Preder
cabine de projectionprojection boothkludenn b.-où vannañ ― Geriadur ar mediaoù
figuration, imagination, projection figurante, « rêve »errizh ― Gerva an brederouriezh
lanterne de projectionprojection lightletern bannañ ― Geriadur ar mediaoù
plan de projectionplaenenn ar bannadoù ― Geriadur ar jedoniezh
projection ― Geriadur ar stlenneg
  • technique de représentation des objets appartenant à un espace à n dimensions dans un espace à n + 1 dimensions de telle sorte qu'une ―particulière de leur représentation à n + 1 dimensions redonne l'espace à n dimensions kalvezder erouezañ e-barzh un egor n + 1 ment ergorennoù parzhiat en un egor n ment hevelep ma tifourk en-dro en un egor n ment ur bannadur eus o erouezad n + 1 ment [coordonnées homogènes]
  • une optique permettant la ―d'une image extérieure en superposition de l'image affichée sur l'écran ul luc'honi o talvout da vannañ ur skeudenn a-ziavaez en arosod ouzh ar skeudenn gwereet war ar skramm [tube à fenêtre a.]
projectionbannad g. ― Gervaoù skiant
projectionprojection, screening, showingbannañ, diskoriñ, arwelañ ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ arrière a) back projection, process projection, b) rear-screen projection, rear projection a) keinvannañ (an drekva), b) kilvannañ
  • ~ double bande double band projection bannañ divlurell
  • ~ frontale front projection, scotchlight process talvannañ (an drekva)
  • ~ de presse trade show arwelañ d'ar wask
  • ~ privée private screening arwelañ prevez
  • ~ de rushes dailies screening arwelañ froioù
  • ~ son optique optical sound projection bannañ sten optikel
  • ~ sonore sound projection bannañ stenek
  • ~ synchrone synchronous projection bannañ goubred
  • ~ par transparence a) back projection, process projection, b) rear projection a) keinvannañ (an drekva), b) kilvannañ
  • ~ vidéo video projection videobannañ
  • amorce de ~ projection leader, projection line-up leader flip g.-où bannañ
  • cabine de ~ projection booth kludenn b.-où vannañ
  • durée de ~ running time, screening time skrammvezh g.-ioù
  • écran de ~ projection screen skramm g.-où bannañ
  • fenêtre de ~ projection gate, projection aperture lomber g.-ioù bannañ, lomber ar gludenn vannañ
  • première ~ first screening, first showing arwelad kentañ, diskor kentañ
  • salle de ~ screening room, viewing room sal b.-ioù arwelañ, arwelva g.-où
  • vitesse de ~ projection speed tizh g.-où bannañ
projectionbannad g. -où ― Geriadur ar fizik
projectionbannad g. -où ― Geriadur ar gimiezh
  • projection cunéiforme bannad gennheñvel
projectionbannañ ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~ d'un astre sur la sphère terrestre bannad g.-où un astr war ar bellenn Douar
  • ~ Mercator bannerezh g.-ioù Mercator
  • ~ sur un axe bannañ war un ahel
projection orthogonaleserzhvannad g. -où ― Geriadur ar jedoniezh
projection axonométrique centralebannadur ahelventouriel kreizel ― Geriadur ar jedoniezh
projection parallèle sur une droitebannañ a-genstur war un eeunenn ― Geriadur ar jedoniezh
projection axonométrique parallèlebannadur ahelventouriel a-stur (kenstur) ― Geriadur ar jedoniezh
projection centralebannañ kreizel ― Geriadur ar jedoniezh
projection non constantebannadur anarstalek ― Geriadur ar jedoniezh
projection parallèle obliquebannadur kenstur a-veskell ― Geriadur ar jedoniezh
projection ponctuellebannadur poentel ― Geriadur ar jedoniezh
projection, projecteurbannadur g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
PROJECTION. ― Geriadur ar bredelfennerezh

“bons” et “mauvais” objets sont soumis aux processus d’introjection et de projection, gant an ergerc’hennoù “mat” ha “fall” e c’hoarvez argerzhioù ar gougantañ hag an ervannañ (sl. “BON” OBJET, “MAUVAIS” OBJET) ; tout rêve se projetterait sur un écran blanc, bannet e ve pep hunvre war ur goueled gwenn (sl. ÉCRAN DU RÊVE) ; imitation, empathie, sympathie, contagion mentale, projection, “drevezañ”, “anglev”, “kengantaezañ”, “bezañ tredizhet ent vredel”, “ervannañ” (sl. IDENTIFICATION) ; identification projective, hevelebiñ ervannadel (sl. IDENTIFICATION PROJECTIVE) ; le moi […] n’est pas seulement un être de surface, il est lui-même la projection d’une surface, ar me […] ned eo ket hepken ur boud-gorre, bez’ ez eo e-unan bannadur ur gorre (sl. MOI) ; il est difficile de mettre en évidence l’opération consistant en une telle “projection” de l’organisme dans le psychisme, diaes eo lakaat a-wel ar wezhiadenn ma c’hoarvezfe drezi hevelep “bannidigezh” eus ar bevedeg er bred (sl. MOI) ; il peut ainsi être considéré comme une projection mentale de la surface du corps, evel-se e c’haller ober anezhañ ar bannadur er bred eus gorre ar c’horf (sl. MOI) ; par la projection au dehors de ce qui est au dedans occasion de déplaisir, dre ervannañ d’an diavaez pezh a ro tro d’an divliz en diabarzh (sl. MOI-PLAISIR — MOI-RÉALITÉ) ; tout le déplaisant étant projeté dehors, ezkantet dioutañ an divlizus en e bezh (sl. MOI-PLAISIR — MOI-RÉALITÉ ; REJET ) ; English et English désignent ce sens comme disowning projection, English hag English a ra anv, evit ar c’hemeradur-se, a disowning projection “ervannañ emzibiaouañ” (sl. PROJECTION) ; Freud décrit la phobie comme une projection dans le réel du danger pulsionnel, e teskriv Freud an arur evel un ervannadur en traoù eus dañjer al luzad (sl. PROJECTION) ; Freud désigne du nom de “jalousie projective” […] la projection du désir d’être infidèle en imputant l’infidélité à son conjoint, Freud a ra “gwarizi ervannadel” […] eus ervannadur ar c’hoant bezañ difeal dre damall ar pried a zifealded (sl. PROJECTION).

Projection.Projektion.projection.ervannañ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

A) An termen projection a vez arveret gant ur ster hollek en nervvevedouriezh hag er vredoniezh da aroueziñ ar wezhiadenn dilec’hiañ ha dezlec’hiañ en diavaez un devoud nervel pe vredel, an tremen o c’hoarvezout etre kreizparzh ha trobarzh, etre dangorenn hag ergorenn, h.a.

a) En nervoniezh, da verkañ ar c’henglotadur a zo etre ur parzh eus ar c’horf hag un tachad eus an empenn — ha pa intentfed an tu a greiz da dro pe a dro da greiz —, e komzer eus bannañ.

b) Er merzout, e reer ivez gant bannañ da aroueziñ an devoud dezlec’hiañ an ergorenn el lec’h m’emañ en egor ha n’eo ket er poent eus ar c’horf ma c’hoarvez ar c’hentrigañ a zo en orin ar verzadenn.

c) Er vredoniezh, e komzer a ervannañ pa gantvez ar gouzrec’h ar bed hervez e lazioù, e voazioù, e c’hoantoù. Eno emañ diazez ar prouadoù ervannañ (Rorschach, T.A.T.).

d) Ervannañ a reer ivez a heñvelekaat un den ouzh unan all, da skouer : ervannañ skeudenn an tad ouzh ar patrom. An anadenn-mañ zo un arvez eus ar pezh en deus ar bredelfennerezh anvet an treuzdoug.

e) Arveret e vez an termen ervannañ da verkañ an emheñvelekaat ouzh un den all, pe an heñvelekaat eus un den all ouzh an-unan. Aze e komzer kentoc’h a hevelebiñ.

f) Ervannañ erfin a ra ar gouzrec’h pa wisk war an amgen tuedoù, c’hoantoù, h.a. a zianavez e-unan. Ar gouennelour, da skouer, a ervann ouzh an dudad argarzhet e fazioù hag e walldechoù e-unan. English hag English a ra anv, evit ar c’hemeradur-mañ, a disowning projection “ervannañ emzibiaouañ”.

B) E ster ar bredelfennerezh, ervannañ zo ezvountañ ha dezlec’hiañ en amgen, den pe dra, perzhioù, santadoù, c’hoantoù, ergerc’hennoù zoken, a zianavezer pe a zinac’her o bezañs en-unan. Displeget eo evel un difenn a orin kezivik-tre, hag e gavout a reer o werediñ er paranoia met ivez en dezevout “reol” evel ar vrizhkredenn.

1) Freud a zizoloas an ervannañ er paranoia. Dre un difenn kentael, ez ervann ar paranoiak e zerc’hadoù dic’houzañvadus hag ar re-mañ a zistro war-du ennañ eus an diavaez e stumm rebechoù.

2) E 1915, e teskriv Freud an arur evel un ervannadur en traoù eus dañjer al luzad. “Ersaviñ a ra ar me evel pa na zeuje ket dañjer an dispakadur enkrez eus al luzadenn hogen eus ur verzadenn ha pa c’hallje neuze en em zifenn ouzh an dañjer diavaez dre an ardec’hout ez eo an hepkoriñ arurel.”

3) Freud a ra “gwarizi ervannadel”, disheñvel diouzh ar warizi “reol” ha diouzh an ambren warizi baranoiakel, eus ervannadur ar c’hoant bezañ difeal dre damall ar pried a zifealded. Ar gouzrec’h a zistro e evezh diouzh e ziemouez dezhañ evit e greizañ war ziemouez an hentez, o c’hounit kement a spiswel evit a sell an hentez ha ma koll en e geñver e-unan.

4) Meur a wech en deus Freud pouezet war reolded gwikefre an ervannañ. Frouezh an ervannañ eo evitañ an doueoù, an animegezh, ar brizhkredennoù. “An anaout amsklaer (koulz lavarout ar merzout enbredel) eus gwerederioù ar bred hag an darempredoù bezant en diemouez zo dezho da adsked danzeidigezh ur werc’helezh dreistskantennel a ranker adtreuzfurmiñ dre ar ouezoniezh e bredoniezh an diemouez.” An demoned, an tasmantoù a ve ervannadoù diwar ar c’hoantoù fall diemouez.

5) Dibaot eo da Freud ober anv a ervannañ a-zivout ar blegenn vredelfennadel. Nepred ne arouez an treuzdoug evel un ervannadur ; ne arver an termen nemet evit envel un anadenn a-geñver gant an treuzdoug : pa ardaol an elfennadour d’an elfenner komzoù ha dezevoù a zo evit gwir e re dezhañ (da skouer : “Emaoc’h o vont da soñjal an dra-mañ, hogen n’eo ket gwir”).

Tri foent all zo mat da venegiñ a-zivout meizadur freudek an ervannañ :

a) Koublet emañ an ervannañ gant ar gougantañ evit a sell dedarzh ar gevenebiezh dangorenn-ergorenn, gouzrec’h-bed diavaez : ar gouzrec’h “a zegemer en e ve an ergerc’hennoù erouez dezhañ e kement ma’z int andonioù bliz, o gougantañ a ra (hervez gerienn Ferenczi [sl. INTROJECTION]) ha, diouzh un tu all, ez ezvount dioutañ kement a ro, en e ziabarzh, tro d’an divliz (gwikefre an ervannañ)”.

b) Durc’haet strizh eo arver freudek an termen ervannañ : merkañ a ra bepred un distaol, un ezkantañ eus ar pezh a nac’her anaout e-barzh an-unan pe bezañ an-unan. Pezh a ervanner zo moarvat ar pezh ez eur, met dreist-holl ar pezh a nac’her bezañ. Kement-mañ a daol ur goulou all war ar prouadoù ervannadel : en em c’houlenn a c’haller ha ne ro ket kalvezder an ervannañ an dro da ervannañ pezh a zo fall da gentañ-holl.

c) Er vredkur, ar gouziviad a ervann e zreistme ouzh e vredkurer ha bennozh d’an ezkantañ-se a gav divec’h d’e emstourm.

projeté, projectionbannad g. -où ― Geriadur ar jedoniezh
rapport de projectionkeñver bannañ ― Geriadur ar jedoniezh
rapport de projection orthogonalekeñver serzhvannañ ― Geriadur ar jedoniezh