Protein bezant e gwad hag e troazh gouziviaded kleñved Kahler ha kleñvedoù all evel gwadvakroglobulinegezh Waldenström, a un luniad gant digorvelloù skañv a rizh k pe l an immunoglobulinoù monoklonel.
Keal a Vevoniezh volekulel, protein o tiogeliñ arc'hwelioù molekulel ar c'helligoù hep kemer perzh enno ; ur roll o defe ar chapronoù evit parraat ouzh miarc'hwelioù kelligel naouus d'un niver bras a gleñvedoù (Parkinson, Alzheimer, korea Huntington, mukoviskidoz, h.a.).
Bevgediad, daskediad amparet diwar amindrenkennoù evel monomeroù. C'hoarvezout a ra an digorvelloù eus 50 da 1000 molekul monomer. A-douez an 200 amindrenkenn anavezet n'eus nemet 20 o tasperzhiañ e kenaoz proteinoù ar bronneged. Ar re-se zo dezho ur roll gourfouezus, o vodañ arc'hwelioù bevedel (enzimoù, hormonoù, kromozomoù, viruzoù), arc'hwelioù dezougen (hemoglobin, gwadveiz-albumin, proteinoù kennennel), arc'hwelioù difenn (immunoglobulinoù), hag ivez evel dafarennoù luniadel (kaherioù, migern, kroc'hen, blev). O rannañ a reer en holoproteinoù (pe proteinoù eeun) hag en heteroproteinoù. E rezh gwidennadur eeun a amindrenkennoù, e lavarer ez eo kentael luniad ar proteinoù. Bezañs arreat ar strolloù bleinel –CO–NH–, atomennoù sulfur zoken, zo araezus da lies kraf kimiek gallus, pezh a stabila muioc'h al luniad. Furmadur ereoù etre strolloù bleinel –CO hag –NH ankefin a zisoc'h gant luniadoù anvet eilvedel unvent (biñs eeun, luniad α – Pauling, 1951) pe divvent (feilhennoù krizet, luniad – Pauling, 1951) pe divvent (feilhennoù krizet, luniad β). Dindan wered al lies load en araez da zazgwerediñ c'hoazh e c'hell al luniad eilvedel, pe emzistummañ etrezek ur c'hefluniad teirment, anvet luniad ). Dindan wered al lies load en araez da zazgwerediñ c'hoazh e c'hell al luniad eilvedel, pe emzistummañ etrezek ur c'hefluniad teirment, anvet luniad tredeel. Unel eo an kez kefluniad, delanvadet kreñv avat gant ar metoù dourel diavaez (gwrezverk, pH, bec'h). Bez' e c'hell ivez ar c'hefluniad-se kevrediñ ouzh reoù all hag amparañ ul luniad pevareel (da skouer : an hemoglobin).
Protein enepkaoulediñ a 'r plasma, heuder ar parennoù V ha VIII. Furmet en avu e c'hell an divig anezhañ bezañ arzeuat pe c'hanedigel.
Protein anreol a 'r gwadveiz o tinodiñ pa vez tanijenn, marvenn pe yoc'henn, dezhañ ar perzh da gediañ gant polisakarid C somatek ar pneumokok, alese e anv.
Protein enaozet da heul ur c'heuziad gwrezel, oloksigenel pe all, ouzh ar bevedeg.
Enzim o treluskañ dazgwered treuzdoug ur bonad fosforil (PO
3
2-
eus an adenozin trifosfat (ATP) war stroll hidroksil (–OH) digorvelloù kostezel an amindrenkennoù dezho ur soaz alkool, serin, treonin ha tirozin :
protein–OH + ATP ⟶ protein–O–PO protein–O–PO 3 2- + ADP.
Protein plasmatek enepkaouledus nes d'ar protein C hag a gresk ar gwered anezhañ. An divig ganedigel anezhañ, rouez, a c'hell devoudañ ur c'hleñved trombozenfraouek.
Unan eus proteinoù ar c'helligatel, aroustaler ar c'horrbibelloù. An dazadur anezhañ a zevoud an dic'henezhadur nervwianel arsellet e kleñved Alzheimer.
Glikoprotein plasmatek e dalc'h ar vitamin K. Bevenaozet moarvat en avu, ar gwered bevedel anezhañ war ar c'haoulediñ zo pell a vezañ anavezet mat evit c'hoazh.