Preder
psychanalysebredelfennerezh ― Gerva an brederouriezh
psychanalysepsychoanalysisbredelfennerezh g. ― Geriadur ar vezekniezh

Diskiblezh diazezet gant Freud, a c'haller termenañ diouzh tri live : a) Un hentenn imbourc'h evit lakaat war wel talvoudegezh diemouez ar c'homzoù, an oberoù, an derc'hadoù (hunvreoù, eriunelloù, ambrenoù). Embreget e vez an dieulerezh bredelfennadel war dedaolad ar strollata frank, hogen ivez war genderc'hadoù diseurt. b) Un hentenn vredkurañ deveret eus an imbourc'h-se, dezhi da amkan dieulañ an harzder, an treuzdoug, an eriunañ. c) Un teskad arlakadennoù bredoniezh ha bredkleñvedouriezh oc'h ober meiz war an devoudoù savelet dre an imbourc'hiñ hag ar prederiañ bredelfennadel.

Freud e unan a roas un niver termenadurioù d'ar bredelfennerezh. Unan eus ar re fraeshañ eo an hini a gaver e-barzh an Encyclopédie e 1922 : “bredelfennerezh zo anv : 1 un araezad da imbourc'hiñ argerzhioù bred dreistdiraez pe dost a hent all ; 2 un hentenn diazezet war an imbourc'herezh-se evit prederiañ direizhoù neurozel ; 3 ur steudad veizadurioù bredoniezhel savelet en doare-se o kreskiñ war un dro hag oc'h amparañ tamm ha tamm un diskiblezh nevez eus ar ouezoniezh.”.

Psychanalyse contrôlée, sous contrôle.Kontrollanalyse.control, supervisory, supervised analysis.bredelfennadenn c’hoursellet, dindan c’hoursell. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Bredelfennadenn renet gant un danvez elfenner dindan reolerezh un elfenner kevarouez. Ar bredelfenner war e stummadur a zeu reoliek da zanevellañ e labour hag ar gourseller a ra dezhañ evezhiadennoù war-benn e heñchañ hag e skoazellañ da vleniañ ar gur, ivez da emskiantañ ouzh e c’hourzhtreuzdoug. Ar mod stummañ-se a zegas an deskad da veizañ a betra e c’hoarvez ar bredelfennañ, e kemm ouzh hentoù all ar bredkurañ (goudreiñ, aliañ, sturiañ, sklaeriañ, harpañ).

Psychanalyse sauvage.wilde Psychoanalyse.wild analysis.bredelfennañ gouez. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Ent ledan, rizh emelloù a-berzh “elfennerion” amatour pe dichem o harpañ war gealioù amprestet diouzh ar bredelfennerezh hag alies treuz-intentet evit desteriañ azonoù, hunvreoù, komzoù, oberoù, h.a. Ent kalvezel, e lavarer ez eo gouez un desteriadenn na ra ket stad eus dibaregezh ar blegenn elfennadel nag eus he dialusk gweredel, dreist-holl pa venn an elfenner diskoachañ rag-eeun d’an elfennadour an endalc’hedoù arvoustret hep lakaat e penn-kont an harzderioù hag an treuzdoug.

Pezh a damalle Freud d’an elfennerion ouez eo nebeutoc’h o diouiziegezh eget o emvenn da gantreizhañ o galloud dre o gouiziegezh. Ferenczi a dermene an elfennerezh gouez evel ar “vac’henn da elfennañ”. Un harzder a ziskouez an elfenner gouez ouzh unveziadegezh an embregadenn : diglevout a ra komzoù ar gouziviad evit plakañ warno un desteriadur rakgraet.

PSYCHANALYSE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

règle de la pratique psychanalytique, reolenn ar bredelfennañ (sl. ABSTINENCE) ; il implique pour le psychanalyste le précepte de se refuser à satisfaire les demandes de l’analysé, e-se e tle ar bredelfenner nac’h reiñ e c’houlennoù d’an elfennadour (sl. ABSTINENCE) ; terme utilisé par certains psychanalystes, termen arveret gant bredelfennerion ’zo (sl. ACTING OUT) ; l’apport de la psychanalyse a été de montrer l’agressivité dans ses rapports avec la sexualité, degasadenn ar bredelfennerezh eo bet lakaat a-wel an argadusted en he c’heñverioù gant ar revelezh (sl. AGRESSIVITÉ) ; le dualisme pulsions de vie — pulsions de mort est souvent assimilé par les psychanalystes à celui de la sexualité et de l’agressivité, alies e vez heñvelaet gant ar vredelfennerion an daouelezh luzadoù a vuhez — luzadoù a varv ouzh an daouelezh revelezh — argadusted (sl. AGRESSIVITÉ) ; […] l’interprétation psychanalytique qui réduirait les symboles à leur contenu sexuel particulier, […] an dieulañ bredelfennadel a zirefe an argeloù d’o endalc’hed revel unveziadel (sl. ANAGOGIQUE) ; psychanalyse que suit celui qui se destine à l’exercice de la profession de psychanalyste, bredelfennerezh heuliet gant an hini a venn pleustriñ war ar vicher a vredelfenner (sl. ANALYSE DIDACTIQUE) ; aucun psychanalyste ne peut aller plus loin que ne lui permettent ses propres complexes, bredelfenner ebet ne c’hell mont pelloc’h eget n’en lez da vont e gemplezhioù (sl. AUTO-ANALYSE) ; un des objectifs de l’anthropologie psychanalytique, unan eus amkanioù an denoniezh vredelfennadel (sl. COMPLEXE D’ŒDIPE) ; le rêve avant qu’il soit soumis à l’investigation psychanalytique, an hunvre he-unan a-raok pep imbourc’h bredelfennañ (sl. CONTENU MANIFESTE) ; […] l’œuvre littéraire — qu’on se propose d’interpréter selon la méthode psychanalytique, […] an oberenn lennegel — a intenter dieulañ hervez hentenn ar bredelfennerezh (sl. CONTENU MANIFESTE) ; un des trois registres essentiels du champ psychanalytique, unan eus tri gwere pennañ ar vaezienn vredelfennadel (sl. IMAGINAIRE) ; un des cadres majeurs de la clinique psychanalytique, unan eus sternioù pennañ ar c’hlinik bredelfennadel (sl. NÉVROSE OBSESSIONNELLE) ; psychanalyse conduite par un analyste en cours de formation, bredelfennadenn renet gant un danvez elfenner (sl. PSYCHANALYSE CONTRÔLÉE) ; le psychanalyste en cours de formation, ar bredelfenner war e stummadur (sl. PSYCHANALYSE CONTRÔLÉE) ; réaliser les conditions d’une cure psychanalytique rigoureuse, gwiskañ doareoù ar gur elfennadel rik (sl. PSYCHOTHÉRAPIE) ; l’étude psychanalytique de la mélancolie, studi elfennadel ar velankoliezh (sl. SENTIMENT DE CULPABILITÉ).

Psychanalyse.Psychoanalyse.psycho-analysis.bredelfennerezh. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Diskiblezh diazezet gant Freud, a c’haller termenañ diouzh tri live :

A) Un hentenn imbourc’h evit lakaat war wel talvoudegezh diemouez ar c’homzoù, an oberoù, an derc’hadoù (hunvreoù, eriunelloù, ambrenoù). Embreget e vez an dieulerezh bredelfennadel war dedaolad ar strollata frank, hogen ivez war genderc’hadoù diseurt.

B) Un hentenn vredkurañ deveret eus an imbourc’h-se, dezhi da amkan dieulañ an harzder, an treuzdoug, an eriunañ.

C) Un teskad arlakadennoù bredoniezh ha bredkleñvedouriezh oc’h ober meiz war an devoudoù savelet dre an imbourc’hiñ hag ar prederiañ bredelfennadel.

Freud e-unan a roas un niver termenadurioù d’ar bredelfennerezh. Unan eus ar re fraeshañ eo an hini a gaver e-barzh an Encyclopédie e 1922 :

“Bredelfennerezh zo anv :

Un araezad da imbourc’hiñ argerzhioù bred dreist-diraez pe-dost a-hend-all ;

Un hentenn diazezet war an imbourc’herezh-se evit prederiañ direizhoù neurozel ;

Ur steudad veizadurioù bredoniezhel savelet en doare-se o kreskiñ war un dro hag oc’h amparañ tamm-ha-tamm un diskiblezh nevez eus ar ouezoniezh.”

Kendeveradoù : bredelfennañ (pe elfennañ ; Gl. psychanalyser, analyser ; Al. psychoanalysieren, analysieren ; Sz. to psychoanalyse, to analyse) “imbourc’hiñ ha prederiañ ur gouziviad dre ar bredelfennerezh” ; bredelfenner (pe elfenner ; Gl. psychanalyste, analyste ; Al. Psychoanalitiker, Analytiker ; Sz. psychoanalyst, analyst, analist) “an hini a ren bredelfennadur ur gouziviad” ; bredelfennadour (pe elfennadour ; Gl. analysé, analysant ; Al. Analysand ; Sz. analysand) “gouziviad ar bredelfennerezh” ; bredelfennadel (pe elfennadel ; Gl. psychanalytique, analytique ; Al. psychoanalytisch, analytisch ; Sz. psycho-analytic, psychoanalytic, analytic) “o tennañ d’ar bredelfennañ, d’ar bredelfennerezh”. Diouzh ret, e c’haller ober gant bredelfennadenn (pe elfennadenn) da aroueziñ un embregadenn vredelfennañ dibarek, bredelfennadur, h.a.