Preder
appareil psychiquepsychic apparatus, mental apparatusbenvegad bred ― Geriadur ar vezekniezh

Leterc'had savet gant Freud da aroueziñ ar bred e kement ma c'hoarvez a reizhiadoù kenereet, ma ren “labour” ha ma treuzfurm “gremm”.

Appareil psychique.psychischer Apparat, seelischer Apparat.psychic apparatus, mental apparatus.benvegad bred. ― Geriadur ar bredelfennerezh

En e arlakadenn e ra Freud eus ar bred ur benvegad, anvad oc’h emplegañ :

a) ur c’hempennadur diabarzh, ar genvezañs eus reizhiadoù o rediañ ar broudadoù da heuliañ un hentadur hervez un urzh amzerel dre “lec’hioù bred” spesadek ;

b) ul labour da erounit ha, dre se, treuzfurmadurioù ur “gremm bred” pe “gremm-annodiñ” hervez un armerzh savelek.

arriération psychique, retard psychiquepsychic retardationdilerc'hegezh vred ― Geriadur ar vezekniezh

Termen genadel, en e erdal an dilerc'hegezh kefredel hag an dilerc'hegezh kantaezel ; dav merkañ ar c'hemmesk o ren e galleg etre an termenoù arriération (pe retard) psychique hag arriération mentale (pe retard mental) hag e saozneg etre psychic ha mental retardation pa verkont, hervez an aozerion, gwech an dilerc'hegezh vred, gwech an dilerc'hegezh kefredel.

bradypsychie, viscosité psychiquebradypsychiaistead ar bredarc'hwelañ, bredistead g., gludegezh b. vredel ― Geriadur ar vezekniezh

Gorregezh arc'hwelerezh ar bred, azon kentañ alies eus loezadur ar genskiant, azon ivez eus al labanded pe eus an disleberad envediel.

cécité psychiquemind blindnessgwelandenaoud g. ― Geriadur ar vezekniezh

Koll ar galloud da zenaout an neuzioù merzhet ; kemm a lakaer etre lies furm : gwelandenaout an traezoù (sl.  agnosie visuelle), gwelandenaoud an enebrezhoù pe dremmandenaoud (sl.  agnosie pour les visages, prosopagnosie), andenaoud an arouezennoù pe nodanlenn (sl.  cécité littérale), andenaout an amegor pe amegorandeanoud (sl.  agnosie spatiale), hemañ o vezañ alies untu : andenaoud ul ledamegor pe ledamegorandenaoud.

Conflit psychique.psychischer Konflikt.psychical conflict.kenniñv bred. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Er bredelfennerezh e komzer eus kenniñv pa vez kenstourm etre darvennoù diabarzh kontrol. Hervez an dro ez eo diskelat ar c’henniñv (pa c’hoarvez da skouer etre ur c’hoant hag un erverkad divezel, etre daou drivliad dislavarus) pe enkelat, o tont neuze a-wechoù war wel, distummet, e-barzh ar c’henniñv diskelat hag o reiñ tro da ziflukadur an azonoù, da strafuilh ar realezh hag an neuzid, h.a. Hervez an elfennoù e kenstourm, e komzer eus kenniñv etre eriunañ ha difenn, kenniñv etre an ensavioù pe ar reizhiadoù diseurt, kenniñv etre al luzadoù, kenniñv edipel erfin m’en em gav enebet n’eo ket hepken an eriunoù kenetrezo hogen an eriunoù ouzh ar berzad.

domaine psychiquebredelezh b. ― Gervaoù skiant
Élaboration psychique.psychische Verarbeitung (Bearbeitung, Ausarbeitung, Aufarbeitung).psychical working over (working out).dec’hwelañ bredel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud da aroueziñ al “labour” kaset gant ar benvegad bred war-benn mestroniañ ar broudadoù o tegouezhout gantañ hag a ve o daspugnadur dañjerus evitañ. Dre al “labour”-se e vez ar broudadoù gougevanet ouzh ar bred ha kenereet diwar-bouez stagoù-strollata.

Freud a zibabas ar ger Arbeit hag e zeveradoù (Traumarbeit “c’hwel an hunvre”, Trauerarbeit “c’hwel ar c’hañv”, h.a.) dre ma heñvelekae ar benvegad bred ouzh ar reizhiadoù fizikel o tegemer, o treuzfurmiñ hag o treuzkas gremm, al luzad o vezañ meizet evel “kementad labour goulennet digant ar bred”.

Daoust ma’z eo dilezet hiziv seurt meizadur alvezelour eus ar bred, e vez bepred arveret an termenoù Arbeit, travail e geriennoù evel Trauerarbeit, travail du deuil, ma wisk avat ar gerioù Arbeit, travail ur c’hemeradur bredoniezhel a zo aet pell diouzh a intente Freud. Setu perak e reomp gant c’hwel, o lezel gant labour ar c’hemeradurioù fizikel ha kevredigezhel. A-du-rall, e roomp da dec’hwelañ ar ster arbennik ““labour” ar bred war gremm al luzadoù”, e kemm ouzh danzen a lezomp gantañ ur c’hemeradur hollek.

Sl. CONSTRUCTION ; ÉLABORATION SECONDAIRE ; INTERPRÉTATION ; PERLABORATION.

investissement (psychique)annodadur g. ― Gervaoù skiant
paralysie psychiquepsychic paralysispeluz eraezien ― Geriadur ar vezekniezh

Anniñv, hep seizi gwirion, en un ezel tizhet gant strafuilhoù bras an eraeziñ (anaf an dolbezenn gitern) ; ar gouziviad ne fiñv e ezel nemet pa vez rediet d'ober.

psychiquebredel ― Gervaoù skiant
psychiquepsychic˘ bred, bredel aa. ― Geriadur ar vezekniezh

A-zave d'ar bred.

psychique, psychologiquebredel ― Gerva an brederouriezh
PSYCHIQUE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

groupes psychiques séparés, gronnadoù bred disrann (sl. ASSOCIATION) ; une des trois instances distinguées par Freud dans sa deuxième théorie de l’appareil psychique, unan eus an tri ensav diforc’het gant Freud en e eil arlakadenn eus ar benvegad bred (sl. ÇA) ; l’expression psychique des pulsions, eztaol bredel al luzadoù (sl. ÇA) ; conflit psychique, kenniñv bred (sl. CONFLIT PSYCHIQUE) ; détresse psychique, ankalez bredel (sl. DÉTRESSE) ; [la source d’excitation] se trouve dans le domaine psychique, emañ [andon ar broud] er vredelezh (sl. NÉVROSE ACTUELLE) ; conversion d’énergie psychique en énergie nerveuse, amdreiñ ar gremm bred e gremm nervel (sl. INNERVATION) ; représentant psychique, leuriad bredel (sl. REPRÉSENTANT PSYCHIQUE) ; l’expression psychique des excitations endosomatiques, an eztaol er bred eus ar broudadoù enkreudel (sl. REPRÉSENTANT PSYCHIQUE) ; un concept limite entre le somatique et le psychique, ur meizad argefin etre kreud ha bred (sl. REPRÉSENTANT PSYCHIQUE) ; la délégation du somatique dans le psychique, ar c’hannaderezh eus ar c’hreud er bred (sl. REPRÉSENTANT PSYCHIQUE) ; la détéroriation psychique, an disleberadur eus ar bred (sl. SCHIZOPHRÉNIE) ; une excitation représentée dans la vie psychique par la pulsion, ur broud a zo al luzad e leuriad e ren ar bred (sl. SOURCE DE LA PULSION) ; le clivage topique entre deux domaines psychiques, an disrann lunegorel etre daou zomani eus ar bred (sl. SUBCONSCIENT).

Réalité psychique.psychische Realität.psychical reality.gwerc’helezh vredel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret alies gant Freud da aroueziñ ar pezh a zo dezhañ, er bred, kempoell ha trebad evel a gaver gant ar werc’helezh trael ; bez’ ez eo kent pep tra an eriunañ hag an eriunelloù.

“An eriunelloù zo dezho ur werc’helezh vredel kevenep d’ar werc’helezh trael ; e bed an neurozioù emañ ar roll pennañ gant ar werc’helezh vredel.”

Evit a sell kudenn damkanel ar c’heñver etre an eriunell hag an darvoudoù he deus bet tro da harpañ warno, “n’hon eus ket lec’h evit c’hoazh da verzout un diforc’h er gweredoù, hervez ma tisoc’h darvoudoù ar bugelvezh eus an eriunell pe eus an draelezh”.

Hervez Freud bepred, an argerzhioù diemouez ne reont ket stad eus ar werc’helezh diavaez, hogen erlec’hiañ a reont outi ur werc’helezh vredel.

Représentant psychique.psychische Repräsentanz, psychischer Repräsentant.psychical representative.leuriad bredel, leuriadur bredel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud da aroueziñ, e stern e arlakadenn eus al luzad, an eztaol er bred eus ar broudadoù enkreudel. Da gompren an termen-se e ranker daveiñ d’al luzad evel meizad argefin etre kreud ha bred. E tu ar greudelezh, emañ andon al luzad en anadennoù organel o tevoudañ tennderioù diabarzh na c’hell ket ar gouzrec’h tec’hout diouto ; hogen, dre ar pal ma vuk dezhañ hag an ergerc’hennoù a zebarzh, en deus al luzad un tonkad bredel rik. Seurt savlec’h en argefin a zegasas Freud d’ober gant keal al leuriad — ar c’hannaderezh — eus ar c’hreud er bred.

Notomp ez intente Freud leuriadur al luzad e daou zoare disheñvel. Gwech ez eo al luzad e-unan a ziskouez evel “al leuriad bredel eus ar broudadoù o tont a ziabarzh ar c’horf hag o tizhout an ene”. Gwech ez intent al luzad evel an argerzh-broudañ kreudel hag eñ eo neuze a vez derc’houezet er bred gant “leuriadoù al luzad”, ar re-mañ o c’hoarvezout eus div elfenn, al leuriad derc’hadel hag ar pegement kantaezad.

Trauma, traumatisme (psychique).Trauma.trauma.daraez g. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Darvoud e buhez ar gouzrec’h a dermener dre e greñvder, an dic’houest ez eo ar gouzrec’h da ersaviñ azas, an trefu hag ar gweredoù kleñvedel padus devoudet e frammadur ar bred.

Ent armerzhel, ez eo doareet an daraez gant ur strumm broudadoù re greñv evit gougemerusted ar gouzrec’h hag e ouested da vestroniañ ha da zanzen ent vredel ar broudadoù-se.

Ar gresianeg τραῦμα (“gloazadur, gouli, taol”) a vez arveret a bell ’zo er vezekniezh da aroueziñ ur gloazadur gant enfreuz. Freud eo a lakaas an termen da zont tre er vredoniezh.

Keal an daraez avat zo bet dezhañ un hir a zedroadur e meiz Freud.

E derou ar bredelfennerezh, etre 1890 ha 1897, e tispartie endeo daou seurt amplegadoù d’an daraez : an darvoud diavaez gloazus, darbennusted (Empfänglichkeit) ar gouzrec’h : bez’ e oa daraez pa na c’halle ket ar gouzrec’h dianerwezhiañ ar vuhezadenn, houmañ o chom evel ur “c’horf estren” e-barzh ar bred ; ent armerzhel, ne oa ket ar benvegad bred evit ezdanzen ar broudadoù hervez pennaenn an arstal.

En un eil prantad (1895-1897), en em stag Freud ouzh an dodad ez eo revel e dibenn dezrann pep daraez hag e c’hoarvez an daraez orin a-raok ar gaezouregezh. An daraez a ampleg bepred daou zarvoud da nebeutañ : da-geñver ur senenn gentañ, ar senenn-fileniñ, e c’houzañv ar bugel un embreg revel a-berzh un oadour hep ma savfe broud revel gantañ ; un eil senenn, goude ar gaezouregezh, dinoaz evit doare, a zeu da zec’hervel an hini gentañ diwar-bouez un arvez strollata bennak — ha, da heul, e sav ur strummad broud revel o veuziñ difennoù ar me. Mard eo daraezek ar senenn gentañ, ned eo nemet goude taol, a-zianwerc’h.

Da-geñver ar Brezel-bed kentañ en devoe Freud tro da studiañ an neurozioù brezel ha da savelañ keal an neurozioù daraezel. E-barzh Jenseits des Lustprinzips (1920), ez adkemer termenadur armerzhel an daraez evel enfreuz hag e c’houlaka zoken en em gav pennaenn ar bliz e-maez c’hoari dre berzh ar strummad broud oc’h aloubiñ ar benvegad bred hag ouzh e rediañ da zifraeañ ar gefridi eren ar broudadoù war-benn o diskargañ ha diwall dre se kevanded ar gouzrec’h. Arreadur an hunvreoù ma azbuhez ar gouzrec’h a-greñv an darvoud ha ma tistro er blegenn daraezek evel evit he mestroniañ zo daveet d’ur vac’henn-arreata.

E 1926, e-barzh Hemmung, Symptom und Angst, ez eo azveret c’hoazh keal an daraez, hep dave ken d’an neuroz daraezel. Ar me, o telankañ an enkrez arhent, a glask dizarbenn alouberezh an enkrez heulret, hemañ o toareañ ar blegenn daraezek ma vez ar me diwared. Gant ar meizadur-mañ ez eus ur meni kemparzh etre dañjer diavaez ha dañjer diabarzh : emañ ar me dindan argad ar broudadoù a-berzh luzad koulz hag en ardizh ar broudadoù diavaez.