspiratoire barr enanalañ |
||
Enloezad o tisoc'h eus un annon skevent (pugnez, yoc'henn marvennet, torzhell) ; ent klasel e reer mougev (Gl. caverne) eus ar c'hleuzennoù skevent torzhellek (sl. caverne, cavité).
Desezañ ur gelc'henn amwaskañ en dro da dalmerenn ar skevent evit diren kas ha gwask ar gwad, graet war ar magadelled o tougen ur c'halonnaoued ganedigel gant heptreug kleiz-dehou hag uswask talmerel skevent muiek, gwezh goustegus da c'hortoz an hegoulz evit oberata ar gammneuziad.
Skorted ar galon dehou da heul uswask en amred talmerel ar skevent diwar ur skeventanaez ; anv a reer a galon skeventien lemm (Gl. coeur pulmonaire aigu, CPA) pa vez dec'hanet trumm an uswask gant un enfroù skevent bloc'hek pe vruskaezhadoù 'zo, a galon skeventien henek (Gl. coeur pulmo-naire chronique, CPC) pa zarvez an uswask a-nebeudoù e dianlen un anaez analadel henek (emfizem, skleroz ar skevent, astma, distummadurioù bras eskern ar brusk, enfraouioù skevent).
Flakadur kleñvedel ur skeventenn pa vez diskaset gant ur fennad krezenn, ur bruskaezhad pe ur yoc'henn.
Araezusted ar skevent da zarbenn aer a-gevreizh d'ar gwask arloet outo (arouez C L ) ; ent reol e vez filusted ar skevent e-tro 0,25 L/1 cm H₂O ; dav notañ e tiskouez krommenn ar filusted izegennoù d'an ec'honadoù brasañ ha bihanañ, eleze pa vez didennet pe dardennet ar skevent, hag un uc'hegenn d'an ec'honadoù etre ; ent kleñvedel e stader ul leiadur eus ar filusted e fibroz ar skevent, ur muiadur en emfizem.
Rann eus rurva ar c'hofig dehou sezet diouzhtu dindan sac'helloù kef ar skevent.
Argemm gwask ret d'ober argemmañ eus un unanenn ec'honad ar skevent ; ent reol emañ etre 5 ha 7 cm dour dre litr ; stirusted hollel ar brusk, EW, zo sammad stirusted ar skevent ha stirusted speur ar brusk (e-tro 10 cm H₂O / l).
Steviadur un pe lies barr eus kef ar skevent gant trombuzoù o tont eus tiriad ar wazhienn gav ; mar dec'han a-wechoù un angwazhiad skevent anat, e stader alies un daolenn glinikel diglok : diaez hollek, kalonustead, pistig, ha neuze, da resizañ an deznaou, e vez ezhomm eus imbourc'hioù estreget ar skinluniñ : skingannluniñ, c'hwilerviñ ulidek, gwazhiedluniñ a 'r skevent.
Stad kleñvedel ar skevent, naouus dre usvoll ha dispenn ar c'horrvronkez analadel hag elfennoù kenglenel-dastennek al logigoù ; kemm a lakaer etre an emfizem kreizhoginel (Gl. e. centrolobulaire pe centro-acinaire) ma vez anafet ar c'horrvronkez, hag int isvollek alies, ha salv ar c'horrwazhied, alese bezañs ur gwered heptreug muiek, hag an emfizem hollhoginel (Gl. e. panlobulaire pe panacinaire) o tizhout war un dro ar c'horrvronkez analadel, san ha sac'h al logigoù ha war un dro rouedad ar c'horrwazhied, ar gwered heptreug o chom bihan pe ezvezant.
Anaez dibaot, dianav e arbenn, naouus, ent neuziadurel, dre skleroz aloubus ar gwiad entremezel a-bezh eus ar skevent, o tevoudañ dreist holl tevadur ar speur logig-korrwazhied hag o skoilhañ dre se ouzh fuidigezh an oksigen ; ent klinikel, dre un trec'hwezh argreskus gant dulaz ha paz ; er skinlunioù e stader demerennoù daoudu ha strewek, greunvaenheñvel, rouedek pe nozelanek ; an dedro a ya d'ar marv dindan un nebeut mizioù pe vloavezhioù.
Muiadur ar gwask e-barzh rouedad talmerennoù ar skevent dreist 35 mmHg (gwerzhad reol keitat : 20 mmHg), e dianlen pe kalonnaouedoù ganedigel 'zo gant ur skoev kleiz-dehou uhelgas, pe un harz reñverek ouzh diver ar gwad (bronkezskeventadoù henek, enfreier skevent kalzek pe arreet, isvolloù mintrek 'zo, kalonnaouedoù ganedigel 'zo gant skoev kleiz-dehou).
Muiadur ar c'hementad aer enanalet dre vunud e-barzh logigoù ar skevent ha, dre se, reñver oksigen e-keñver bevezadur ar bevedeg : devoudañ a ra leiadur feur ar CO 2 er gwad hag un alkaloz analadel (sl. hypocapnie).
Leiadur ar c'hementad aer enanalet dre vunud e-barzh logigoù ar skevent ha, dre se, diouer oksigen e-keñver bevezadur ar bevedeg : devoudañ a ra leiadur ar feur oksigen ha muiadur ar feur CO₂ er gwad hag un akidoz analadel (sl. hypocapnie).
Dic'hallusted da ren ur vuhez reol dre benn un anaez skevent.
Amfuadur diwar wadliñvañ en un tachad eus parenkim ar skevent (logigoù ha speurioù) o tisoc'h peurliesañ diouzh steviadur ur barr eus kef ar skevent, anezhañ annon en ervez da varvennañ pe da steuziañ.
Kleñved hêrezhel dibaot treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus, ent neuziadurel, dre ar vezañs en holl logigoù ar skevent eus grouan bihan (100-200 mm) haenek, ouzh o ober ur mukoprotein intret gant kalkiom ; dre ar skinluniñ e stader un arvez graeek doues oc'h aloubiñ an div vaezienn ; ent klinikel, goude menel diazon e-pad pell amzer, dre un dedro d'ar skorted analadel ha d'ar falladur kalon dehou.
Parzh eus treloc'herezh an analañ o tennañ da zizolc'h hag da zasparzh an aezhennoù analadel e-barzh flipezennoù ar skevent : dewerzhet e vez dre vuanez dizolc'hiñ un aezhenn neptu da geñver muzul an ec'honad dilerc'h.
Anaez a stader en nevezamzer, naouus dre un trec'hwezh, ur skrouediañ albuminek liv orañjez, un eleozinofil muiek er gwad, nivlennoù liesneuz hesteuz war skinlunioù ar skevent ; kiriek dezhañ eo ar c'hizidikaat ouzh pollen al lugustr hag al lore (sl. Löffler : syndrome de ∼ ).
Ensiladur levrus ar skevent ; kemm a lakaer etre a) ar g. s. kalonien (Gl. o.p. cardiogénique) o tarvezout dre ur wikefre wadloc'honiel (falladur ar galon gleiz o tec'han un uswask e korrwazhied ar skevent) ; b) ar g. s. anafel (Gl. o.p. lésionnel) dre zarallad ar speur logigoù-korrwazhied (e-kerz skeventadoù diseurt : poreel, pistriel, h.a.) ; hervez an dedro e vez ar g. s. pe lemm (GSL, Gl. oedème aigu pulmonaire, OAP), goulemm pe henek (sl. détresse respiratoire de l'adulte, insuffisance cardiaque, membranes hyalines : maladie pe syndrome des ∼, poumon de choc, poumon de choc).
Enloezad o tarvezout e-barzh parenkim ar skevent da heul ur poread lemm pe goulemm diwar stafilokok, argemmus ar skeudenn skinourel anezhi eus un deiz d'egile.
Gwask muzuliet e-ser kateteriñ kavennoù dehou ar galon ha talmerenn ar skevent, pa vez gennet beg ar sont en un dalmerennig skevent. Par eo ar gwask-se da hini gwazhied ar skevent ha da hini ar c'hentez kleiz. Ar gwask korrdalmerel keitat zo 5 mmHg. Ent ezreol, ar G.K.S. a vez uhel er c'halonnaouedoù kleiz (isvoll mintrek, diaez an diflistrañ pe skorted ar c'hofig kleiz) hag er c'halonnaouedoù ganedigel gant ur skoev kleiz-dehou uhelgas ha gant harzoù skeventel reol.
Skeventanaez dibaot, dianav e arbenn, o tedreiñ war-du fibroz ar skevent, o naouiñ dre hogennadur el logigoù eus un danvezenn c'hreunek eozinofil a natur lipoproteek. Lies dedro zo : pe ar pare, pe an andizh da heul ur fibroz dieiltro.
1 A-zave d'ar skevent. 2 Er gorfadurezh vonan hag en neuzkleñvedouriezh, en amgant ar skevent : talmerenn a-skevent, gwask a-skevent, aergleuzenn a-skevent, h.a.
Benvegad an trapigoù a-skevent, naouus dre un isdigor eus ar gwask. Neuz ar strishaenn zo peurliesañ ur gouc'hell vouk pe stirek, tro e argein ouzh kef an dalmerenn a-skevent, en he c'hreiz un igorad enk pe enkoc'h, forzh nemeti da ziflistr ar c'hofig dehou. Seurt isvoll a zec'han usteñv ar c'hofig dehou. Kuret e vez dre an trapigenbenañ a-skevent pe a galon serr (Oberatadenn Brock), pe a galon digor dindan skoevredad.
Kalonnaoued trapigel ganedigel peurvuiañ, digevret pe kevret gant kammneuziadoù all an dilhenn etre-kofigoù, ar c'hentezioù hag ar c'hofigoù ha naouus dre leiad padek kavnez ar gwask a-skevent.
Lenadur ur skinizotop (korrannigoù teknetiom 99 er skingannluniñ dre ensinklañ, ksenon 133 er skingannluniñ dre zewentañ) evit deznaou an enfroù skevent.
Anvad rumm evit kammneuziadoù ar benvegad analañ, anezho an disrann eus un tamm gwiad bronkez-skevent diouzh e gevreoù reol. An tiriad, e diouer gwazhiedadur ha /pe gwentadur arc'hwelel, a vez e-se amskaret ha peurliesañ eroueriet gant un dalmerenn drogorfel gouskoev o tont eus an aortenn pe eus unan eus e barroù. Rummet e vez an amskaradoù skevent etre amskaradoù diwar nov bronkezel dreistniver hag amskaradoù hep nov bronkezel dreistniver.
Anvet ivez skeventfo behinek pe skeventfo eoulek, anaez dibaot, nebeut anavezet, arsellet dreist holl gant ar vugale yaouank, dezhañ nebeut a arouezioù klinikel (paz a gaouadoù, kraostañ nebant, diwezhatoc'h trec'hwezh ha dulaz) ha dinoet a-wechoù dre ar skinluniñ hepken, o tiskouez nozelennoù demer strewet er skevent. Kirieget eo bet an enberadurioù eoulioù liael er fric'hargadenn.
Gwazhiedenn wad bras he c'havnez o tont eus kofig dehou ar galon, oc'h emrannañ e div dalmerenn, kleiz ha dehou, a gas ar gwad gwazhiennel d'ar skevent.
Sezet er skevent ez anad argerzh an dorzhellegezh dindan div furm : — an dorzhellegezh skevent serr (Gl. t. p. fermée) : n'emañ ket an anafoù e kehent gant ar bronkez ha n'eus ket bazhilli Koch er skopadoù. — an dorzhellegezh skevent digor (Gl. t. p. ouverte) : an anafoù zo gwehennet er bronkez ha tredizhus ez a ar c'hleñved en arbenn eus bezañs bazhilli Koch er skopadoù.