Ent klasel, kevreted ul liesnervennfo etilel, un ankoun dianezat dreist holl, an ezaouiñ, ar c'hammzaznaout, an tuadur d'an imbroudellañ, an arbenn o vezañ an alkoolegezh o tevoudañ un anvitaminegezh B kiriek da zic'henezh-adur ar c'horfoù bronnheñvel ; hiziv ez astenner stern an arbennelezh d'an anafoù daoudu o tizhout an amred pennmarc'hig-senklenn-derc'hvel-bronnheñvel ageñver gant an un azoniad (sl. alcoolisme, encéphalopathie alcoolique, Gayet-Wernicke : encéphalopathie pe maladie de ∼,,).
Seurtad envedi rakkozhiadel nes da gleñvedoù Pick hag Alzheimer, ma chom leiek anafoù ar bluskenn empenn ha ma vez muiek an dedreiñ gouvidel.
Bredkleñved naouus dre un ambren desteriañ reizhiadek ha kempoell, haeret start hag andireadus, dezhi dodennoù kantaezel ha kemonedel (heskinerezh, meurded, serc'hvre, kevriniezh, gwarizi, hipokondriezh) ; reol e chom arc'hwelioù an dezevout, ar mennout hag an ober, hogen, dic'houest da gefaeziñ ha da berzhiañ er gedvuhez, ez eo douget ar c'hlañvour da derriñ kendivizadoù ha lezennoù ha da vont betek ar c'houlerezh.
Termen hollek o taveiñ d'ar strafuilhoù bred dezho un arbennelezh vredel pe vevedel, naouus dre un direizhadur don eus ar bersonelezh, dre un disleberadur eus an dezvarn hag eus ar poellata, dre duzumidigezh ar meiz, dre vennozioù ha steuñvadurioù ambreek ha lies gwech dre strafuilhoù eus ar merzhout skiantennel (trezerc'hioù).
Psikoz diwar an alkoolegezh o c'hoarvezout, etre traoù all, eus azoniad Korsakoff hag eus an alfo alkoolel lemm (sl. délire alcoolique aigu, delirium tremens)
Strafuilhoù bred a-geñver gant karc'haridigezh hiniennoù bonan o bred, a rizh gant ar gouvid hag an arluzegezh.
Dindan an termen-se e voder : ar gaouad ambren lemm ; psikozioù ambreek an dianwilioud ; ar resmiadoù ambren e deroù ur psikoz henek (skizofreniezh).
Psikoz naouus dre zeveizadurioù ambreek, a rizh gant mennozioù heskinadur ha trezerc'hioù (sl. idées de persécution).
Termen oc'h engronnañ ar psikozioù kentrat o dinodadur er bugelvezh.
Psikoz ma c'hoarvez un heuliad a resmiadoù mania, a-bep-eil gant resmiadoù melankoliezh, etrezo entremezioù reoliek ma ren ur stabilded vredel bennak.
Teskad ar strafuilhoù psikozel o tarvezout e-doug ar vec'hiegi, ar gwilioud pe an dianwilioud.
Psikoz delanket gant ur stroñs fromel.
Psikoz o tarvezout gant an henaded, alies diwar daralladurioù empenn bevedel.
1° Er c’hlinik bredvezegel e vez roet da geal ar psikoz un erdal ledan kenan, ken ma kaver dindan an anv-se ur skalfad kleñvedoù, pe a orin organel evel an envedi beluzel, pe a zo dianav c’hoazh o arbennelezh evel ar skizofreniezh.
2° Er bredelfennerezh ez eo disheñvel an diarsell, pa na bleder nemet gant an anaezioù a imbourc’her dre an elfennañ. Er vaezienn strishoc’h-se e tiforc’her ar c’hleñvedoù diwar-bouez an tri blein : troziadezh, neuroz ha psikoz.
E-barzh ar rumm-mañ diwezhañ en deus ar bredelfennerezh termenet luniadoù diseurt : paranoia (en e stern an anaezioù ambreel) ha skrizofreniezh diouzh un tu, diouzh an tu all melankoliezh ha mania. Penndezverk ar psikozioù zo, hervez arlakadenn ar bredelfennerezh, da gavout gant ur strafuilh kentael eus an darempred libidinel ouzh an draelezh, an darnvuiañ eus an azonoù (ar steuñvadurioù ambreek pergen) o vezañ strivadoù eilvedel da adsavelañ al liamm ouzh ergerc’henn.
Deraouiñ a ra hanez an termen psikoz en 19t kantved pa voe ezhomm diforc’hiñ ar c’hleñvedoù bred war un dro diouzh kleñvedoù an empenn ha diouzh ar pezh a selled, hervez an hengoun kravezel ha prederel, evel “kleñvedoù an ene”, ar pec’hed hag ar fazi. E dibenn an 19t kantved eo e voe kevenebet psikoz ha neuroz, an neuroz o vezañ intentet evel kleñved arc’hwelel an nervennoù hep anaf dinoadus, ar psikoz o c’hoarvezout a strafuilhoù spered (ar psikozeion o vezañ prederiet gant ar mezeg alienour ha kaset d’an azil). Hiziv, daoust m’emañ an holl aozerion a-genglev evit a sell dispartiañ neurozioù ha psikozioù, e chom alies dispis dezrevell an diforc’hioù etre an daou rumm. En termenadurioù boutin ez ardaoler d’ar psikoz doareoù evel grevusted ar strafuilhoù, an divarregezh da emazasaat ouzh ar gedvuhez, an direizhoù er c’hehentiñ, an anemskiant ouzh ar c’hlañvadur, digomprenadusted ar strafuilhoù, h.a. Dav eo anzav n’eus ket kempoell bras etre an doareoù-se hag, ouzhpenn se, ned eo hini anezho dezverkus.
A-hed e remzad eo bet Freud prederiet da zigemmañ ar psikoz hag an neuroz.
1) En e skridoù kentañ e klask diskouez e vez ar c’henniñv difenn, dizoloet en neurozioù, o werediñ ivez e psikozioù ’zo ; hogen, war un dro, e spisa ar gwikefreoù a vez, er psikoz, o treuzfurmiñ darempred ar gouzrec’h ouzh an diavaez : an hepkaelañ (Verwerfung), a zo un teurel kuit e-maez an emouezañ.
2) E stern arlakadenn gentañ ar benvegad bred hag al luzadoù, ez adstign ar gudenn e diarsell an annodiñ libido hag an annodiñ luzadoù ar me. Seurt durc’hadur a rae meiz war stadadennoù ar c’hlinik a ziskouez, mar greer gant keal “koll an draelezh”, e ranker bepred deznadiñ ha degemer arlivioù.
3) En eil arlakadenn ar benvegad bred, ar gevenebiezh neuroz-psikoz a lak e penn-kont savlec’h ar me etre ar se hag an draelezh. En neuroz, ar me, o plegañ da rediezhoù an draelezh (ha da zarvennoù an dreistme) a arvoustr an diarc’hoù luzadel ; er psikoz, e c’hoarvez da gentañ un torr etre me ha traelezh o lezel ar me dindan hol ar se ; en un eil lankad, hini an ambren, ez adsavfe ar me un erlec’hiad d’an draelezh diouzh c’hoantoù ar se.
4) En tennad diwezhañ eus e remzad, edo Freud o klask ur wikefre orinel o tisplegañ hepkaeladur ar werc’helezh trael pe, kentoc’h, ur werc’helezh dibarek, ar spazhadur — alese keal ar gourzhodiñ, an ezkantvout.
méthode de psychothérapie analytique des psychoses préconisée par J.N. Rosen, hentenn vredkurañ elfennadel erbedet gant J.N. Rosen da brederiañ ar psikozioù (sl. ANALYSE DIRECTE) ; les affections psychopathologiques situées à la limite entre névrose et psychose, ar bredanaezioù a renker er vevenn etre neuroz ha psikoz (sl. CAS-LIMITE) ; la fonction défensive remplie par les symptômes névrotiques contre l’irruption de la psychose, ar roll difenn o devez an azonoù neuroz ouzh alouberezh ar psikoz (sl. CAS-LIMITE) ; ce mécanisme est invoqué par Freud pour rendre compte du fétichisme et des psychoses, seurt gwikefre a ve, hervez Freud, e devoud ar fetichegezh hag ar psikozioù (sl. DÉNI) ; le psychotique commence par dénier la réalité, e teraou ar psikozeg dre c’hourzhodiñ, dre ezkantvout an draelezh (sl. DÉNI) ; psychoses maniaco-dépressives [cyclothymiques], psikozioù [maniakel-gouvidel] kelc’hnoaek (sl. NÉVROSE) ; terme proposé par Kraepelin pour désigner les psychoses délirantes chroniques, […], termen kinniget gant Kraepelin da aroueziñ ar psikozioù ambreel henek (sl. PARAPHRÉNIE) ; les psychotiques étant soignés par le médecin aliéniste, ar psikozeion o vezañ prederiet gant ar mezeg alienour (sl. PSYCHOSE).