Preder
psychothérapiebredkurañ ― Gervaoù skiant
psychothérapiepsychotherapybredkurañ ― Geriadur ar vezekniezh

A)  Ent ledan, nep hentenn da brederiañ an direizhoù bred pe kreud o vont dre araezioù bredel pe, resisoc'h, o tennañ splet eus an darempred etre kurer ha klañvour : an teogiñ, ar goudreiñ, an azgouestaat bred, an darboellañ, h.a. Er ster-se, ar bredelfennañ zo ur furm eus ar bredkurañ. B)  Strishoc'h, e keveneber ar bredelfennerezh ouzh furmoù all ar bredkurerezh, dre veur a abeg : pa 'z eo ar bredelfennerezh dreist pep tra dieulerezh ar c'henniñv diemouez, elfennadur an treuzdoug o vezañ an hent d'e ziskoulmañ.

NOTENN : Ouzhpenn bredkurerezh g. hag an deveradoù boas e c'haller, evit aroueziñ un embregadenn vredkurañ, arverañ bredkur b., bredkuradenn. Ar bredkurer (Gl.  psychothérapeute ; Al.  Psychotherapeut ; Sz.  psychotherapist) eo an hini a ren ar vredkur ; ar bredkuradour ar gouziviad ; bredkuradel (Gl.  psychothérapique ; Al.  psychotherapeutisch ; Sz.  psychotherapeutic) eo pezh a denn d'ar bredkurañ.

psychothérapie analytiqueanalytic psychotherapybredkurañ elfennadel ― Geriadur ar vezekniezh

Furm a vredkurerezh o harpañ war bennaennoù damkanel ha kalvezel ar bredelfennerezh hep gwiskañ koulskoude doareoù ar gur elfennadel rik.

psychothérapie comportementalebehaviour psychotherapybredkurañ ersavadel ― Geriadur ar vezekniezh

Bredkurañ diazezet war an ersavouriezh, dezhañ da amkan ezvevennañ an azonoù ha daskemmañ boazioù anazas ar realañ dre araezioù darblegañ da dizarblegañ.

psychothérapie d'accompagnementsupportive psychotherapybredkurañ ambroug ― Geriadur ar vezekniezh

Bredkurañ a denn da startaat gwikefreoù difenn ar gouziviad ha da leiaat an enkrez hag an azonoù.

PSYCHOTHÉRAPIE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

l’abréaction survient […] provoquée par la psychothérapie, c’hoarvezout a ra an dianerwezhiañ […] dre hent ar vredkur (sl. ABRÉACTION) ; les premières recherches de Breuer et Freud sur la psychothérapie de l’hystérie, imbourc’hioù kentañ Breuer ha Freud war vredkur an darfell (sl. AFFECT) ; méthode de psychothérapie analytique des psychoses préconisée par J.N. Rosen, hentenn vredkurañ elfennadel erbedet gant J.N. Rosen da brederiañ ar psikozioù (sl. ANALYSE DIRECTE) ; amener le thérapeute “à devenir la figure maternelle qui ne cesse de donner et de protéger”, lakaat ar bredkurer “da vezañ ar gouezvoud mamm na baouez ket a reiñ hag a wareziñ” (sl. ANALYSE DIRECTE) ; méthode de psychothérapie où l’effet recherché est la purgation, hentenn vredkurañ dezhi da amkan ar skarzhadur (sl. CATHARTIQUE) ; technique de psychothérapie des psychoses […] qui vise à établir entre le psychothérapeute et le patient une relation […], kalvezder bredkurañ ar psikozioù […] a zo e bal lakaat da ziwanañ etre ar bredkurour hag ar gouziviad un darempred […] (sl. MATERNAGE) ; le terme “constellation familiale”, utilisé surtout dans la psychothérapie des enfants, an termen “steredeg ar familh”, arveret dreist-holl e psikoterapiezh ar vugale (sl. NÉVROSE FAMILIALE) ; le psychothérapeute est amené, non seulement à chercher à transformer l’entourage de l’enfant, […], degaset eo ar bredkurer, n’eo ket hepken da glask treuzfurmiñ kelc’hiadur ar bugel […] (sl. NÉVROSE FAMILIALE) ; en ce sens, la psychanalyse est une forme de psychothérapie, er ster-se, ar bredelfennañ zo ur furm eus ar bredkurañ (sl. PSYCHOTHÉRAPIE) ; dans un sens plus étroit, la psychanalyse est opposée aux autres formes de psychothérapie, strishoc’h, e keveneber ar bredelfennerezh ouzh furmoù all ar bredkurerezh (sl. PSYCHOTHÉRAPIE) ; le patient soumis à la psychothérapie, ar bredkuradour (sl. PSYCHOTHÉRAPIE).

Psychothérapie.Psychotherapie.psychotherapy.bredkurañ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

A) Ent ledan, nep hentenn da brederiañ an direizhoù bred pe kreud o vont dre araezioù bredel pe, resisoc’h, o tennañ splet eus an darempred etre kurer ha klañvour : an teogiñ, ar goudreiñ, an azgouestaat bred, an darboellañ, h.a. Er ster-se, ar bredelfennañ zo ur furm eus ar bredkurañ.

B) Strishoc’h, e keveneber ar bredelfennerezh ouzh furmoù all ar bredkurerezh, dre veur a abeg : pa’z eo ar bredelfennerezh dreist pep tra dieulerezh ar c’henniñv diemouez, elfennadur an treuzdoug o vezañ an hent d’e ziskoulmañ.

C) “Bredkurañ elfennadel” a reer eus ur furm a vredkurerezh o harpañ war bennaennoù damkanel ha kalvezel ar bredelfennerezh hep gwiskañ koulskoude doareoù ar gur elfennadel rik.

Ouzhpenn bredkurerezh g. hag an deveradoù boas e c’haller, evit aroueziñ un embregadenn vredkurañ, arverañ bredkur b., bredkuradenn. Ar bredkurer (Gl. psychothérapeute ; Al. Psychotherapeut ; Sz. psychotherapist) eo an hini a ren ar vredkur ; ar bredkuradour ar gouziviad ; bredkuradel (Gl. psychothérapique ; Al. psychotherapeutisch ; Sz. psychotherapeutic) eo pezh a denn d’ar bredkurañ. Diouzh ezhomm e reer gant Br. psikoterapiezh hag e zeveradoù : psikoterapeut g.ls. :-ed, psikoterapek, h.a.