Falladur o c'hoarvezout goude ragazonoù.
Anaez hêrezhel enkilek, revereet, o tizhout ar baotred, naouus, ken abred ha kentañ bloavezh ar vuhez, dre boreadoù ha linadurioù er gwerblennoù, ar c'hroc'hen hag ar flugez (ar skevent pergen), niverus, adfeilhus ha marvus war verr pe verroc'h termen ; dre ar vezañs en holl organoù eus granulomoù foel ; dre un elwenn gant usniver ar granulokit neutrofil — ar re-mañ a fagokit ar garvevion nemet e vezont divarrek d'o dispenn ; dre wadusvec'h ar gammaglobulinoù, gant reolded an immunoglobulinoù, an antikorfoù amredat hag an erwezhioù dreistkizidigezh daleet ; kiriek eo divigad un enzim (an NADPH oksidaz) o tec'han steuz ar fagokitañ.
Anaez dic'henezhadel hêrezhel o teraouiñ peurliesañ en oad kentañ, naouus ent klinikel dre wanidigezh argammedek hag isteñv anat pe get strolloù kigennoù loet a-gemparzh, ar re gentañ tizhet o vezañ kigennoù gwrizienn an izili, ent neuziadurel dre anafoù kantet er gwiad kaher hep darallad naouadus en nerveg kreiz pe drobarzh ; deskrivet ez eus bet lies furm hervez lec'h deroù an isteñv : rizh gaouusteñvel Duchesne (Gl. type pseudohyper-trophique de Duchesne, an hini paotañ ha grevusañ (sl. paralysie ou myopathie pseudohypertrophique), ar rizh Leyden-Moebius (sl. Leyden-Moebius : myopathie de ∼ ), rizh fas-skoaz-brec'h Landouzy-Déjerine, rizh yaouerel Erb, rizh Gowers pe miopatiezh an eizhaennoù (Gl. myopathie distale), h.a..
NOTENN : Lezet 'm eus an anvad miopatiezh war ar c'hahernaoued kentael argammedek en askont da dalvoud istorel an termen roet d'ar furm gentañ dizoloet eus ar c'hleñved.
Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus ent neuziadurel dre un nervennfo entremezel a 'n nervennoù trobarzh gant usteñv feur Schwann ha darallad ar mielin ; ent klinikel dre ur seizi gant ur c'haheristeñv o tizhout an eizhaennoù, kahergrehadoù, distummadur an treid (treid kleuz), treuzrakwar, steuz an damougoù, iseraez, usvent an nervennoù trobarzh ha gorrekaat an nervren enno ; deraouiñ a ra an anaez er vugeliezh, dre an izili traoñ, ha dedreiñ gorrek kenan ; div furm anezhañ a ziforc'her, deanvet rizh Dejerine-Sottas ha rizh Pierre Marie ; deskrivet ez eus bet ivez furmoù gant treuzkas aotozomek enkilek, dibaot, kentratoc'h o deroù, herrekoc'h ha rustoc'h o dedro.
Rouestlad goulerc'hat a 'r sifiliz, naouus, ent neuziadurel dre un danijenn strewek ar c'hreizennoù nervel hag ar goloioù anezho gant bezañs Treponema pallidum er gwiadoù, ent klinikel dre zisleberadur argammedek ar meizerezh, un ambren (meurvreadezh) ha strafuilhoù nervel : luziadur ar gomz, maboù lagad distummet, kren an teod; dedreiñ a ra d'an envedi ha d'an andalc'hiadezh ; darvezout a ra ar marv dindan 3 pe 4 bloaz.
NOTENN : Da envel ar c'hleñved-mañ eo boaziek ar gerioù Gl. paralysie, Sz. paralysis, Al. Lähmung, evit da steuz al loc'hañ bezañ un azon a eil renk. Kinnig a ran ivez ober gant Br. seizi ha peluz. Ne 'm eus ket kredet terriñ an henvoaz, seul gent ma 'z eo dibaot kaer hiziv ar sifiliz “pervedel” (sl. syphilis).