carte à microcircuit, carte à puce
◊ chipcard, smart card
◊ kartenn gorramred, kartenn grug
― Geriadur ar stlenneg
Rizh dibarek a gartenn vemor, outi ur c'horramred gant lies keweriuster : memor warezet, korrgewerier, ketalioù diseurt.
chique, puce chique, puce des sables
◊ chigoe, jigger, chigger, sand flea, Pulex penetrans
◊ turc'hwen s.
― Geriadur ar vezekniezh
Afanipter eus kerentiad ar Sarkopsillideged, seurtad c'hwen dezho un tal silhek ha javedoù hir dentigaouet munut, a vez ar parezed anezho, ur wech speriet, o sankañ e-barzh kroc'hen an dud hag al loened gouez pe zoñv, o tevoudañ un anaez kuñv peurliesañ, ar sarkopsilloz pe tungoz.
pastille à protubérances, puce à protubérances
◊ flip chip
◊ padellig tagosoù, krug tagosoù
― Geriadur ar stlenneg
Padellig a zo outi kennaskoù bihan da aesaat he desezañ e-barzh an amredoù o rekizañ lies padellig.
pastille, puce
◊ chip, microchip
◊ padellig b. ―où, krug b. ―où
― Geriadur ar stlenneg
Pladenn vihan a zanvez ledreüs, e silikiom peurliesañ, en araez da c'housoliñ un pe lies amred kevanek.
puce
― Geriadur ar stlenneg
-
carte à microcircuit, carte à ―
kartenn gorramred, kartenn grug
[―]
-
le circuit de la ―comporte
amred ar grug zo ouzh e ober
[monnaie électronique]
-
exposition de la ―de silicium aux ultraviolets
lakaat ar grug silikiom en ardizh ar skinoù dreistmouk
[effacement mémoire]
puce
― Geriadur an armerzh
-
(informatique)
krug b.
-
carte à puce
kartenn grug ; kartenn badellig ; kartenn elektronek.
puce
◊ krug b. -où
― Geriadur ar fizik
puce
◊ flea
◊ c'hwen s.
― Geriadur ar vezekniezh
Amprevaned gwadezat eus urzh ar sifonapter, arvevaded an den hag al loen, a c'hell trezougen lies pore.
puce, pastille
◊ chip
◊ krug b. ―où, padellig b. ―où
― Geriadur ar stlenneg
Anv all evit elfenn weredek un amred kevanek.
Sl. [pastille &]